Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/526

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
492
ar paralipoménon.

Jémini ; ha pévar mil dén war-n-ugent enn hé van̄den.

13. Ann dékved enn dékved mîz, é oa Marai, ann Nétofatit, eûz a wenn Zarai ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

14. Ann unnékved enn unnékved mîz, é oa Banaias, ar Faratonit, eûz a vipien Éfraim ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

15. Ann daouzékved enn daouzékved mîz, é oa Holdai, ann Nétofalit, eûz a wenn Gotoniel ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

16. Hôgen war vreûriézou Israel éz oa : war ar Rubénied, dûg Eliézer, mâb Zéc’hri ; war ar Siméonied, dûg Safatias, mâb Maac’ha.

17. War al Lévied, Hasabias, mâb Kamuel ; war ann Aaronied, Sadok :

18. War Juda, Éliu, breûr David ; war Isakar, Amri, mâb Mikael :

19. War Zabulon, Jesmaias, mâb Abdias ; war Neftali, Jérimot, mâb Ozriel :

20. War vipien Éfraim, Osée mâb Ozaziu ; war han̄ter-vreûriez Manasé, Joel, mâb Fadaia :

21. War han̄ter-vreûriez Manasé é Galaad, Jaddo, mâb Zac’harias ; war Ven̄jamin, Jasiel, mâb Abner.

22. War Zan, Ezrihel, mâb Jéroham. Ar ré-zé é oa ar brin̄sed eûz a vipien Israel.

23. Hôgen David na fellaz két d’ézhan̄ hô nivéri dindân ann oad a ugen̄t vloaz, ô véza m’en doa lavaret ann Aotrou pénaoz é paotché Israel ével stéred ann én̄v.

24. Joab, mâb Sarvia, en dôa déraouet ôber ann nivérérez ; hôgen n’her c’hasaz két da benn, râk kémen̄t-sé en dôa tennet buanégez Doué war Israel ; ha dré-zé eo né két bét skrivet ann niver eûz ar ré a oa bét nivéret, é levr ôberiou ar roué David.

25. War den̄zoriou ar roué é oa réner Azmot, mâb Adiel ; hôgen Jonatan, mâb Ozias, a oa da benn war ann ten̄zoriou a oa er c’heriou, hag er bourc’hiou, hag enn touriou.

26. Ezri, mâb Kélub, a oa da benn war ôberiou ar mesiou, ha war ar ré a labouré ann douar :

27. Séméias, ar Romatit, war ar winiennerien : Zabdias, ann Afonit, war ar c’haviou-gwîn :

28. Balanan, ar Gédérit, war ar gwéz olived ha war ar gwéz fiez a oa er mesiou ; ha Joas war ar soliérou éôl :

29. Sétrai, ar Saronit, a oa da benn war ar chatal a beûré war vénez Saron, ha Safat, mâb Adli, war ann éjenned a oa enn traon̄iennou :

30. Hag Ubil, ann Ismahélit, war ar gan̄valed, ha Jadias, ar Méronatit, war ann azénéd :

31. Ha Jaziz, ann Agaréad, war ann dén̄ved. Ar ré-zé holl a oa mérérien war vadou ar roué David.

32. Hôgen Jonatan, éon̄tr David, dén fûr ha gwiziek, a oa da guzulier d’ézhan̄ ; hé-man̄ ha Jahiel, mâb Hac’hamoni, a oa gan̄t mipien ar roué.

33. Ac’hitofel a oa ivé kuzulier d’ar roué, ha Kusai, ann Arac’hit, a oa miñoun ar roué.

34. Goudé Ac’hitofel é oé Joiada, mâb Banaias, hag Abiatar. Hôgen Joab a oa prin̄s war armé ar roué.


————


XXVIII. PENNAD.


Kélennou a rô David da Zalomon évit sével ann templ.


1. David éta a strollaz holl brin̄sed Israel, duged ar breûriézou, ha rénerien ar ban̄dennou, péré a oa é servich ar roué ; hag ivé ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag ar ré holl a véré madou ar roué, hag hé vipien, hag hé spazéien, hag ar ré c’halloudéka hag ar ré galounéka eûz ann armé, é Jéruzalem.

2. Hag ar roué ô choum enn hé zâ, a lavaraz d’ézhô : Sélaouit ac’hanoun, va breûdeûr, ha va fobl : ann dézô em bôa bét da zével eunn tî évit lakaad enn-han̄ arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha skabel treid hon Doué ; hag aozet eo bét gan-én̄ kémen̄d a zô réd évid hé zével :

3. Hôgen Doué en deûz lavaret d’in :