Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/578

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
544
esdras.

hag éd, ha c’hoalen, ha gwîn, hag éôl, hervez lidou ar véleien a zô é Jéruzalem, héb abek é-béd d’en em glemma :

10. Évit ma kennigin̄t sakrifisou da Zoué ann én̄v, ha ma pédin̄t évit buez ar roué hag hé vipien.

11. Râk-sé em eûz gourc’hémennet, pénaoz mar teû eur ré da derri ar c’hémenn-zé, bézet tennet eunn tamm koat eûz hé dî, bézet lékéat enn hé zâ, ha bézet-hen̄ krouget out-han̄, ha bézet kroget enn hé dî.

12. Ann Doué péhini en deûz lékéat hé hanô da choum aman̄, dispennet ann holl rouan̄télésiou, hag ar bobl a astennô he zourn évid enébi out-han̄, ha kas-da-gét ann tî Doué-zé a zô é Jéruzalem. Me Darius em eûz gréat ar gourc’hémenn-zé, hag é fell d’in é vé sévénet gan̄t préder.

13. Tatanai éta dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien, a zévenaz gan̄t preder kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué Darius.

14. Hôgen hénaoured ar Iuzevien a zavé ann tî, ha pép trâ a zeûe da vâd d’ézhô, hervez diougan Aggeus, ar profed, ha Zac’harias, mâb Addo ; hag hî a labouré da zével ann tî, hervez gourc’hémenn Doué Israel, ha gourc’hémenn Sirus, ha Darius, hag Artaksersez, rouéed ar Bersied.

15. Hag hî a beûr-zavaz tî Doué ann trédé deiz eûz a viz Adar a zô ar c’houec’hved bloaz eûz a rén ar roué Darius.

16. Neûzé bugale Israel, ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all eûz ar bobl péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz sakrérez tî Doué gan̄t lévenez.

17. Hag hî a gennigaz évit sakrérez tî Doue, kan̄t leûe, daou c’han̄t tourz, pévar c’han̄t oan, daouzék menn gavr évit péc’hed Israel holl, hervez ann niver eûz a vreûriézou Israel.

18. Hag ar véleien a oé lékéat enn hô reisiou, hag al Lévited enn hô zrôiou war zervich Doué é Jéruzalem, ével ma eo skrivet é levr Moizez.

19. Bugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz ar Pask er pévarzekved deiz eûz ar miz ken̄ta.

20. Râg ar véleien hag al Lévited a oa bét glanet ével eunn dén hep-kén : hag hi glân holl a lazaz ar pask évid holl vipien ann dizougadur, evit hô breûdeûr ar véleien, hag évit-hô hô-unan.

21. Ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, hag ar ré holl péré a oa en em rannet eûz a zaotr poblou ar vrô évit trei gan̄t-hô, hag évit klaskout ann Aotrou, Doué Israel, a zebraz ar Pask.

22. Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel.


————


VII. PENNAD.


Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.


1. Hôgen goudé kémen̄t-sé, é rén Artaksersez, roué ar Bersied, Esdras, mâb Saraias, mâb Azarias, mâb Helsias,

2. Mâb Sellom, mâb Sadok, mâb Ac’hitob,

3. Mâb Amarias, mâb Azarias, mâb Maraiot,

4. Mâb Zarac’hias, mâb Ozi, mâb Bokki,

5. Mâb Abisué, mâb Finées, mâb Éléazar, mâb Aaron, bélek adaleg ar penn ken̄ta,

6. Esdras éta a biñaz da Vabilon : skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel ; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.

7. Ha kalz eûz a vugalé Israel, hag eûz a vipien ar véleien, hag eûz a vipien al Lévited, hag eûz ar ganerien, hag eûz ar borsierien, hag eûz ann Natinéed, a biñaz da Jéruzalem, er seizved bloaz eûz ar roué Artaksersez.

8. Hag hî a zeûaz da Jéruzalem er pempved mîz, péhini a oa er seizved bloaz eûz ar roué.