Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/553

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
519
eil levr.


XXIII. PENNAD.


Joas d’ann oad a zeiz vloaz a zô lékéat da roué war Juda.


1. Hôgen er seizved bloaz, Joiada oc’h en em galounékaat, a géméraz ar gan̄ténerien, hag Azarias, mâb Jéroham, hag Ismahel, mâb Johanan, hag Azarias, mâb Abed, ha Maasias, mâb Adaias, hag Élisafat, mâb Zéc’hri ; hag hén̄ a réaz kévrédigez gan̄t-hô.

2. Hag hî a iéaz war-drô da Juda, hag a strollaz al Lévited eûz a holl geriou Juda, ha prin̄sed tiadou Israel, péré a zeûaz da Jéruzalem.

3. Ann holl dûd-zé a réaz éta kévrédigez gan̄d ar roué ; ha Joiada a lavaraz d’ezhô : Chétu mâb ar roue a dlé réni, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn mipien David.

4. Hôgen chétu pétrâ a dléit da ôber :

5. Ann drédé lôden ac’hanoc’h, péré a zeû, dré bép sabbat, béleien ha Lévited, ha porsierien, a vézô dirâk ann ôriou ; hag eunn drédé lôden dirâk tî ar roué ; hag ann drédé lôden dirak ann ôr a c’halveur dôr ann Diazez ; ar ré all eûz ar bobl a vézô é leûr tî ann Aotrou.

6. Dén é-béd n’az ai ébarz tî ann Aotrou néméd ar véleien hag al Lévited a zô é karg ; ar ré-zé hép-kén a iélô ébarz, ô véza ma in̄t san̄télet ; ar ré all eûz ar bobl a ziwallô tî ann Aotrou.

7. Al Lévited a vézô war-drô d’ar roué, ha pép hini hé armou gan̄t-han̄ ; ha mar teû eur ré-bennâg all ébarz ann templ, ra vézô lazet ; bézen̄t bépréd gan̄d ar roué, ha pa’z ai ébarz, ha pa’z ai er-méaz.

8. Al Lévited ha Juda holl a réaz éta kémen̄d en dôa gourc’hémennet Joiada, ar bélek-brâz ; hag holl é kémerchon̄t ann dûd a oa dindân-hô, kenn ar ré a zeûé hervez reiz hô sabbat, kenn ar ré hô doa gréat hô sabbat, hag a dlié mon̄t-kuît ; râk Joiada, ar bélek-brâz, n’en dôa két lézet da von̄t-kuît ar ban̄dennou a dlié mon̄t pép sizun ann eil goudé ébén.

9. Ha Joiada, ar bélek-brâz, a rôaz d’ar gan̄ténerien ar gwafiou, ann tirennou hag ar skoéjou a oa bét rôet ha gwéstlet gan̄d David é tî ann Aotrou.

10. Hag hén̄ a lékéaz ar ré holl eûz ar bobl péré hô dôa gour-glézéier dirâg ann aoter, adaleg ann tû déou, bétég ann tû kleiz eûz ann templ, war-drô d’ar roué.

11. Hag hî a zigasaz mâb ar roué, hag a lékéaz ar gurunen war hé benn, hag ann desténi ; hi a lékéaz ivé levr al lézen enn hé zourn, hag hen diskleriaz roué. Joiada, ar bélek-brâz, hag hé vipien a éôliaz anézhan̄ ; hag hî ô véza pédet évit-han̄, a lavaraz : Ra vévô ar Roué !

12. Pa glevaz Atalia mouéz ar bobl péhini a redé hag a veûlé ar roué, éz eaz da gavoud ar bobl é templ ann Aotrou.

13. Pa wélaz-hî, ô von̄d ébarz, ar roué azézet war eunn trôn, ha prin̄sed ha soudarded war hé drô, hag holl dûd ar vrô oc’h en em laouénaat, ô kana, ô korna, ô c’hoari gan̄t kalz binviou, é rogaz hé diḻad, hag é lavaraz : Trubardérez, trubardérez.

14. Hôgen Joiada, ar bélek-brâz, a zeûaz er-méaz, a iéaz étrézég ar gan̄ténerien ha prin̄sed ann armé, hag a lavaraz d’ézhô : Tennit-hi eûz a greiz ann templ, ha lazit-hi er-méaz gan̄d ar c’hlézé. Hag ar bélek a c’hourc’hémennaz na vijé két lazet é tî ann Aotrou.

15. Hag hî a lékéaz hô daouarn war hé gouzoug, hag ô véza hé c’haset é-tâl dôr kézek tî ar roué, é lazchon̄t anézhi énô.

16. Hôgen Joiada a réaz kévrédigez étré hén̄ hag ann holl bobl, hag ar roué, évit ma vijé pobl ann Aotrou.

17. Râk-sé ann holl bobl a iéaz é tî Baal, hag hé ziskaraz ; hag hî a freûzaz hé aoteriou, hag hé skeûdennou ; laza a réjon̄t ivé Matan, bélek Baal, dirâg ann aoter.

18. Joiada a lékéaz ivé oviserien é tî ann Aotrou dindân dourn ar véleien hag al Lévited, ével m’en dôa hô rannet David é tî ann Aotrou, évit ma vijé kenniget sakrifisou-losk d’ann Aotrou, ével ma eo skrivet é lézen