Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/602

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR TOBIAS.


————


I. PENNAD.


Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.


1. Tobias eûz a vreûriez hag eûz a géar Neftali, péhini a zô er Galiléa uc’héla, a-ziouc’h Naasson, adré ann hen̄t a gâs d’ar c’hûs-héol, gan̄t kéar Séfet a gleiz,

2. A oé kaset da sklâv é deisiou Salmanasar, roué ann Assiried ; ha pétrâ-bennâg ma oa é sklavérez, na zilézaz két hen̄d ar wirionez ;

3. Enn hévelep doaré ma tarnaoué bemdez kémen̄d a hellé da gaout étré ar ré eûz hé vrôiz, hag eûz hé vreûdeûr, a oa sklaved gan̄t-han̄.

4. Hag évit-han̄ da véza ar iaouan̄ka eûz ar re holl eûz a vreûriez Neftali, na réaz koulskoudé nétrâ a vibiliuz enn hé ôberiou.

5. Enn-divez p’az éa ar ré all holl étrézég al leûéou aour en dôa gréat Jéroboam, roué Israel, hén̄ hé unan a déc’hé diouc’h strollad ar ré all holl.

6. Hôgen mon̄d a réa da Jéruzalem é templ ann Aotrou ; hag énô éc’h azeûlé ann Aotrou, Doué Israel, hag é kennigé gan̄t léalded hé holl bréveûdiou hag hé zéogou.

7. Hag enn trédé bloaz é tarnaoué hé holl zéog étré ann distrôidi hag ann diavésidi.

8. Kémen̄t-sé, ha traou all hén̄vel out lézen Doué a zévénaz, hag hén̄ c’hoaz bugel.

9. Hôgen pa oé deûet da zén, é kéméraz da c’hrég Anna, eûz hé vreûriez ; hag en dôé anézhi eur mâb, da béhini é rôaz hé hanô.

10. Hag hén̄ a zeskaz d’ézhan̄, hag hen̄ bihanik, douja Doué, hag en em viret dioc’h ar péc’hed.

11. Hôgen pa oé kaset é sklavérez é kéar Niniv, hén̄ hag hé c’hrég, hag hé vâb, hag hé holl vreûriez ;

12. Pa zebré ar ré all holl kigou ar Jen̄tiled, hén̄ a viraz hé éné glân, ha n’en em zaotraz biskoaz gan̄d hô boédou.

13. Hag ô véza m’en dôé koun eûz ann Aotrou a greiz hé galoun, Doué hel lékéaz da gavout trugarez dirâk Salmanasar, ar roué,

14. Péhini a rôaz d’ézhan̄ ar galloud da von̄d el léac’h ma karjé, ha da ôber ar péz a garjé.

15. Kerzoud a réa éta étrézég ar ré holl a oa é sklavérez hag é rôé d’ézhô aliou mâd.

16. Eunn deiz é teûaz da Ragés, kéar d’ar Védied, hag hén̄ en dôa dék talan̄t arc’han̄t, a zeûé eûz ar rôou en dôa gréat ar roué d’ézhan̄.

17. Hag é-touez ann niver brâz eûs ar ré eûz hé wenn, ô wélout pénaoz Gabélus, péhini a oa eûz hé vreûriez, en em gavé ézommek, é rôaz d’ézhan̄ ar somm arc’han̄t-zé war hé zîn.

18. Hôgen pell amzer goudé, pa oé marô Salmanasar, ha pa réné enn hé léac’h Sennachérib, hé vâb, péhini a gaséé kaer bugalé Israel ;