Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/595

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
561
ann eil eûz a esdras.

daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud : ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.

28. Ha pa in̄t bét enn éhan, in̄t distrôet a-névez da ôber ann drouk dira-z-oud ; ha té éc’h eûz hô lézet étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô aotrouniet. Hag hî a zô distrôet, hag hô deûz garmet ouz-id ; ha té éc’h eûz sélaouet out-hô eûz ann én̄v, hag éc’h eûz hô diboaniet aliez hervez da drugarézou.

29. Hag éc’h eûz hô fédet stard da zistrei d’as lézen. Hôgen hî a zô embréget gan̄t rôgoni, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou ; péc’het hô deûz a-énep da varnédigézou, é péré é vévô ann dén, pa hô sévénô ; ha trôet hô deûz hô c’hein d’id, hag hô deûz kalédet hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet.

30. Gourzézet éc’h eûz war-n-ézhô é-pâd meûr a vloaz, hag éc’h eûz hô erbédet enn da spéred dré c’hénou da broféded ; ha n’hô deûz két sélaouet ; hag éc’h eûz hô lékéat étré daouarn poblou ann douar.

31. Koulskoudé enn da drugarézou brâz n’éc’h eûz két hô c’haset-da-gét, ha n’éc’h eûz két hô dilézet, ô véza ma oud eunn Doué trugarézuz hag habask.

32. Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.

33. Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp ; râg ar wirionez ec’h eûz gréat ; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.

34. Hor rouéed, hor brin̄sed, hor béleien, hag hon tadou n’hô deûz két miret da lézen : n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou, nag ann testéniézou a desténiez enn-hô.

35. Hag hî enn hô rouan̄télésiou, hag er madou brâz éz pôa rôet d’ézhô, hag enn douar éc’hon ha strujuz ez pôa lékéat dira-z-hô, n’hô deûz két da zervichet, ha n’in̄t két distrôet eûz hô gwall déchou.

36. Chétu nî a zô sklaved hiriô ; hag enn douar éz pôa rôet d’hon tadou, évit ma tebrchen̄t ar bara hag ar frouez a zeûjé enn-han̄, chétu nî a zô sklaved.

37. Hag hé frouez a gresk évid ar rouéed éc’h eûz lékéat war-n-omp enn abek d’hor péc’héjou ; aotrounia a réon̄t war hor c’horfou, ha war hol loéned, ével ma karon̄t ; ha nî a zô enn eur c’hlac’har vrâz.

38. War gémen̄t-sé éta é réomp kévrédigez gan-éz ; hag é skrivomp anézhi ; hag hor brin̄sed, hol Lévited, hag hor béleien hô deûz hé siellet.


————


X. PENNAD.


Hanvou ar ré a ziellaz ar gévrédigez.


1. Chétu ar ziellerien : Néhémias, Atersata, mâb Achélai, ha Sédésias,

2. Saraias, Azarias, Jérémias,

3. Feshur, Amarias, Melc’hias,

4. Hattus, Sébénia, Melluc’h,

5. Harem, Mérimut, Obdias,

6. Daniel, Genton, Baruc’h,

7. Mosollam, Abia, Miamin,

8. Maazia, Belgai, Séméia : hag hî béleien.

9. Hag eûz al Lévited, Josué, mâb Azanias, Bennui eûz a vipien Hénadad, Kedmihel,

10. Hag hô breûdeûr, Sébénia, Odaia, Sélita, Falaia, Hanan.

11. Mic’ha, Robob, Hasébia,

12. Zac’hur, Sérébia, Sabania,

13. Odaia, Bani, Baninu.

14. Pennou ar bobl, Faros, Fabat-Moab, Élam, Zétu, Bani,

15. Bonni, Azgad, Bébai,

16. Adonia, Bégoai, Adin,

17. Ater, Hézésia, Azur,

18. Adaia, Hasum, Bésai,

19. Haref, Anatot, Nébai,