Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/583

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
549
levr ken̄ta.

10. Hag Esdras, ar bélek, a zavaz hag a lavaraz d’ézhô : C’houi hoc’h eûz torret al lézen, hag hoc’h eûz kéméret gragez a-ziavéaz, évit gwasaat péc’hed Israel.

11. Ha bréma meûlit ann Aotrou, Doué hô tadou, ha grîd ar péz a zô hétuz d’ézhan̄, ha pellait diouc’h poblou ann douar ha diouc’h ar gragez a-ziavéaz.

12. Hag ann holl bobl a respoun̄taz, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Ra vézô gréat enn hor c’hén̄ver ével ma éc’h eûz lavaret.

13. Hôgen ô véza ma eo paot ar bobl, ma eo amzer ar glaô, ha na hellomp két choum er-méaz, ha na eo két labour eunn deiz na daou (râk brâz eo hor péc’hed),

14. Ra vezô lékéat prin̄sed é-touez ann holl bobl, ha kémen̄d hini ac’hanomp en deûz kéméret eur c’hrég a-ziaveaz, deûet enn deisiou merket, ha gan̄t-hô ann hénaoured hag ar varnerien eûz a bép kéar, kén na vézô distolet buanégez hon Doué diwar-n-omp enn abek d’ar péc’hed-zé.

15. Jonatan éta, mâb Azabel, ha Jaasia, mâb Tékué, a oé lékéat war gémen̄t-sé, ha Mésollam ha Sébétai, al Lévited, a gen-nerzaz anézhô.

16. Hag ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur a réaz ével-sé. Hag Esdras ar bélek, ha prin̄sed ann tiadou a iéaz é tiez hô zadou, pép-hini hervez hé hanô, hag éc’h azézchon̄t enn deiz ken̄ta eûz ann dékved mîz évit klaskout ann drâ.

17. Hag ann niver eûz ar ré hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz a oé peûr-c’hréat ann deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta.

18. Hag é oé kavet eûz a vipien ar véleien ho dôa kéméret gragez a-ziavéaz : eûz a vipien Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr, Maasia, hag Éliézer, ha Jarib, ha Godolia.

19. Hag hî a rôaz hô daouarn évit kâs-kuît hô gragez, hag évit kenniga eunn tourz eûz ann tropel évid hô gwall.

20. Hag eûz a vipien Emmer ; Hanani ha Zébédia.

21. Hag eûz a vipien Harim ; Maasia, hag Élia, ha Séméia, ha Jéhiel, hag Ozias.

22. Hag eûz a vipien Feshur ; Élioénai, Maasia, Ismael, Natanael, Jozabed, hag Élasa.

23. Hag eûz a vipien al Lévited ; Jozabed, ha Séméi, ha Sélaia (hen-nez eo Kalita), Fataia, Juda hag Éliézer.

24. Hag eûz ar ganerien ; Éliasib : hag eûz ar borsierien ; Sellum, ha Télem, hag Uri.

25. Hag eûz a Israel : eûz a vipien Faros ; Réméia, ha Jézia, ha Melc’hia, ha Miamin, hag Éliézer, hag Melc’hia, ha Banéa.

26. Hag eûz a vipien Élam ; Matania, Zac’harias, ha Jéhiel, hag Abdi, ha Jérimot, hag Élia.

27. Hag eûz a vipien Zétua ; Élioénai, Éliasib, Matania, ha Jérimut, ha Zabad, hag Aziza.

28. Hag eûz a vipien Bébai ; Johanan, Hanania, Zabbai, Atalai.

29. Hag eûz a vipien Bani ; Mosollam, ha Melluc’h, hag Adaia, Jarub, ha Saal, ha Ramot.

30. Hag eûz a vipien Fahat-Moab ; Edna, ha Chalal, Banaias, ha Maasias, Matanaias, Béseléel, Bennui, ha Manasé.

31. Hag eûz a vipien Hérem ; Éliézer, Josué, Melc’hias, Séméias, Siméon,

32. Ben̄jamin, Maloc’h, Samarias.

33. Hag eûz a vipien Hasom ; Matanai, Matata, Zabad, Élifélet, Jermai, Manasé, Séméi.

34. Eûz a vipien Bani ; Maaddi, Amram, ha Vel,

35. Banéas, ha Badaias, Chéliau,

36. Vania, Marimot, hag Éliasib,

37. Matanias, Matanai, ha Jasi,

38. Ha Bani, ha Bennui, Séméi,

39. Ha Salmias, ha Natan, hag Adaias,

40. Ha Mec’hnédébai, Sisai, Sarai,

41. Ézrel, ha Sélémiau, Séméria,

42. Sellum, Amaria, Jozef.

43. Eûz a vipien Nébo : Jéhiel, Matatias, Zabad, Zabina, Jeddu, ha Joel, ha Banai.

44. Ar ré-zé holl hô dôa kéméret gragez a-ziavéaz, ha lôd eûz ar gragez-zé hô dôa ganet bugalé.