Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/565

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
531
eil levr.

14. Péhini eûz a holl zouéed ar brôadou, péré a zô bét gwastet gan̄t va zadou, en deûs-hén̄ gellet tenna hé bobl eûz va daouarn, évit ma helfé ivé hô Toué hô tenna eûz va daouarn ?

15. Na douellet két éta Ézec’hias ac’hanoc’h, ha na reat két goab ac’hanoc’h, ha na grédit ket d’ezhan̄. Râk ma na en deûz gellet hini eûz a zouéed ar brôadou hag ar rouan̄télésiou tenna hé bobl eûz va daouarn, hag eûz a zaouarn va zadou, dré zé na hellô két hô Toué hô tenna eûz va daouarn.

16. Servicherien Sennachérib a lavaraz c’hoaz kalz traou a-énéb ann Aotrou Doué, hag a-éneb Ézéc’hias hé zervicher.

17. Skriva a réaz ivé lizéri leûn a zrouk-prézégou a-éneb ann Aotrou, Doué Israel, hag hen̄ a gomzaz enn hé énep : Ével n’hô deûz két gellet douéed ar brôadou all tenna hô fobl eûz va dourn, ével-sé Doué Ézéc’hias na hellô két tenna hé bobl euz va dourn.

18. Ouc’h-penn, ô sével kalz hé vouez, é komzaz é iéz ar Juzevien oud ar bobl a oa war vuriou Jéruzalem, évid hô spoun̄ta ha kémérout kéar.

19. Hag hén̄ a gomzaz a-énep Doue Jéruzalem, ével m’en dôa gréat a-énep douéed poblou ann douar, labour daouarn ann dûd.

20. Hôgen ar roué Ézechias, hag ar profed Isaias, mâb Amos, a bédaz a-énep ar gwall-brézegou-zé, hag a c’harmaz béteg ann én̄v.

21. Hag ann Aotrou a gasaz eunn éal, péhini a lazaz kémen̄t dén kré ha kalonnek a oa e arme roué ann Assiried, hag ivé ar prin̄s anézhô ; hag hén̄ a zistrôaz d’hé vrô leûn a véz. Ha pa oé éat ébarz tî hé Zoué, ar vipien a oa deûet er-méaz eûz hé zargreiz, a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hléze.

22. Ével-sé ann Aotrou a dennaz Ézéc’hias hag ar ré a choumé é Jéruzalem eûz a zaouarn Sennachérib, roué ann Assiried, hag eûz a zaouarn ar ré all holl, hag é rôaz ar péoc’h d’ézhô trô-war-drô.

23. Kalz zô-ken a zigasé hostivou da Jéruzalem évid ôber sakrifisou d’ann Aôtrou, ha rôou da Ézéc’hias, roué Juda, péhini a oé meûlet-brâz goudé-zé é-touez ann holl vrôadou.

24. Enn deisiou-zé é klan̄vaz Ézéc’hias bétég ar marô ; hag hén̄ a bédaz ann Aotrou, péhini a glevaz anézhan̄, hag a rôaz eunn arouez d’ézhan̄.

25. Hôgen na zistolaz két da Zoué ar madou en dôa bét digan̄t-han̄, râg he galoun a stambouc’haz ; ha buanegez ann Aotrou a zavaz enn hé énep, hag out Juda ha Jéruzalem.

26. Hôgen goudé-zé en em izéléaz, hén̄ hag holl dûd Jéruzalem, ô véza ma oa bet stambouc’het hé galoun ; ha râk-sé na zeûaz két war-n-ézhô buanegez ann Aotrou é deisiou Ézéc’hias.

27. Hôgen Ézéc’hias a oé pinvidik ha brudet-brâz : dastumi a réaz kalz ten̄zoriou arc’han̄t, hag aour, ha mein talvouduz, ha louzou-c’houés-vâd, hag armou a bep doaré, ha listri kaer-meûrbed.

28. Béz’ en dôa ivê sôliérou éd, ha gwîn, hag eôl, ha marchosiou évid ar c’hezek, ha kréier évid ar zaout.

29. Hag hen̄ a zavaz keriou evit-han̄ ; râk dén̄ved ha saout en dôa enn eunn niver brâz-meûrbed, ô véza m’en dôa ann Aotrou rôet kalz a vadou d’ezhan̄.

30. Ann Ézéchias-zé eo a stan̄kaz ar feun̄teun uc’hel eûz a zouréier Gihon, hag a lékéaz anézhô da rédek dindan ann douar étrézég ar c’hûs-héol eûz a géar David ; don̄d a réaz a-benn eûz a gémen̄t a fellaz d’ezhan̄ da ôber.

31. Koulskoude enn amzer ma oe kaset prin̄sed Babilon da gannaded (T) étrézég enn-han̄, évit ôber goulennou digan̄t-han̄ diwar-benn ar burzud a oa bét c’hoarvézet er vrô, Doué hen dilezaz évid hé arnodi, ha rei da anaout kémen̄d a ioa enn hé galoun.

32. Oberiou all Ézéc’hias, hag he vad-obériou a zô skrivet é gwélédigez Isaias profed, mâb Amos, hag é levr rouéed Juda hag Israel.

33. Hag Ézéc’hias a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag é oé bésiet enn uc’héla eûz a vésiou mipien David. Ha Juda holl, hag holl dûd Jérusalem a réaz kan̄v d’ézhan̄ ; ha Manasez, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————