Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/566

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
532
ar paralipoménon.


XXXIII. PENNAD.


Sklavérez ha pinijen Manasez.


1. Daouzék vloaz en dôa Manasez pa zeûaz da réni, ha pemp ploaz hag han̄ter-kan̄t é rénaz é Jéruzalem.

2. Hôgen hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hervez fallagriézou ar brôadou en dôa dispennet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

3. Râg hen̄ a zavaz adarré al lec’hiou-uc’hel a oa bet diskaret gan̄d hé dâd Ézéc’hias. Sével a réaz aoteriou da Vaalim, ôber a réaz koajou-sakr, hag éc’h azeûlaz holl armé ann én̄vou, oc’h hé c’hééla.

4. Sével a réaz ivé aoteriou é tî ann Aotrou, eûz a béhini en dôa lavaret ann Aotrou : E Jéruzalem é vézô va hanô da-vikenn.

5. Hôgen hô zével a réaz da holl armé ann én̄vou, enn daou borched eûz a dî ann Aotrou.

6. Lakaad a réaz ivé hé vipien da dreûzi ann tân é traon̄ien Bénennom ; ann huvréou a arvesté, ann arouésiou a heûlié, d’ar strôbinel en em rôé ; hag hén̄ en dôa gan̄t-han̄ strôbinellerien ha kelc’hierien : hag hén̄ a réaz kalz a zrouk dirâg ann Aotrou, a lékéaz anézhan̄ da von̄t drouk enn-han̄.

7. Lakaad a réaz ivé eur skeûden kizellet ha teûzet é tî Doué, diwar-benn péhini en dôa Doué komzet oud David hag out Salomon hé vâb, ô lavarout : Enn tî-man̄ hag é Jéruzalem, em eûz dilennet é-touez holl vreûriézou Israel, é likiinn va hanô da-vikenn.

8. Ha na likiinn mui trôad Israel da von̄d er-méaz eûz ann douar em eûz rôet d’hô zadou ; gan̄t ma virin̄t hép-kên ar péz em eûz gourc’hémennet d’ézhô, ann holl lézen, al lidou hag ar c’hélennou em eûz rôet d’ézhô dre c’hénou Moizez.

9. Ével-sé Manasez a douellaz Juda hag ann dûd a choumé é Jéruzalem, hag hô lékéaz da ôber drouk gwasoc’h eged ann holl vrôadou en dôa dispennet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

10. Hag ann Aotrou a gomzaz out-han̄ hag oud hé bobl ; ha na fellaz két d’ézhô hé zélaoui.

11. Râk-sé Doué a zigasaz war-n-ézhô prin̄sed armé roué ann Assiried ; hag hî a géméraz Manasez ; hag ô véza lékéat eur chaden war hé zaouarn ha var hé dreid, é kaschon̄t anézhan̄ da Vabilon.

12. Hôgen Manasez enn hé an̄ken a bédaz ann Aotrou, hé Zoué, hag a réaz eur binijen vrâz dirâg ann Aotrou, hé Zoué.

13. Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou hag her pédaz stard ; hag ann Aotrou a glevaz oud he béden, hag a zigasaz anézhan̄ da Jéruzalem enn hé rouan̄télez : ha Manasez a anavézaz pénaoz ann Aotrou a ioa ar gwir Doué.

14. Goudé-zé é savaz ar vûr a zô enn diavéaz eûz a géar David, war zû ar c’hûs-héol eûz a C’hibon, enn draon̄ien, adalek porz ar pésked bétég Ofel, oc’h ôber ann drô ; hag hén̄ hé zavaz uc’hel-brâz : lakaad a réaz ivé prin̄sed ann armé enn holl geriou kré eûz a Juda.

15. Hag hén̄ a lékéaz er-méaz eûz a dî ann Aotrou ann douéed a-ziavéaz hag ar skeûden, hag ivé ann aoteriou en dôa savet é ménez tî ann Aotrou hag é Jéruzalem, hag hô zaolaz holl er méaz eûz a géar.

16. Sével a réaz a-névez aoter ann Aotrou, hag é lazaz war-n-ézhi viktimou, hag hostivou a béoc’h hag a veûleûdi. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Juda servicha ann Aotrou, Doué Israel.

17. Hôgen ar bobl a réa c’hoaz sakrifisou war al lec’hiou-uc’hel d’ann Aotrou, hé Zoué.

18. Oberiou all Manasez, hag hé béden d’hé Zoué, hag ivé geriou ar wélerien, péré a gomzé out-han̄ é hanô ann Aotrou, Doué Israel, en em gav é-touez lavariou rouéed Israel.

19. Hé béden ivé ha sélaouidigez Doué, hag hé holl béc’héjou hag hé zispriz, hag al lec’hiou é pére é savaz lec’hiou-uc’hel hag é plan̄taz koajou-sakr, hag é réaz skeûdennou, abarz ma réaz pinijen, a zô skrivet é lavariou Hozaï.

20. Hôgen Manasez a gouskaz gan̄d