Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/614

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
580
levr tobias.

rain̄t ôbériou reiz hag aluzennou, m’hô dévézô koun eûz a Zoué, ha ma vennigin̄t anézhan̄ é péb amzer er wirionez, hag eûz hô holl ners.

12. Bréma éta sélaouit ac’hanoun, va mipien, ha na choumit két aman̄ ; hôgen kerken̄t ha m’hô pézô bésiet hô mamm em c’hén̄ver hag enn hévéleb béz, hastit mon̄t-holl ac’hann :

13. Râg gwélout a rann pénaoz fallagriez ar géar-man̄ hé lakai da véza disman̄tret.

14. Pa oé éta marô hé vamm, Tobias a iéaz-kuît eûz a Niniv gan̄d hé c’hrég, hag hé vipien, ha mipien hé vipien, hag a zistrôaz étrézég hé dûd-kaer.

15. Iac’h hô c’havaz enn eur gôzni vâd ; hô frédéria a réaz hag é serraz hô daoulagad d’ézhô : holl zigwéz tî Raguel a zastumaz ; hag hén̄ a wélaz mipien hé vipien béteg ar pempved rumm.

16. Ha goudé m’en dôé bévet naon̄ték vloaz ha pévar-ugen̄t é douj Doué, é varvaz, hag hé mipien a vésiaz anézhan̄ gan̄t lid brâz.

17. Hé holl géren̄t, hag hé holl vipien en em gen̄dalc’haz bépréd enn eur vuez vâd, hag enn eur vuézégez san̄tel, enn hévélep doaré ma oen̄t karet gan̄d Doué ha gan̄d ann dûd ha gan̄t kemen̄d hini a oa war ann douar.