Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
ar c’hanédigez.

31. Râk-sé eo é oé galvet al léac’h-zé Bersabé : ô véza m’hô dôa touet énô hô-daou.

32. Hag hi a réaz kévrédigez é-tâl pun̄s al lé.

33. Hôgen Abimélek ha Fikol a ioa é penn hé armé, a zavaz hag é tistrôjon̄t da zouar ar Filistined. Abraham a blan̄taz eur c’hoat é Bersabé, hag a veûlaz énô hanô ann Aotrou Doué a zô a viskoaz hag a vézô da viken. (T).

34. Hag hén̄ a choumaz pell-amzer é douar ar Filistined.


————


XXII. PENNAD.


Feiz ha sen̄tidigez Abraham.


1. Goudé kémen̄t-sé, Doué a arnodaz Abraham, hag a lavaraz d’ézhan : Abraham, Abraham. Abraham a lavaraz : Chétu mé ama.

2. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : kémer Izaak, da vâb penn-her, péhini a garez, ha kéa d’ann douar a wélédigez : hag énô é kennigi anézhan̄ d’in é sakrifiz-losk war unan eûz ar ménésiou a ziskouézinn d’id.

3. Abraham éta ô veza savet abarz ann deiz, a zibraz hé azen, hag a géméraz gan̄t-han̄ daou zén-iaouan̄k, hag Izaak hé vâb ; ha goudé m’en dôé trouc’het koat évid ar sakrifiz-losk, éz éaz étrézég al léac’h en dôa Doue gourc’hémennet d’ézhan̄ mon̄t.

4. Ann trédé deiz, ô véza savet hé zaou-lagad, é wélaz al léac’h a bell ;

5. Hag é lavaraz d’hé baotred : Gortozid aman̄ gan̄d ann azen : mé ha va mâb a iélô mibin, ha goudé ma hor bézô azeûlet, é tistrôimp d’hô kavout.

6. Kéméroud a réaz ar c’heûneûd évid ar sakrifiz-losk, hag hel lékéaz war Izaak hé vâb : hôgen hén̄ a zougé enn hé zaouarn ann tân hag ar goun̄tel. Ha pa gerzen̄t hô daou kévret,

7. Izaak a lavaraz d’hé dâd : Va zâd. Hag Abraham a lavaraz : Pétrâ a fell d’id, va mâb ? Chétu, émé-z-han̄, tân ha keûneûd : péléac’h éma viktim ar sakrifiz-losk ?

8. Hag Abraham a lavaraz : va mâb, Doué hé-unan a gasô ar viktim eûs ar sakrifiz-losk. Kerzoud a réan̄t éta hô daou ;

9. Hag é teûjon̄d el léac’h m’en dôa diskouézet Doué d’ézhan̄ ; hag énô é savaz Abraham eunn aoter, hag é lékéaz ar c’heûneûd war-n-ézhan̄ : ha goudé m’en dôé éréet Izaak hé vâb, hel lékéaz war ar bern keûneûd a ioa war ann aoter.

10. Hag Abraham a astennaz hé zourn, hag a géméraz ar goun̄tel évit laza hé vâb.

11. Ha chétu éal ann Aotrou a c’harmaz eûz ann én̄v, ô lavarout : Abraham, Abraham. Hag hén̄ a lavaraz : chétu mé ama.

12. Hag ann éal a lavaras d’ézhan̄ : Na astenn két da zourn war ar bugel, ha na réz nétrâ d’ézhan̄. Anaoud a rann a-vréma pénaoz é toujez Doué, pa n’éc’h eûz két espernet da vâp penn-her enn abek d’in.

13. Abrabam a zavaz hé zaou-lagad, hag a wélaz adrén̄ hé gein eur maout-tourc’h hag a oa dalc’het dré hé gerniel é-touez ann drein ; hag ô véza hé géméret, her c’hennigaz é sakrifiz-losk é-léac’h hé vâb.

14. Hag Abraham a c’halvaz al léac’h-zé ann Aotrou a wél. Ac’hanô eo é levéreur c’hoaz hiriô : Ann Aotrou a wélo war ar ménez.

15. Hôgen éal ann Aotrou a c’halvas Abraham eûz ann én̄v évid ann eil gwéac’h, ô lavarout :

16. Touet em eûz dré-z-oun va-unan, émé ann Aotrou, pénaoz pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ha n’éc’h eûz két espernet da vâp penn-her enn abek d’in,

17. É venniginn ac’hanod hag é kreskinn da wenn ével stéred ann én̄v, hag ével ann tréaz a zô war aod ar môr ; ha da wenn a biaouô persier hé énébourien.

18. Hag ann holl vrôadou tûd eûz ann douar a vézo Benniget enn da wenn, ô véza ma éc’h eûz sen̄tet out va mouéz.

19. Hag Abrabam a zistrôaz étrézég hé baotred, hag éz éjon̄t kévret da Versabé, hag hen̄ a choumaz énô.