Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/620

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
586
levr judit.

12. Akior éta é-kreiz ann hénaoured, ha dirâg ann holl bobl, a zanévellaz ar péz en dôa lavaret da Holofern diouc’h hé c’houlennou ; pénaoz pobl Holofern a oa bét fellet gan̄t-han̄ é laza enn abek d’al lavar-zé ;

13. Ha pénaoz Holofern hé-unan ô véza savet droug enn-han̄, en dôa gourc’hémennet évit-sé hé lakaad étré daouarn ann Israélited ; évit, pa en divijé trec’het ann Israélited, é lakajé ivé Akior da vervel gan̄t kalz en̄krézou, dre m’en dôa lavaret : Doué ann én̄v a zô ô tiwallout anézhô.

14. Goudé m’en dôé Akior danévellet kémen̄t-sé, ann holl bobl en em daolaz war hé génou d’ann douar oc’h azeûli ann Aotrou ; hag oc’h unani hô garmou hag hô daélou, é kennigchon̄t kévret hô fédennou d’ann Aotrou,

15. O lavarout : Aotrou, Doué ann én̄v hag ann douar, sell oud hô rôgoni, ha gwél hor vuelded, hag évésa oud dremm ar ré éc’h eûz san̄télet, ha diskouéz pénaoz na zilézez két ar ré a laka hô fisian̄s enn-oud, ha pénaoz é vuéléez ar ré a laka hô fisian̄s enn-hô hô-unan, hag a ra fougé gan̄d hô ners hô-unan.

16. Goudé ann daelou-zé, ha goudé m’en dôe ar bobl gréat hé béden a-héd ann deiz, é tic’hlac’harchon̄t Akior,

17. O lavarout : Doué hon tadou, galloud péhini éc’h eûz disklériet, a rôi da c’hôbr d’id, enn hévélep doaré ma wéli ann dispennadur anézhô.

18. Ha pa en dévézô ann Aotrou, hon Doué, rôet ann dieûb-zé d’hé zervicherien, ra vézô ivé da Zoué d’id enn hor c’hreiz ; évit ma vévi gan-é-omp, ével ma kiri, té ha da holl dûd.

19. Neûze Ozias, pa oé peûr-zalc’het ar c’huzul, a zigéméraz anézhan̄ enn hé dî, hag a rôaz d’ézhan̄ eur goan vrâz.

20. Hag ô véza galvet ann holl hénaoured, goudé béza iunet héd ann deiz, é kémerchon̄t hô fréd kévret.

21. Goudé-zé é oé galvet ann holl bobl, hag é pédchon̄t héd ann nôz el léac’h é péhini édon̄t strollet, ô c’houlenn skoazel digan̄d Doué Israel.


————


VII. PENNAD.


Diénez vrâz a zour é Bétulia.


1. Hôgen an̄trônôz Holofern a c’hourc’hémennaz d’he vrézélidi piña a-énep Bétulia.

2. Béz’ en dôa enn hé armé c’houec’h ugen̄t mil dén war droad, ha daou vil dén war-n ugen̄t war varc’h, hép nivéri ar re a oa bét kéméret enn ergerz, hag ann holl dud-iaouan̄k a oa bét digaset eûz ar brovin̄sou hag eûz ar c’heriou dré béré a oa trêménet.

3. En em aoza a réjon̄t holl évit stourmi out bugalé Israel ; hag é teûjon̄t a-héd ar ménez bétég ar gribel a zell oud Dotain, adaleg al léac’h hanvet Belma, bété C’helmon a zô râg-enep da Esdrelon.

4. Hôgen bugale Israel, pa wélchon̄t al lôd brâz a dûd-zé, en em daolaz d’ann douar war hô génou, a c’hôlôaz hô fenn gan̄t ludu, hag a bédaz a-unan Doué Israel, ma tiskouézché hé drugarez é-kén̄ver hé bobl.

5. Hag ô kémérout hô armou a vrézel, en em lékéjon̄t el lec’hiou, é péré ez oa hen̄chou kéô évit treûzi ar ménésiou, hag é tiwallen̄t anézhô nôz-deiz.

6. Hôgen Holofern oc’h ôber ann drô eûz ar ménez, a gavaz pénaoz ar feun̄teun a rédé é kéar é dôa eur zan er-méaz eûz a géar war-zû ar c’hrésteiz ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz trouc’ha ar zân.

7. Béz’ éz oa koulskoude feun̄teuniou ha na oa két pell eûz ar muriou, é péré éz ea tûd kéar da glask dour é-kûz, ken̄t évit habaskaad hô zéc’hed égéd évid hé derri.

8. Hôgen mipien Ammon ha mipien Moab a iéaz da gavout Holofern, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bugalé Israel na fision̄t két war hô goafiou na war hô saésiou ; hôgen gan̄d ar ménésiou in̄t diwallet, hag ann torgennou hag ann torrodou a ra hô ners.

9. Évid éta ma helli hô zrec’hi hép stourm, laka gwarded oud ar feun̄teuniou, évit na gémerin̄t két a zour anézhô, hag hô lazi hép klézé ; pé é teûin̄t da skuiza, hag é rôin̄t hô c’héar