Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/524

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
490
ar paralipoménon.

19. Ann daouzékved da Hasabias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

20. Ann trizékved da Zubael, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

21. Ar pévarzékved da Vatatias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr : daouzék.

22. Ar pemzékved da Jérimot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

23. Ar c’houezékved da Hananias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

24. Ar seitékved da Jesbakasa, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzek.

25. Ann triouec’hved da Hanani, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

26. Ann naon̄tékved da Velloti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

27. Ann ugen̄tved da Éliata, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

28. Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Otir, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

29. Ann eil war-n-ugen̄t da C’heddelti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr : daouzék.

30. Ann trédé war-n-ugen̄t da Vahaziot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék,

31. Ar pévaré war-n-ugen̄t da Romemtiézer, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.


————


XXVI. PENNAD.


Kargou porsierien ann templ.


1. Ével-henn é oé lôdennet ar borsierien : eûz ar Goréed, Mésélémia, mâb Koré, eûz a vipien Asaf.

2. Mipien Mésélémia : Zac’harias ar c’hen̄ta-ganet, Jadihel ann eil, Zabadias ann trédé, Jatanael ar pévaré,

3. Élam ar pempved, Johanan ar c’houec’hved, Elioénai ar seizved.

4. Mipien Obédédom : Séméias ar c’hen̄ta-ganet, Jozabad ann eil, Joaba ann trédé, Sac’har ar pévaré, Natanael ar pempved,

5. Ammiel ar c’houec’hved, Issakar ar seizved, Follati ann eizved : râg ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.

6. Hôgen Séméi, hé vâb, en dôé kalz mipien, péré a oé da benn war hô ziadou : râg hî a oa tûd kré-meûrbéd.

7. Mipien éta Séméi : Otni, ha Rafael, hag Obed, Elzabad, hag hé vreûdeûr, tûd kré-meûrbéd ; hag ivé Éliu, ha Samac’hias.

8. Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Obédédom : hî, hô mipien hag hô breûdeûr a oa tud kré-meûrbéd évid hô c’harg ; daou ha tri-ugen̄t eûz a Obédédom.

9. Mipien Mésélémia hag hô breûdeûr, tûd kré-meûrbéd, hag hî triouec’h.

10. Hôgen eûz a Hosa, da lavaroud eo, eûz a vipien Mérari : Semri ar prin̄s (râk né oa két ar c’hen̄ta-ganet, hôgen hé dâd en dôa hé lékéat da benn),

11. Helsias ann eil, Tabélias ann trédé, Zac’harias ar pévaré ; ar ré-zé holl mipien pé breûdeûr da Hesa ; trizék.

12. Ével-sé é oa lôdennet ar borsierien, enn hévélep doaré ma zerviché bépréd prin̄sed ar gwardou, ével hô breûdeûr, é tî ann Aotrou.

13. Taolet é oé éta d’ar sort, hép nép kemm, é-touez ar ré vihan, hag é-touez ar ré vrâz enn holl ziadou, évit pép pors.

14. Sort pors ar sâv-héol a gouézaz éta da Zélémia ; hag hini ann han̄ter-nôz a gouézaz da Zac’harias, hé vâb, dén fûr-brâz ha desket-mâd.

15. Da Obédédom ha d’hé vipien, hini ar c’hrésteiz é péléac’h édô kuzul ann hénaoured.

16. Da Zéfim ha da Hosa, hini ar c’hûs-héol, war-zû ar pors a gâs d’ann hen̄t a bîñ ; gward ouc’h gward.

17. War-zù ar sâv-héol éz oa c’houéac’h Lévit : hag oud ann han̄ter-nôz, pévar a-héd ann deiz ; hag oud ar c’hrésteiz, pévar ivé a-héd ann deiz ; hag el léac’h ma édô ar c’huzul, daou ha daou.

18. Hag é lôjou ar borsierien war-zû ar c’hûs-héol, pévar war ann hen̄t, ha daou dré bép lôj.

19. Chétu lôdennou ar borsierien, eûz a vipien Koré ha Mérari.

20. Hôgen Ac’hias a oa da vérer war den̄zoriou tî Doué ha war al listri sakr.

21. Mipien Lédan, mipien Ger-