Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/535

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
501
eil levr.

7. Ha pa fellaz da Zavid, va zâd, sével eunn tî enn hanô ann Aotrou, Doué Israel,

8. Ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Pa éc’h eûz bét ann ioul da zével eunn tî em hanô, éc’h eûz gréat mâd kaout ann ioul-zé :

9. Koulskoudé né két té a zavô eunn tî d’in, hôgen da vâb, péhini a zeûi er-méaz eûz da zigroazel ; hen-nez eo a zavô eunn tî d’am hanô.

10. Gréat eo éta gan̄d ann Aotrou ar péz en dôa lavaret ; saved ounn é léac’h David, va zâd, hag ounn azézet war drôn Israel, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou ; hag em eûz saved eunn tî enn hanô ann Aotrou, Doué Israel :

11. Hag em eûz lékéat enn-han̄ ann arc’h, é péhini éma ar gévrédigez en deûz gréat ann Aotrou gan̄t bugalé Israel.

12. Salomon éta en em lékéaz enn hé zâ dirâg aoter ann Aotrou dirak holl strollad Israel, hag a astennaz hé zaouarn.

13. Râk Salomon en dôa gréat eunn diazez arem, péhini en dôa pemb ilinad a héd, ha pemb ilinad a léd, ha tri ilinad a uc’helded ; hag hén̄ a zavaz war-n-ézhan̄, ha goudé-zé ô pléga hé zaoulin dirâg holl strollad Israel, hag ô sével hé zaouarn étrézég ann én̄v,

14. É lavaraz : Aotrou, Doué Israel, n’eûz két a Zoué hén̄vel ouz-id nag enn én̄v, na war ann douar ; té péhini a vîr ar gévrédigez hag ann drugarez éch eûz gréat d’as servicherien, péré a gerz dira-z-oud a greiz hô c’haloun :

15. Té péhini éc’h eûz gréat é-ken̄ver David (T), va zâd da zervicher, ar péz ez pôa lavaret d’ézhan̄ ; gan̄d da c’hénou éc’h eûz komzet, ha gan̄d da zaouarn éc’h eûz peûr-c’hréat, ével ma rô da wîr ann deiz-man̄.

16. Bréma éta, Aotrou, Doué Israel, gra é-kén̄ver David (T), va zâd da zervicher, kémen̄d ha ma éc’h eûz lavaret d’ézhan̄ ével-henn : Na vézô két tennet diouz-id ann hini a dlé azéza dira-z-oun war drôn Israel ; gan̄t ma virô koulskoudé da vugalé hô hen̄chou, ha ma kerzin̄t em lézen, ével ma éc’h eûz kerzet té dira z-oun.

17. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, gra ar péz éc’h eûz lavaret da Zavid, da zervicher.

18. Piou a hellfé krédi (T) é choumfé Doué gan̄d ann dûd war ann douar ? Ma na hell ann en̄v nag ann én̄vou da zerc’hel, gan̄t pégen nébeût a wîr her graé ann tî-man̄ em eûz savet ?

19. Hôgen dré gémen̄t-man̄ eo bét gréat hép-kén, évit ma selli out péden da zervicher, hag oud hé wéstlou, Aotrou, va Doué ; ha ma sélaoui oud ar pédennou a rai da zervicher dira-z-oud :

20. Évit ma tigori da zaoulagad nôz-deiz war ann tî-man̄, war al léac’h é péhini ez pôa lavaret é vijé galvet da hanô,

21. E sélaoufez oud ar béden a ra da zervicher enn-han̄ ; hag é klevchez out pédennou da zervicher ha da bobl Israel. Piou-bennâg a bédô el léac’h-man̄, sélaou anézhan̄ eûz al léac’h é péhini é choumez, da lavaroud eo, eûz ann én̄vou, ha grâ trugarez enn hé gén̄ver.

22. Ma en deûz péc’het eunn dén a-éneb hé nésa, ha mar teû da doui enn hé énep, ha d’en em wéstla d’ar valloz dirâk da aoter enn tî-man̄ ;

23. Té a zélaouô eûz ann én̄v, hag a varnô da zervicherien ; disteûrel a rî hé fallagriez war ann hini fallagr, hag é tidamalli ann hini reiz, ô rei d’ézhan̄ hervez hé reizded.

24. Mar d-eo tréc’het da bobl Israel gan̄d hé énébourien, (râg hî a béc’ho enn da énep), hag ô tistrei mar gréon̄t pinijen, mar meûlon̄t da hanô, ha mar pédon̄t el léac’h-man̄,

25. Té a zélaouô out-hô eûz ann én̄v, hag a zistôlô hé béc’hed d’ar pobl Israel, hag a zigasô anézhô d’ann douar éc’h eûz rôet d’ézhô ha d’hô zadou.

26. Mar béz serret ann én̄v, ha ma na gouéz kéd a c’hlaô enn abek da béc’hejou da bobl ; ha mar pédon̄t ac’hanod, ha mar meûlon̄t da hanô, ha mar tistrôon̄t diouc’h hô féc’héjou, p’az pézô hô glac’haret ;

27. Sélaou out-hô eûz ann én̄v, Ao-