Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/579

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
545
levr ken̄ta.

9. Râg enn deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta é téraouas piña eûz a Vabilon, hag enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz é teûaz da Jéruzalem, ô véza ma oa dourn mâd hé Zoué war-n-ézhan̄.

10. Râg Esdras a aozaz hé galoun, évid en̄klaskout lézen ann Aotrou, hag évit sévéni ha deski enn Israel hé gélennou hag hé varnédigézou.

11. Hôgen chétu skouér al lizer a rôaz ar roué Artaksersez da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é geriou hag é kélennou ann Aotrou, hag enn hé lidou enn Israel.

12. Artaksersez, roué ar rouéed, da Esdras ar bélek, skrivañer desket-brâz é lézen Doué ann én̄v, salut.

13. Gourc’hémennet em eûz pénaoz piou-bénnâg en em gavô em rouan̄télez eûz a bobl Israel, eûz hé véleien hag eûz hé Lévited, hag a fell d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, r’az ai gan-éz.

14. Râk kaset oud gan̄d ar roué ha gan̄d hé zeiz kuzulier, évit bizita ar Judéa ha Jéruzalem hervez lézen da Zoué, a zô enn da zourn ;

15. Hag évit kâs ann arc’han̄t hag ann aour a gennig ar roué hag hé guzuḻerien a galoun vâd da Zoué Israel, péhini en deûz lékéat hé dabernakl é Jéruzalem.

16. Kémer hép nép rédi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour a gavi é holl brovin̄s Babilon, hag a fellô d’ar bobl da genniga, hag a gennigô ar véleien anézhô hô-unan, da dî hô Doué, a zô é Jéruzalem :

17. Ha prén gan̄t préder gan̄d ann arc’han̄t-ze leûéou, tourzed, ein, ha sakrifisou ha braoued kennig, ha kennig anézhô war aoter templ hô Toué, a zô é Jéruzalem.

18. Hôgen mar fell d’id ha d’as breûdeûr ôber eunn dra bennâg all gan̄d ann dilerc’h eûz ann arc’han̄t hag eûz ann aour, grîd hervez ioul hô Toué.

19. Kâs ivé da Jéruzalem, ha dirâg da Zoué, al listri a zô bét rôet d’id évit servich tî da Zoué.

20. Hôgen mar d-eo réd d’id ôber eunn dispiñ-bennâg all évit tî da Zoué, é vézô roet d’id eûz a den̄zor hag eûz a lévé ar roué,

21. Hâg eûz va espern va-unan. Mé, Artaksersez roué, a gémennann hag a c’hourc’hémennann da holl den̄zorierien arc’h ar rouan̄télez, péré a zô enn tû all d’ar ster, ma roin̄t hép dalé é-béd da Esdras, ar bélek, skrivañer lézen Doué ann én̄v, kémen̄d a c’houlenn̄ô digan-é-hoc’h ;

22. Bété kan̄t talan̄t arc’han̄t, ha bété kan̄t korus gwiniz, ha bété kan̄t bat gwîn, ha bété kan̄t bat éôl, ha c’hoalen diven̄t.

23. Ra vézô kaset buhan da dî Doué ann én̄v, kémen̄d ha ma vézô réd évit lîd Doué ann én̄v ; gan̄d aoun na zavché droug enn-han̄ out rouan̄télez ar roué hag hé vipien.

24. Rei a réomb ivé da anaout d’é-hoc’h pénaoz na hellot két sével gwiriou, na tellou, na danvez, war ar véleien, war al Lévited, war ar ganerien, war ar borsierien, war ann Natinéed, ha war zervicherien tî ann Doué-zé.

25. Ha té, Esdras, hervez furnez da Zoué a zô enn da zourn, laka barnerien ha rénerien, évit barna ann holl bobl a zô enn tû all d’ar ster, da lavaroud eo ar ré a anavez lézen da Zoué ; desk ivé héb hârz ar ré ziwiziek.

26. Ha piou-bennâg na zévénô két gan̄t préder lézen da Zoué ha lézen ar roué, a vézô barnet pé d’ar marô, pé d’ann harlu, pé da eur gwir war hé vadou, pé c’hoaz d’ar vâc’h.

27. Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem ;

28. Ha péhini en deûz va lékéat da gavout trugarez dirâg ar roué hag hé guzulierien, ha dirâg ar ré c’halloudusa eûz a brin̄sed ar roué ; ha mé, krévéet gan̄t dourn ann Aotrou va Doué a oa war-n-oun, em eûz strollet prin̄sed Israel, évid hô lakaad da biña gan-én̄.


————


VIII. PENNAD.


Nivérer ar ré a zistrôaz gan̄d Esdras eûz a Vabilon da Jéruzalem.


1. Chétu aman̄ hanvou prin̄sed ann