Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/576

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
542
esdras.

zévien, péré éc’h eûz kaset enn hon touez, a zo deûet da Jéruzalem kéar dispac’huz ha drouk, hag é savon̄t anézhi a-nevez, hag éc’h aozon̄t hé muriou hag hé ziez.

13. Ra wézô éta bréma ar roué, pénaoz mar béz sévet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet hé muriou, na rôin̄t mui nag ar gwiriou, nag ann tellou, nag al lévéou bloasiek, ha kémen̄t-sé a rai gaou oud ar rouéed hô-unan.

14. Hôgen nî, ô véza ma hon eûz koun eûz ar boed hon eûz debret é tî ar roué, ha na fell két d’é-omp é ve gréat gaou é-béd out-han̄, hon eûz kaset évit rei da anaout kémen̄t-sé dézhan̄.

15. Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer : ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.

16. Kémen̄t-man̄ a rôomp da anaout d’id, ô roue : râk mar béz savet a-névez ar géar-zé, ha mar béz aozet he muriou, n’az pézô mui glâd é-bed enn tû all d’ar ster.

17. Ar roué a skrivaz ivé da Réum Béeltéem, ha da Zamsai ar skrivañer, ha d’ar re all eûz a Zamari a oa eûz hô c’huzul, ha d’ar re all enn tû all d’ar ster, oc’h héta d’ezhô ar iéc’hed hag ar péoc’h.

18. Al lizer a damall hoc’h eûz kaset d’in, a zô bét lennet d’in gan̄t préder,

19. Ha mé em eûz gourc’hémennet : hag eo bét en̄klasket ha kavet pénaoz ar géar-zé a bell amzer a zô en em zispac’het oud ar rouéed, ha pénaoz eo bét savet enn-hi kéfluskou hag emgannou.

20. Râg é Jéruzalem ez eûz bét rouéed, péré hô deûz astennet hô béli war ann holl vrô a zô enn tû all d’ar ster : hag hî a zavé énô gwiriou, ha tellou, ha léveou.

21. Bréma éta sélaouit va barn : Mirid oud ann dûd-zé na zavin̄t ar géar-zé, kén na rôinn eur gourc’hémenn névez d’ézhô.

22. Likid évez na réac’h kémen̄t-sé dibréder, ha na greskfé ann droug a-éneb ar rouéed.

23. Ar skouér eûz a lizer ar roué Artakzersez a oé lennet dirâk Réum Béelteem, ha Samsai ar skrivañer, hag hô c’huzulierien ; hag ar ré-man̄ a ieaz buhan da Jéruzalem da gavout ar Iuzevien, hag a viraz out-hô na labourchen̄t.

24. Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied.


————


V. PENNAD.


Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.


1. Neûze Aggeus, ar profed ha Zac’harias, mâb Addo, a ziougané d’ar Iuzevien a oa é Juda hag é Jéruzalem ; hag hî a ziougané é hanô Doué Israel.

2. Neûze Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédez, a zavaz hag a zéraouaz da zével templ Doué é Jéruzalem, ha proféded Doue a oa gan̄t-hô hag hô c’hen-nerzé.

3. Hôgen enn amzer-zé Tatanai pehini a oa dug enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien a zeûaz étrézég enn-hô, hag a gomzaz out-hô ével-henn : Piou en deûz rôet ann ali d’é-hoc’h da zével ann tî-ze, ha da aoza hé vuriou ?

4. Ha nî a lavaraz d’ézhô hanvou ar ré hô dôa aliet ac’hanomp d’hé zével.

5. Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.

6. Chétu ar skouér eûz al lizer a gasaz Tatanai, dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien ann Arfarsac’heied, a oa enn tû all d’ar ster, d’ar roue Darius.

7. Al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄ a oa skrivet ével-henn : Holl béoc’h d’ar roué Darius.