Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/523

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
489
levr ken̄ta.

19. Chétu hô rann hervez hô c’hargou, pa’z éan̄t é tî ann Aotrou, hag hervez hô lîd dindân dourn Aaron, hô zâd, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou, Doué Israel.

20. Hôgen ar ré all eûz a vipien Lévi a oé, eûz a vipien Amram, Subael, eûz a vipien Subael, Jéhédéia.

21. Eûz a vipien Rohobia, Jésias ar prin̄s.

22. Mâb Isaar, Salémot, ha mâb Salémot, Jahat.

23. Hé vâb ken̄ta Jériau, ann eil Amarias, ann trédé Jahaziel, ar pévaré Jekmaam.

24. Mâb Oziel, Mic’ha ; mâb Mic’ha, Samir.

25. Breûr Mic’ha, Jésia : mâb Jésia, Zac’harias.

26. Mipien Mérari, Moholi ha Musi. Mâb Oziau, Benno.

27. Mipien Mérari c’hoaz, goudé Oziau, Soam, ha Zac’hur, hag Hébri.

28. Mâb Moholi, Éléazar, péhini n’en dôé két a vugalé.

29. Mâb Kis, Jéraméel.

30. Mipien Musi, Moholi, Éder, ha Jérimot. Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez tiez hô zadou.

31. Hag ar ré-man̄ a daolaz ivé d’ar sort gan̄d hô breûdeûr, mipien Aaron, dirâk David ar roué, ha Sadok, hag Ahimélec’h, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited, kenn ar ré vrasa, kenn ar ré zistéra : holl a oé rannet étré-z-hô kémen̄d ha kémen̄d.


————


XXV. PENNAD.


Kanerien ha barzed.


1. David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.

2. Eûz a vipien Asaf : Zac’hur, ha Josef, ha Natania, hag Asaréla, mipien Asaf, péhini hô lékéa da gana hervez gourc’hémenn ar roué.

3. É-kén̄ver Iditun : mipien Iditun, Godolias, Sori, Jéséias, hag Hasabias, ha Matatias, c’houéac’h, dindân dourn Iditun, hô zâd, péhini a c’hoarié war ann délen oc’h an̄savout hag ô veûli ann Aotrou.

4. Hag Héman ivé : mipien Héman, Bokkiau, Mataniau, Oziel, Subuel, ha Jérimot, Hananias, Hanani, Éliata, Geddelti ; ha Romemtiézer, ha Jesbakassa, Melloti, Otir, Mahaziot.

5. Ar ré-zé holl a oa mipien da Héman, Gwéler ar roué, péhini a veûlé galloud Doué enn hé ganaouennou ; ha Doué a rôaz da Héman pévarzék mâb ha teir merc’h.

6. Holl é oan̄t dindân dourn hô zâd évit kana é templ ann Aotrou, hag évit c’hoari gan̄t simbalou, ha saltérionou, ha télennou, da zervich tî ann Aotrou hervez gourc’hemenn ar roué, da lavaroud eo, Asaf, hag Iditun, hag Héman.

7. Hôgen ann niver eûz ar ré-man̄ gan̄d hô breûdeûr, péré a oa tûd zesket évit kana ha lakaad da gana meûleûdi ann Aotrou, a oa eûz a zaou chan̄t eiz ha pévar-ugen̄t.

8. Hag hî a daolaz d’ar sort é pép reiz, hép nép kemm, daoust pé brâz, pé bihan, daoust pé desket, pé dizesket.

9. Hag ar c’hen̄ta sort a gouézaz da Jozef, pehini a oa eûz a Asaf : ann eil da C’hodolias, d’ézhan̄ ha d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

10. Ann trédé da Zakkur, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

11. Ar pévaré da Isari, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

12. Ar pempved da Natanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

13. Ar c’houec’hved da Vokkiau, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

14. Ar seizved da Isrééla, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

15. Ann eizved da Jésaia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

16. Ann naved da Vatanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

17. Ann dékved da Zéméia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.

18. Ann unnékved da Azaréel, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.