Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/547

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
513
eil levr.

19. Ar ré-man̄ holl a oa dindân dourn ar roué, hép nivéri ar ré all en dôa lékéat er c’heriou muriet, dré Juda holl.


————


XVIII. PENNAD.


Kévrédigez Josafat gan̄d Ac’hab, roué Israel.


1. Josafat a oé éta pinvidik ha brudet-brâz ; hag hén̄ en em unanaz gan̄d Ac’hab dré nésan̄ded.

2. A-benn eur bloavez-bennâg é tiskennaz étrézég enn-han̄ é Samari ; ha pa zeûaz, Ac’hab a lazaz dén̄ved hag éjenned eunn niver brâz, enn abek d’ézhan̄ ha d’ann dûd a oa deûet gan̄t-han̄ ; hag hén̄ a aliaz Josafat da biña gan̄t-han̄ da Ramot-Galaad.

3. Hag Ac’hab, roué Israel, a lavaraz da Josafat, roué Juda : Deûz gan-én̄ da Ramot-Galaad. Ha Josafat a lavaraz d’ézhan̄ : A-unan ounn gan-éz : ével da bobl eo va fobl : gan-éz éz aimp d’ar brézel.

4. Ha Josafat a lavaraz ivé da roué Israel : Goulenn kuzul hiriô, mé az péd, digan̄t gér ann Aotrou.

5. Roué Israel a strollaz éta pévar c’han̄t profed, hag a lavaraz d’ezhô : Ha ni a dlé mon̄t da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé na dléomp-ni két ? Hag hî a lavaraz : Piñ, ha Doué hé lakai étré daouarn ar roué.

6. Ha Josafat a lavaraz : Ha n’eûz két aman̄ ivé eur profed d’ann Aotrou, évit ma c’houlennimp kuzul digan̄t-han̄?

7. Ha roué Israel a lavaraz da Josafat : Eunn dén a zô digan̄t péhini é hellomp goulenni ioul ann Aotrou ; hôgen kâs em eûz out-han̄, ô véza na ziougan mâd é-béd d’in, hôgen drouk bépréd : Mic’héas eo, mâb Jemla. Ha Josafat a lavaraz : O roué, na gomz két ével-sé.

8. Ha roué Israel a c’halvaz unan eûz hé spazéien, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Galv râk-tâl Mic’héas, mâb Jemla.

9. Hôgen roué Israel, ha Josafat, roué Juda, a oa azézet pép-hini war hé drôn, ha gwisket enn hô diḻad roué ; azezet é oan̄t el leûr a zô war-harz porz Samari ; hag ar broféded holl a ziougané dira-z-hô.

10. Neûzé Sédésias, mâb Kanaana, a réaz évit-han̄ kerniel houarn, hag a lavaraz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Gan̄d ar ré-man̄ é skôi war ar Siria, kén n’az pézô hé brévet.

11. Hag ann holl broféded a ziougané, ô lavarout : Piñ da Ramot-Galaad, hag é vézi tréac’h, hag ann Aotrou hé lakai étré daouarn ar roué.

12. Hôgen ar c’hannad a oa éat da c’hervel Mic’héas, a lavaraz d ézhan̄ : Chétu geriou ann holl broféded a ziougan traou mâd d’ar roué ; mé az péd éta na vézô két dishén̄vel da lavar dioud hô hini, ha ma tiougani traou mâd.

13. Ha Mic’héas a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, é livirinn kémen̄d a lavarô va Doué d’in.

14. Don̄d a réaz éta da gavout ar roué ; hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Mic’héas, ha nî a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé na dléomp két ? Hag hén̄ a lavaraz d’ar roué : Piñit ; don̄d a réot a-benn eûz a bép-trâ, hag ann énébourien a vézô lékéat étré hô taouarn.

15. Hag ar roué a lavaraz : c’hoaz ha c’hoaz ez pédann, na liviri d’in néméd ar péz a zô gwir, é hanô ann Aotrou.

16. Ha Mic’héas a lavaraz : Gwélet em eûz Israel holl skiñet dré ar ménésiou, ével dén̄ved hép méser ; hag ann Aotrou en deûz lavaret : Ar ré-zé n’hô deûz két a vestr ; distrôet pép-hini é péoc’h d’hé di.

17. Ha roué Israel a lavaraz da Josafat : Ha n’em eûz-mé két lavaret d’id pénaoz ann dén-zé na ziougan morsé nétrâ a vâd d’in, hôgen pép droug ?

18. Ha Mic’héas a lavaraz c’hoaz : Sélaouid éta gér ann Aotrou : Gwélet em eûz ann Aotrou azézet war hé drôn, hag holl armé ann én̄v enn hé zâ war hé drô a zéou hag a gleiz.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz : Piou a douellô Ac’hab, roué Israel, évit ma piñô da Ramot-Galaad, ha ma kouézô