Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/559

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
525
eil levr.

d’ann Aotrou, hanvet Oded, péhini, ô véza éat é diarbenn ann arme a zeûé da Zamari, a lavaraz d’ézhô : Chétu ann Aotrou, Doué hô tadou, ô véza savet droug enn-han̄ out Juda, en deûz hô lékéat étré hô taouarn ; ha c’houi hoc’h eûz hô lazet gant krisder, enn hévélep doaré ma eo piñet hô trougiez bétég ann én̄v.

10. Ouc’h-penn é fell d’é-hoc’h lakaad da sklaved ha da sklavézed d’é-hoc’h mipien Juda ha Jéruzalem ; ar péz ha na dleit két da ôber, râg é kémen̄t-sé hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, hô Toué.

11. Hôgen sélaouit va ali, ha kasit-kuît ar ré eûz hô preûdeûr hoc’h eûz digaset da sklaved ; râk daré eo frouden ann Aotrou da gouéza war-n-hoc’h.

12. Ével-sé lôd eûz a brin̄sed mipien Éfraim, Azarias, mâb Johanan, Barac’hias, mâb Mosollamot, Ezéc’hias, mâb Sellum, hag Amasa, mâb Adali, en em lekéaz é raog ar ré a zeûé eûz ann emgann.

13. Hag a lavaraz d’ézho : Na zigasit két ar sklaved-zé aman̄, gan̄d aoun na béc’hchemp a-éneb ann Aotrou. Pérâg é fell d’é-hoc’h lakaat péc’héjou all war ar ré hon eûz gréat, ha leûnia hor gwallou kôz ? Râk brâz eo hor péc’hed, ha buanégez ann Aotrou a zô daré da gouéza war Israel.

14. Hag ar vrézélidi a gasaz-kuît ar preiz, ha kémen̄d hô dôa kéméret, dirâg ar brin̄sed hag ann holl dûd.

15. Hag ann dûd a béré hon eûz komzet ken̄t, a choumaz enn hô zâ ; hag hî a géméraz ar sklaved, hag ar ré holl a oa enn-noaz, hag hô gwiskaz gan̄d ann diwisk : ha goudé m’hô dôa hô gwisket, hag hô arc’hennet, ha rôet da zibri ha da éva d’ézhô, hag hô éôliet évid hô diskuiza, ha rôet pép préder d’ézhô, é lékéjon̄t war gézek kémen̄d hini ha na hellé két kerzout, hag a oa dinerz hé gorf ; hag é kaschon̄t anézhô da Jeriko, kéar ar palmézed, étrézég hô breûdeûr ; hag hi a zistrôaz da Zamari.

16. Enn amzer-zé ar roué Ac’haz a gasaz tûd étrézé roué ann Assiried, vit goulenn ken-nerz.

17. Ann Iduméed a zeûaz hag a lazaz kalz a dûd eûz a Juda, hag a gasaz gan̄t-hô eur preiz brâz.

18. Ar Filistined en em skiñaz ivé dré geriou ar gompézen, ha diouc’h ar c’hrésteiz eûz a Juda ; hag hî a géméraz Betsamez, hag Aialon, ha Gadérot, ha Soc’ho, ha Tamnan, ha Gamzo, gan̄d hô bourc’hiou, hag é choumchon̄t enn-hô.

19. Râg ann Aotrou en dôa izeléet Juda, enn abek da Ac’har, roué Juda, ô véza m’en dôa hé lézet noaz ha digennerz, ha m’en dôa disprizet ann Aotrou.

20. Digas a réaz ivé out-han̄ Telgat-Falnasar, roue ann Assiried, péhini a c’hloazaz anézhan̄, hag a wastaz ar vrô héb harz é-béd.

21. Ac’haz éta a géméraz kémen̄d a ioa é tî ann Aotrou, hag é tî ar roué, hag é tî ar brin̄sed, hag a réaz rôou da roué ann Assiried ; ha koulskoudé na réaz két hé c’hounid gan̄t kémen̄t-sé.

22. Hôgen ouc’h-penn ar roué Ac’haz, é amzer hé an̄ken, a greskaz c’hoaz hé zispriz oud ann Aotrou :

23. Râg anézhan̄ hé-unan é lazaz viktimou da zouéed Damas, a heskiné anézhan̄ war hé vénô, hag é lavaraz : Douéed roueed Siria eo a gen-nerz anézhô ; mé a habaskai anézhô gan̄t va hostivou, hag hî en em lakai a-unan gan-én̄ ; hag hî enn-énep a oé da abek d’hé goll, ha da hini Israel holl.

24. Ac’haz éta ô véza kéméret holl listri tî Doué, hag ô véza hô zorret, a zerraz dôriou templ Doué, hag a zavaz aoteriou évit-han̄ é holl gorniou Jéruzalem.

25. É holl geriou Juda é savaz ivé aoteriou évid devi ézan̄s : hag ével-sé é tennaz war-n-ézhan̄ buanégez ann Aotrou, Doué hô zadou.

26. Hé ôberiou all, hag hé holl hen̄chou, kenn ar re gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr rouéed Juda, hag Israel.

27. Hag Ac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar Jéruzalem ; hôgen na oé két lékéat é bésiou rouéed Israel. Hag Ézéc’hias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’ h.


————