Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/531

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
497
ar paralipoménon. eil levr.

14. Hag hén̄ a zastumaz kirri ha marc’héien, hag hén̄ en dôé mil pévar c’han̄t karr, ha daouzék mil marc’hek ; hag hén̄ hô lékéaz é keriou ar c’hirri, ha gan̄d ar roué é Jéruzalem.

15. Hag ar roué a lékéaz ann arc’han̄t hag ann aour da véza ker stan̄k hag ar vein ; hag ar gwéz-sedr ker stan̄k hag ar skaô-grâc’h a zâv dré-holl er gompézennou.

16. Marc’hadourien ar roué a zigasé d’ézhan̄ kézek eûz ann Éjipt, eûz a Goa, é péléac’h éz éan̄t évid hô fréna.

17. Eunn denn a bévar marc’h a gousté c’houec’h kan̄t péz arc’han̄t, hag eur marc’h kan̄t hag han̄ter-kan̄t ; hag ével-sé hô frénen̄t digan̄t holl rouéed ann Hétéed ha rouéed ar Siria.


————


II. PENNAD.


Roué Tir a gâs michérourien da Zalomon évit sével ann templ.


1. Salomon éta a géméraz ann dézô da zével eunn tî é hanô ann Aotrou, hag eur palez évit-han̄ hé unan.

2. Hag hén̄ a nivéraz dék mil dén ha tri-ugen̄t-mil évid dougen war hô diskoaz, ha pevar-ugen̄t mil évit béna ar vein war ar ménésiou, ha tri mil c’houec’h kan̄t da évésaat war-n-ézhô.

3. Kâs a réaz ivé étrézég Hiram, roué Tir, ô lavarout : Ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver David va zâd, ô kâs d’ézhan̄ koat sedr évit sével eunn tî d’ézhan̄, é péhini eo bét choumet ;

4. Grâ ével-sé em c’hén̄ver, évit ma savinn eunn tî é hanô ann Aotrou, va Doué, ma wéstlinn anézhan̄ évit dévi ézan̄s dira-z-han̄, évit lakaad da vôgédi louzou-c’houés-vâd, évit lakaat bépréd bara-kennig, hag évit kenniga sakrifisou-losk diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, ha d’ann deisiou sabbat, ha d’al loariou névez, hag é goéliou all ann Aotrou, hon Doué da-vikenn, é-c’hîz ma eo bét gourc’hémennet da Israel.

5. Râg ann tî a fell d’in da zével a vézô brâz, ô véza ma eo brâz hon Doué dreist ann holl Zouéed.

6. Piou éta a vézô galloudek a walc’h évit sével eunn tî kaer a-walc’h évit-han̄ ? Ma na hell ann én̄v, hag én̄vou ann én̄vou hé zerc’hel, piou ounn-mé, évit ma helfenn sével eunn tî d’ézhan̄ ? Hôgen n’eo néméd évid dévi ézan̄s dira-z-han̄.

7. Digas éta d’in eunn dén desket, péhini a wézô laboura enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem, hag enn houarn, hag é limestra, hag é tané, hag é glâz ; hag a wézô ôber kizelladuriou ével ma ra ar vichérourien em eûz é Juda hag é Jéruzalem, hag a zô bét dilennet gan̄d David, va zâd.

8. Digas ivé d’in koat sedr, ha koat sapr, ha koat pîn eûl al Liban : râk me a oar pénaoz da dûd a drouc’h er-vâd koajou al Liban, ha va zervicherien a vézô gan̄d da ré ;

9. Évit ma vézô aozet d’in kalz a goat ; râg ann tî a fell d’in da zével a vézô brâz ha kaer.

10. D’ar ré eûz da zervicherien péré a drouc’hô hag a labourô ar c’hoat-zé, é rôinn évid en em voéta ugen̄t mil korus gwiniz, ha kémen̄d all a heiz, hag ugen̄t mil métret gwîn, hag ugen̄t mil sat éôl.

11. Hag Hiram, roué Tir, a lavaraz da Zalomon dré eul lizer a gasaz d’ézhan̄ : O véza ma en deûz ann Aotrou karet hé bobl, dré-zé en deûz da lékéat da roué war-n-ézhan̄.

12. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar, péhini en deûz rôet d’ar roué David eur mâb fûr, ha gwiziek, ha skian̄tek, ha poellek, évit sével eunn tî d’ann Aotrou, hag eur palez évit-han̄.

13. Kâs a rann éta d’id eunn dén poellek ha desket-brâe, Hiram va zâd,

14. Péhini a zô mâb da eur c’hrég eûz a verc’hed Dan, ha da eunn tâd a zô eûz a Dir, péhini a oar laboura enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem, hag enn houarn, hag er marpr, hag er c’hoat, hag é limestra, hag é mézer glâz, hag é lin moan, hag é tané ; péhini a oar ivé ôber kizelladuriou a bép doaré, ha kavout enn hé benn kémen̄t a zô réd évid hé labour,