Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/555

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
521
eil levr.

ar rouéed, ô véza m’en dôa gréat vâd da Israel ha d’hé dî.

17. Hôgen goudé ma oé maro Joiada, prin̄sed Juda a zeûaz hag a stouaz dirâg ar roué ; hag hén̄ likaouet gan̄d hô doujan̄s, a zélaouaz hô goulennou.

18. Hag hî a zilézaz templ ann Aotrou, Doué hô zadou, hag a zervichaz ar c’hoajou-sakr hag ar skeûdennou ; hag ar vuanégez a gouézaz war Juda ha war Jéruzalem enn abek d’ar péc’hed-zé.

19. Ha Doué a gasaz proféded d’ézhô évit ma tistrôjen̄t oud ann Aotrou ; ha pétrâ-bennâg ma testénien̄t, na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.

20. Spéred Doué a zeûaz éta é Zac’harias, mâb Joiada, ar bélek, hag hén̄ a zavaz dirâg ar bobl, hag a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Pérâg hoc’h eûs-hu torret gourc’hémennou ann Aotrou ? Na dalvézô két kémen̄t-sé d’é-hoc’h ; ha pérâg hoc’h eûs-hu dilézet ann Aotrou, évit m’hô tilézô ?

21. Ar ré man̄ en em zastumaz out-han̄, hag a labézaz anézhan̄ gan̄t mein é leûr tî ann Aotrou, hervez gourc’hémenn ar roué.

22. Hag ar roué Joas n’en dôé két a goun eûz ann drugarez en dôa bét Joiada, tâd Zac’harias, enn hé gén̄ver-hén̄ ; hôgen hén̄ a lazaz hé vâb-hén̄ ; hag hé-man̄ pa oé daré da vervel, a lavaraz : Ra wélô ann Aotrou, ha ra en̄klaskô.

23. Hag a benn eur bloaz, armé ar Siried a biñaz enn hé énep ; don̄d a réaz é Juda hag é Jéruzalem, hag é lazaz holl brin̄sed ar bobl ; hag hî a gasaz ann holl breiz da roué Damas.

24. Hag évit gwîr pétrâ-bennâg ma oa bihan ann niver eûz ar Siried a oa deûet, ann Aotrou a lékéaz étré hô daouarn eul lôd brâz a dûd, ô véza m’hô dôa ar ré-man̄ dilézet ann Aotrou. Doué hô zadou ; dismégan̄s a réjon̄d ivé é-kén̄ver Joas.

25. Hag hî a iéaz-kult, hag a lézaz anézhan̄ é doaniou brâz, hé zervicherien hô-unan a zavaz enn hé énep, évit ven̄ji goad mâb Joiada, ar bélek-brâz ; hag hî a skoaz gan̄t-han̄ war hé wéle, ken na oe marô. Bésiet é oe é kéar David, hôgen na oé két lékéat é béz ar rouéed.

26. Hôgen ar ré a zavaz enn hé énep eo Zabad, mâb Semmaat, ann Ammonitez, ha Jozabad, mâb Sémarit, ar Voabitez.

27. Hôgen é-kén̄ver hé vipien, hag al lôd-brâz a arc’han̄t a oa bét dastumet dindân-han̄, hag ann aoz eûz a dî Doué, a zô skrivet gan̄t aket é levr ar rouéed. Hag Amasias a rénaz enn hé léac’h.


————


XXV. PENNAD.


Amasias a zô lazet gan̄d hé dûd hé-unan.


1. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa Amasias pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Joadan, eûz a Jéruzalem.

2. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou ; hôgen n’her gréaz két a galoun glôk.

3. Ha pa wélaz hé rouan̄télez startéet, é tagaz ar zervicherien hô dôa lazet ar roué hé dâd.

4. Hôgen na lazaz két hô mipien, ével ma eo skrivet é levr lézen Moizez, é péhini é c’hourc’hémenn ann Aotrou, ô lavarout : Na vézô két lazet ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou ; hôgen pép-hini a varvô évid hé béc’héd hé-unan.

5. Amasias a strollaz éta Juda, hag a rannaz anézhô dré diadou, dre villenerien ha dré gan̄ténerien, é holl Juda ha Ben̄jamin ; hag hén̄ hô nivéraz adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, hag a gavaz tri c’han̄t mil dén-iaouan̄k daré d’ar brézel, hag a zouge ar gwâf hag ar c’hlézé.

6. Kâs a réaz ivé gan̄t-han̄ eût a Israel kan̄t mil den kalounek-brâz, évit kan̄t talan̄t arc’han̄t.

7. Hôgen eunn dén Doué a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : O roué, n’az aet két gan-éz armé Israel, râk n’éma két ann Aotrou gan̄d Israel, na gan̄t mipien Éfraim ken-nébeût.