Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/594

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
560
levr néhémias.

Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed ; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.

9. Gwélet éc’h eûz ivé glac’har hon tadou enn Éjipt, ha klevet éc’h eûz hô garm war aod ar môr Rûz.

10. Ha gréat éc’h eûz arwésiou ha burzudou war Faraon ha war hé holl servicherien, ha war ann holl bobl eûz hé vrô ; râg gwézet éc’h eûs pénaos hô dôa aozet pobl Israel gan̄t rogen̄tez ; hag éc’h eûz gréat eunn hanô d’id, ével ma éma c’hoaz hiriô.

11. Hag ar môr éc’h eûz rannet enn hô raok ; hag hî hô deûz treûzet ar môr war ar séac’h. Hôgen hô heskinerien éc’h eûz stlapet d’ar gwéled, ével eur méan enn doureier ar ré gréva.

12. Réner oud bét d’ézhô enn eur peûl koabr a-héd ann deiz, hag enn eur peûl tân a-héd ann nôz, évit ma helché béza gwélet gan̄t-hô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

13. Diskennet oud war vénez Sinai, hag éc’h eûz komzet out-hô eûz ann én̄v, rôet éc’h eûz d’ézhô barnédigézou reiz, hag eul lézen a wirionez, ha lidou, ha kémennou mâd.

14. Rôet éc’h eûz da anaout d’ézhô da sabbat san̄tel, hag éc’h eûz gourc’hémennet d’ézhô, dré c’hénou Moizez da zervicher, da gélennou, ha da lidou, ha da lézen.

15. Bara eûz ann én̄v éc’h eûz rôet ivé d’ézhô, enn hô naoun, hag éc’h eûz tennet dour d’ézhô eûz ar méan, enn hô zéc’hed ; hag éc’h eûz lavaret d’ézhô m’az ajen̄t enn douar ez pôa touet da rei d’ézhô, ha ma perc’henfen̄t anézhan̄.

16. Hôgen ar ré-man̄, hag hon tadou a zô en em rénet gan̄t balc’hder ; kalédet hô deûz hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou.

17. Ha né két fellet d’ézhô klevout, ha né két deûet da goun d’ézhô ar burzudou ez pôa gréat évit-hô. Kalédet hô deûz hô fennou, ha dré énébiez in̄t distrôet a-névez oud ar sklavérez. Hôgen té, Doué talvouduz, hégarad ha trugarézuz, habask ha leûn a drugarez, n’éc’h eûz két hô dilézet :

18. Ha p’hô dôé zô-kén gréat évit-hô eul leûé teûzet, ha lavaret : Hen-nez eo da Zoué péhini en deûz da dennet eûz ann Éjipt ; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

19. Hôgen té, enn da drugarézou brâz, n’éc’h eûz két hô dilézet enn distrô ; ar peûl koabr né két tec’het diout-hô, évid hô réna a-héd ann deiz, hag ar peûl tân a-héd ann nôz, évit diskouéza d’ézhô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.

20. Da spéred mâd éc’h eûz rôet dézhô évit hô deskî, ha n’éc’h eûz két tennet da vann eûz hô génou ; ha dour éc’h eûz rôet d’ézhô enn hô séc’hed.

21. A-héd daou-ugen̄t vloaz éc’h eûz hô maget enn distrô, ha nétrâ n’hô deûz diouéret : né két deûet fall hô diḻad, ha né két bét skuiz hô zreid.

22. Ha rôet éc’h eûz d’ézhô ar rouan̄télésiou, hag ar boblou ; hag ec’h eûz hô rannet gan̄t-hô dré ar sort ; hag hî hô deûz bét enn hô c’hers brô Séhon, ha brô roué Hésébon, ha brô Og, roué Basan.

23. Hag éc’h eûz kresket niver hô mipien ével stéred ann én̄v, hag éc’h eûz hô c’haset enn douar é péhini éz pôa lavaret d’hô zadou éz ajen̄t da vistri.

24. Hag hô mipien a zeûaz hag a biaouaz ann douar, ha té éc’h eûz izéléet dira-z-hô ar C’hananéed, tûd ar vrô ; hag éc’h eûz hô lékéat étré hô daouarn, hag ivé hô rouéed, ha poblou ar vrô, évit ma rajen̄t d’ézhô ével ma karjen̄t.

25. Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz : hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd ; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez ; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.

26. Hôgen hî hô deûz da lékéat da von̄t drouk enn-oud ; pelléet in̄t diouz-id ; ha taolet eo gan̄t-hô da lézen adré hô c’hein ; lazet hô deûz da broféded, péré hô fedé stard da zistrei ouz-hoc’h ; hag hô deûz gréat touadellou brâz.

27. Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré