Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/582

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
548
esdras.

9. Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez ; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.

10. Ha bréman̄ pétrâ a livirimp-ni, ô hon Doué, goudé kémen̄t-sé ? Pa hon eûz torret da c’hourc’hémennou,

11. Éc’h eûz rôet d’é-omp dré c’hénou ar broféded da zervicherien, ô lavarout : Ann douar é péhini oc’h deûet évit choum enn-han̄, zô eunn douar dic’hlan, ével ma eo dic’hlan ar boblou hag ann douarou all ; ha leûn eo gan̄d ar saotrou ha gan̄d ar fallagriézou a béré eo bét gôlôet gan̄t-hô eûz ann eil penn d’égile.

12. Râk-sé éta na rôit két hô merc’hed d’hô mipien-hi, ha na gémérit két hô merc’hed évid hô mipien-c’houi, ha na glaskit bikenn hô féoc’h, nag hô eûr-vâd ; évit ma krévaot ha ma tebrot ar péz zô mad enn douar-zé, ha m’hô pézô hô mipien da héred enn-han̄ da vikenn.

13. Ha goudé ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn abek d’hor gwall oberiou ha d’hor péc’héjou brâz, té, hon Doué, éc’h eûz hon dieûbet eûz hor fallagriez, hag éc’h eûz rôet d’é-omp ar wellaen, ével bréma :

14. Évit na zistrôimp két d’ann drouk, ha na dorrimp két da c’hourc’hémennou, ha n’en em unanimp két dré zimiziou gan̄d ar boblou a ra ar fallagriézou-zé. Ha brâz a-walc’h eo da vuanégez ouz-omp évit ma hor c’holli a-grenn, hép lézel eunn dilerc’h é-béd évid hé zavétei ?

15. Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion ; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall ; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud.


————


X. PENNAD.


Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.


1. Pa bédé Esdras enn doaré-zé, pa len̄vé, pa wélé, pa oa gourvézet dirâk templ Doué, é teûaz eûz a Israel war hé drô eur strollad brâz a oazed, a verc’hed, hag a vugalé ; hag ar bobl a wélé dourek.

2. Neûzé Séc’hénias, mâb Jéhiel, eûz a vipien Élam, a lavaraz da Esdras : Nî hon eûz torret lézen hon Doué, hag hon eûz keméret gragez é-touez ar boblou a-ziavéaz ; bréma, ma éz eûz pinijen enn Israel diwar-benn kémen̄t-ze,

3. Gréomp kévrédigez gan̄d ann Aotrou hon Doué ; kasomp-kuît ann holl c’hragez-zé, hag ar ré a zô ganet diout-hô, hervez ioul ann Aotrou hag ar ré a zouj kémennou ann Aotrou hon Doué ; ha bézet gréat hervez al lézen.

4. Sâv ; d’id eo da c’hourc’hémenni ; ha nî a vézô gan-éz : en em gréva, ha grâ.

5. Esdras éta a zavaz, hag a lékéaz holl brin̄sed ar véleien hag al Lévited, hag holl boblou Israel, da doui d’ézhan̄ é rajen̄t diouc’h ar gér-zé. Hag hî a douaz.

6. Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib ; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour ; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.

7. Hag embannet é oé é Juda hag é Jéruzalem, ma en em stroljé é Jéruzalem holl vipien ann dizougadur :

8. Ha pénaoz piou-bennâg na vijé két deûet a-benn tri deiz, hervez kuzul ar brin̄sed hag ann hénaoured, a vijé tennet digan̄t-han̄ hé holl drâ, hag é vijé-hén̄ distolet eûz a strollad ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur.

9. Holl dud Juda ha Ben̄jamin en em strollaz éta é Jéruzalem a-benn tri deiz, enn naved mîz, enn ugen̄tved deiz eûz ar mîz ; hag ann holl bobl a azézaz war leûren tî Doué, hag hî ô kréna enn abek d’hô féc’hed, ha d’ar glaô a gouézé.