Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/625

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
591
levr judit.

En em galounéka, ha na zeûet két ar spoun̄t enn-oud ; râk biskoaz n’em eûz gréat a zroug da néb a fell d’ézhan̄ servicha ar roué Nabukodonosor.

2. Ma n’en divije két da bobl va disprizet, n’em bije két savet va gwâf out-han̄.

3. Hôgen bréma lavar d’in pérâg oud pelléet diout-hô, hag eo bét kavet-mâd gan-éz don̄d étrézég enn-omp ?

4. Ha Judit a lavaraz d ézhan̄ : Kémer geriou da vatez ; râk ma heûliez geriou da vatez, ann Aotrou a beûr-c’hrai enn da gén̄ver ar péz en deûz mennet da ôber.

5. Râk Nabukodonosor, roué ann douar a zô béo, ha beô eo hé c’halloud a zô enn-oud évit kastiza ar ré holl a zeû da fazia : râk né két ann dûd hép-kén a zeû d’hé zervicha dré-z-oud, hôgen loened ar parkéier a zô ivé dindân hé véli.

6. Furnez da spéred a zô brudet é-touez ann holl vroadou, hag anat eo d’ann holl pénaoz, n’eûz néméd-od a gémen̄t a zô mâd ha galloudek enn hé rouan̄télez holl ; ha da reizded a zô brudet enn holl vrôiou.

7. Né két kuzet ar péz en deûz lavaret Akior ; ha gouzoud a réeur ar péz éc’h eûz gourc’hémennet diwar hé benn.

8. Râg gwir eo pénaoz hon Doue a zô savet droug enn-han̄ oud hé bobl enn abek d’hô féc’hejou, enn hevélep doaré m’en deûz lavaret d’ézhan̄ dré hé broféded, pénaoz é lakajé anézhan̄ étré daouarn hé énébourien, enn abek d’hé béc’héjou.

9. Hag ô véza ma oar bugalé Israel pénaoz hô deûz péc’het a-éneb hô Doué, eo kroget enn-hô ar spoun̄t ra-z-oud.

10. Ouc’h-penn gan̄d ann naounégez in̄t glac’haret, ha gan̄d ann diénez a zour, é venned a-vréma é ven̄t tûd varô.

11. Ann dezô zô-kén hô deûz kéméret da laza hô loéned, évid éva hô goad.

12. Béza hô deûz gwiniz, gwîn, hag eôl a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hô Doue, hag en deûz Doue difennet d’ézhô na gémerchen̄t anezhô, é fell d’ézhô hô c’hémérout, ha dibri hag éva traou ha né két aotréet d’ézhô lakaad hô daouarn war-n-ézhô : pa reont éta kémen̄t-sé, héb arvar eo é vézin̄t kollet.

13. Pa em eûz anavézet kémen̄t-sé, mé da vatez, em eûz tec’het diout-hô, hag ann Aotrou en deûz va c’haset évid diskleria kémen̄t-sé d’id.

14. Râk mé, da vatez, a azeûl Doué, petrâ-bennâg ma ounn bréma gan-éz : ha mé a ielo er-méaz, ha mé a bédô ann Aotrou ;

15. Hag hén a lavarô d’in peûr é tistolô d’ézhô hô féc’hed ; ha mé a zeûi, hag hé rôi da anaout d’id : hag é kasinn ac’hanod é kreiz Jéruzalem ; hag éz pézô holl bobl Israel ével dén̄ved hép mésaer ; ha na harzô két zôkén eur c’hi ouz-id ;

16. Râk kémen̄t sé a zô bét disklériet d’in gan̄t râg-gwél Doué.

17. Hag ô véza ma eo savet é Doué droug out-hô, ounn bét kaset évid hé rei da anaout d’id.

18. Ann holl c’hériou-zé a blijaz da Holofern, ha d’hé dûd ; souézet é oan̄t eûz a furnez Judit, hag é lavaren̄t ann eil d’egilé :

19. N’eûz maouez é-béd war ann douar hén̄vel oud hou-man̄ évid ann doare, évid ar gaerded, hag évit furnez ar gériou.

20. Hag Holofern a lavaraz d’ézhi : Ervâd en deûz gréat Doué, pa en deûz da gaset é raôk da bobl, évid hé lakaad étré hon daouarn :

21. Hag ô véza ma eo mâd ar péz a rôez é géd, mar grâ da Zoué kémen̄t-sé em c’hén̄ver, é vézô ivé da Zoué d’in ; ha té a vézô brâz é tî Nabukodonosor, ha da hanô a vézô brudet enn douar holl.


————


XII. PENNAD.


Judit a zebr hag a év dirâg Holofern.


1. Neûzé é c’hourc’hémennaz Holofern ma vijé lékéat Judit el léac’h é péhini édô he denzoriou, ha ma