Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/593

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
559
ann eil eûz a esdras.

sata), hag Esdras, bélek ha skrivañer, hag al Levited, péré a zisklérié al lézen d’ann holl bobl, a lavaraz : Ann deiz-man̄ a zô gwéstlet d’ann Aotrou, hon Doué. Na lén̄vit két, ha na wélit két. Râg ann holl bobl a wélé, ô klevout geriou al lézen.

10. Hag hén̄ a lavaras d’ézhô : It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô ; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou ; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.

11. Hôgen al Lévited a lékéa ann holl bobl da dével, ô lavarout : Tavit, ha n’en em c’hlac’harit két ; râg eunn deiz san̄tel eo hé-man̄.

12. Ann holl bobl éta a iéaz-kuît, évid dibri, hag éva, ha rei lôd d’ar ré all, hag ôber eul lévénez vrâz ; râg hî hô dôa poellet ar geriou en dôa Esdras desket d’ézhô.

13. Hag an̄trônôz pennou tiadou ann holl bobl, ar véleien hag al Lévited en em strollaz étrézég Esdras ar skrivañer. évit ma teûjé da ziskléria d’ézhô geriou al lézen.

14. Hag hî a gavaz skrivet el lézen, pénaoz en dôa ann Aotrou gourc’hémennet, dré c’hénou Moizez, ma choumché bugalé Israel dindân teltou enn deiz gwél, er seizved mîz ;

15. Ha ma vrudchen̄t ha ma embanchen̄t enn hô holl geriou, hag é Jéruzalem, ô lavarout : Id war ar ménez, ha digasit skourrou gwéz-olived, ha skourrou gwéz ar ré gaéra, skourrou mirt, ha skourrou palmez, ha skourrou gwéz bôdek, évit ôber teltou gan̄t-hô, ével ma eo skrivet.

16. Hag ar bobl a iéaz-kuît, hag a zigasaz ann dra-man̄. Ha pép-hini a réaz évit-han̄ é doaré teltou war lein hé dî, hag é leûren hé dî, hag é leûren tî Doué, ha war wiler porz ann doureier, ha war wiler porz Éfraim.

17. Ann holl strollad éta eûz ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez a réaz teltou, hag a choumaz dindân ann teltou ; hôgen abaoé deisiou Josué, mâb Nun, bugalé Israel n’hô dôa két gréat ével-henn. Hag al lévénez a oé brâz-meûrbéd.

18. Hôgen Esdras a lennaz bemdez é levr lézen Doué, adaleg ann deiz ken̄ta bétég ann divéza ; hag hî a réaz ar gwél é pâd seiz dervez, hag ar strollad enn eizved dervez, hervez ar c’hîz.


————


IX. PENNAD.


Pinijen ar bobl. Péden al Lévited.


1. Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier ; hag hî gôlôet a zouar.

2. Ha gwenn bugalé Israel en em rannaz eûz a bép dén a ziavéaz ; hag hî a zavaz, hag a an̄savaz hô féc’héjou, ha fallagriézou hô zadou.

3. Hag ô sével enn hô zâ, é oé lennet d’ézhô levr lézen ann Aotrou, hô Doué, péder gwech enn deiz ; ha péder gwech éc’h anavézen̄t, hag éc’h azeûlen̄t ann Aotrou, hô Doué.

4. Hôgen war zérez al Lévited é savaz Josué, ha Bani, ha Kedmihel, Sabania, Bonni, Sarébias, Bani, ha C’hanani ; hag hî a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré étrézég ann Aotrou, hô Doué.

5. Hag al Lévited Josué, ha Kedmihel, Bonni, Harebnia, Sérébia, Odaia, Sebnia, Fatahia a lavaraz : Savit, meûlit ann Aotrou, hô Toué, a vikenn da vikenn : ra vézô benniget hanô brâz da c’hloar gan̄t péb bennoz ho meûleûdi.

6. Râk n’eûz Aotrou é-béd néméd-oud ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, hag hé holl armé ; ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄ ; ha té eo a rô ar vuez da gémen̄t-sé ; hag armé ann én̄v a azeûl ac’hanod.

7. Té eo, Aotrou Doué, éc’h eûz dilennet Abram, hag éc’h eûz hé zigaset eûz a dân ar Galdéed, hag éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ann hanô a Abrabam.

8. Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann