Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/567

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
533
eil levr.

hé dadou, hag a oé bésiet enn hé dî hé-unan ; hag Amon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

21. Daou vloaz war-n-ugen̄t en dôa Amon pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz daou vloaz é Jéruzalem.

22. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gréat Manasez hé dâd ; sakrifisou a réaz d’ann holl idolou a oa bét great gan̄t Manasez, hag é servichaz anézhô.

23. Ha na zoujaz két ann Aotrou, ével m’en dôa doujet Manasez, hé dâd ; ha torféjou kalz brasoc’h a réaz.

24. Hé zervicherien a zavaz enn hé énep hag a lazaz anézhan̄ enn tî ma choumé enn-han̄ ébars. (T).

25. Hôgen ar ré all eûz ar bobl, goudé béza lazet ar ré hô dôa dispac’het oud Amon, a lékéaz Josias da roué enn hé léac’h.


————


XXXIV. PENNAD.


Névézi a ra Josias kêvridigez ar bobl gan̄d ann Aotrou.


1. Eiz vloaz en dôa Josias pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz eur bloaz ha trégon̄t é Jéruzalem.

2. Ober a réaz ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou, hag é kerzaz é hen̄chou David hé dâd ; ha na zistroaz nag a zéou nag a gleiz.

3. Enn eizved bloaz eûz hé rén, pa n’édô c’hoaz néméd eur bugel, é téraouaz klaskout Doué David, hé dâd ; hag enn daouzékved bloaz goudé ma oa deûet da réni, é c’hlanaz Juda ha Jéruzalem eûz al lec’hiou-uc’hel hag eûz ar c’hoajou-sakr, hag eûz ann idolou, hag eûz ar skeûdennou kizellet.

4. Diskaret é oé dira-z-han̄ aoteriou Baalim, hag ann idolou a oa bét lékéat war-n-ezhô a oé torret ivé ; ar c’hoajou-sakr a oé taolet d’ann douar, ha brévet ar skeûdennou ; hag ann tammou anézhô a oé taolet war vésiou ar ré péré a oa boazet da ôber sakrifisou d’ézhô.

5. Ouc’h-penn é tévaz eskern ar véléien war aoteriou ann idolou, hag é c’hlanaz Juda ha Jéruzalem.

6. Hô diskara a réaz holl é keriou Manasez, hag Éfraim, ha Simeon, bété Néftali.

7. Ha goudé m’en dôé diskaret ann aoteriou hag ar c’hoajou-sakr, ha brevet ann idolou, ha dispennet ann holl demplou é holl vrô Israel, é tistrôaz da Jéruzalem.

8. Enn triouec’hved bloaz eûz hé rén, goudé m’en dôé glanet ar vrô ha templ ann Aotrou, é kasaz Safan, mâb Ésélia, ha Maasias, prin̄s kéar, ha Joba, mâb Joac’haz, hé skrivañer, évit reiza tî ann Aotrou, hé Zoué.

9. Ar re-man̄ a iéaz da gavout Helsias, ar Bélek-braz : hag hi a géméraz digan̄t-han̄ ann arc’han̄t a oa bét digaset da dî ann Aotrou, hag hô dôa dastumet al Lévited hag ar borsierien, digan̄t Manasez hag Éfraim, hag ar ré a choumé eûz a douez bugalé Israel, ha digan̄d holl Juda ha Ben̄jamin, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.

10. Hag hî hé lékéaz étré daouarn ar ré a oa é penn al labourerien tî ann Aotrou, évit ma aozchen̄t ha ma reizchen̄t ann templ.

11. Hag ar re-man̄ hé rôaz d’al labourerien, ha d’ar vénerien vein, évit prena mein eûz ar men̄gleûsiou ha koat évit framm ann tî, hag évit sôliéra ann tiez a oa bet freûzet gan̄t rouéed Juda.

12. Hag ann dûd-man̄ a réa pép-trâ gan̄t fealded. Hôgen ar ré a oa é penn al labourerien, hag a hasté al labour, é oa Jabat hag Abdias eûz a vipien Mérari, Zac’harias ha Mosollam eûz a vipien Kaat : ha Lévited é oan̄t holl hag a wie kana.

13. Hôgen ar ré a zougé bec’hiou hô dôa da benn skribed, ha barnerien, ha porsierien eûz a douez al Lévited.

14. Ha pa denned er-méaz ann arc’hant a oa bét digaset da dî ann Aotrou, Helsias, ar bélek-brâz, a gavaz eul levr eûz a lézen ann Aotrou rôet gan̄d dourn Moizez.

15. Hag Helsias a lavaraz da Zafan, ar skrivañer : kavet em eûz levr al