Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/603

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
569
levr tobias.

19. Tobias a iéa bemdez da wélout hé holl géren̄t, hag a tic’hlac’hare anézhô, hag a ranné étré-z-hô kémen̄d ha ma hellé eûz hé vadou.

20. D’ar ré hô dôa naoun, é roé da zibri ; d’ar ré a oa enn noaz, é rôé diḻad hag ar ré varô hag ar ré lazet a lékéa er béz gan̄t préder.

21. Enn-divez pa zistrôaz ar roué Sennachérib eûz ar Judéa, ô tec’hout diouc’h ar gouli en dôa Doué digaset war-n-ézhan̄, enn abek d’hé zrouk-prézek ; hag ô véza savet droug enn-han̄, ma lazaz kalz eûz a vugalé Israel, Tobias a vésié hô c’horfou.

22. Kerken̄t ha ma oé lavaret kémen̄t-sé d’ar roué, é kémennaz hé laza, hag é lammaz digan̄t-han̄ hé holl vadou.

23. Hôgen Tobias, ô véza bét tennet pép-trâ digan̄t-han̄, a déc’haz gan̄d hé vâb hag hé c’hrég : hag en em guzaz, râk kalz é oa karet.

24. Hôgen pemp deiz ha daou-ugen̄t goudé, é oé lazet ar roué gan̄d hé vipien ;

25. Ha Tobias a zistrôaz d’hé dî ; hag hé holl vadou a oé distolet d’ézhan̄.


————


II. PENNAD.


Bézia a ra Tobias ar ré-varô. Dall é teû.


1. Goudé kémen̄t-sé, ô véza ma oa eunn deiz goél d’ann Aotrou, Tobias a lékéaz aoza eur ban̄vez brâz enn hé dî ;

2. Hag é lararaz d’hé vâb : Kéa, ha digas aman̄ eur ré-bennâg eûz hor breûriez, péré a zouj Doué, évit ma banvézin̄t gan-é-omp.

3. Hé vâb a iéaz ; ha pa oé distrôet é lavaraz d’ézhan̄, pénaoz unan eûz a vugalé Israel a oa bét lazet, hag a oa gourvézet war ar rû. Râk-tâl Tobias a zavaz diouc’h taol, hag ô tilézel hé bréd, éz éaz war-iûn étrezég ar c’horf :

4. Hag ô kémérout anézhan̄, hen dougaz é-kûz enn hé dî, évid hé vésia gan̄t préder, pa vijé kuzet ann héol.

5. Ha p’en dôé kuzet ar c’horf, é tebraz hé voéd gan̄t glac’har, hag enn eur gréna ;

6. O kaout son̄j eûz ar gér-zé, en dôa lavaret ann Aotrou, dré c’hénou Amos, ar profed : Hô teiziou goél a drôi é daélou hag é kan̄v.

7. Pa oé éta kuzet ann héol, éz éaz, hag é vésiaz anézhan̄.

8. Hôgen hé holl géren̄t a damallé anézhan̄, ô lavarout : Dija évit kémen̄t-sé eo bét gourc’hémennet da laza ; hag a-véac’h out bét tec’het diouc’h ar marô, ha c’hoaz é vésiez ar ré varô ?

9. Hôgen Tobias, péhini a zoujé muioc’h Doué égéd ar roué, a skrapé korfou ar ré lazet, hag hô c’huzé enn hé dî, hag hô bésié é-kreiz ann nôz.

10. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz ô véza skuîz ô vésia ar ré varô, é tistrôaz d’ar géar, é c’hourvézaz é-tâl eur vôger, hag é kouskaz :

11. Ha pa édô kousket, é kouézaz, eûz a eunn neiz gwennélied, kaoc’h tomm war hé zaoulagad, hag é teûaz da véza dall.

12. Doué a aotréaz é c’hoarvézché ann dra-zé gan̄t-han̄, évit ma vijé rôet da skouér hé habaskded d’ar ré hé-c’houdé ével hini ann dén san̄tel Job :

13. Râg ô véza m’en dôa doujet Doué a-vihanik, ha m’en dôa miret hé c’hourc’hémennou, na voudaz két oud Doué, dré m’en dôa hé skôet gan̄d ann dallen̄tez ;

14. Hôgen stard é choumaz é doujan̄s Doué, oc’h hé drugarékaat é holl zeisiou hé vuez.

15. Râg ével ma heskiné ann dén san̄tel Job, ar rouéed, ével-sé hé géren̄t hag hé géren̄t-nés a réa goab eûz hé vuézégez, ô lavarout :

16. Péléac’h éma da c’héd, évit péhini é réez aluzennou, hag é vésiez ar ré varô ?

17. Hôgen Tobias a damallé anézhô, ô lavarout : Na gomzit két ével-sé :

18. Râk nî a zô mipien ar zen̄t ; hag é c’hédomp ar vuez-zé, a dlé Doué rei d’ar ré, péré na zilez morsé ar feiz enn-han̄.

19. Hôgen Anna, hé c’hrég, a iéa bemdez da ôber lien, hag hî a zigasé ar péz a hellé da c’hounid gan̄t labour hé daouarn.