Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/521

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
487
levr ken̄ta.

hag ar barnédigézou en deûz ann Aotrou kémennet da Voizez da zeski da Israel. En em gréva ha béz kalounek ; n’az péz két a aoun nag a zaouzan.

14. Chétu mé em paouren̄tez em eûz aozet ar péz a zô réd évit tî ann Aotrou ; kan̄t mil talan̄t aour, ha mil war vil talan̄t arc’han̄t ; hag eul lod arem hag houarn diboéz ha diniver ; koat ha mein em eûz aozet évit kémen̄d a zô réd.

15. Béz’ éc’h eûz ivé kalz ôbérourien, men̄gleûzierien, ha masounerien, ha kilvizien, hag a béb ôbérour mâd,

16. Enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem hag enn houarn, hép ma helleur hô nivéri. Saô éta, ha labour, hag ann Aotrou a vézô gan-éz.

17. David a c’hourc’hémennaz ivé da holl brin̄sed Israel skoazella Salomon, hé vâb.

18. Gwéloud a rîd, émé-z-han̄, pénaoz éma ann Aotrou hô Toué gan-é-hoc’h, pénaoz en deûz rôet ar péoc’h d’é-hoc’h war hô trô ; pénaoz en deûz lékéat hoc’h énébourien étré hô taouarn ; ha pénaoz eo lékéat ann douar dindân galloud ann Aotrou, ha dindân galloud hé bobl.

19. Aozid éta hô kalounou hag hoc’h énéou évit klask ann Aotrou, hô Toué. Savit holl, ha grîd eur san̄tuar d’ann Aotrou Doué, evit ma vézô kaset arc’h kévrédigez ann Aotrou, hag al listri gwéstlet d’ézhan̄, enn tî a dléeur da zével é hanô ann Aotrou.


————


XXIII. PENNAD.


David a reiz kargou al Lévited.


1. Pa oé deûet David da véza kôz ha leûn a zeisiou, é lékéaz Salomon, hé vâb, da roué war Israel.

2. Hag hén̄ a strollaz holl brin̄sed Israel, hag ar véleien hag al Lévited.

3. Hag al Lévited a oé nivéret adalek trégon̄t vloaz hag ouch-penn ; hag é oé kavet eiz mil den ha trégon̄t mil.

4. Eûz ar ré-zé é oé dilennet pévar mil war-n-ugen̄t étré péré é oé rannet kargou tî ann Aotrou ; hag eûz ar vérerien hag eûz ar varnerien c’houec’h mil.

5. Ha pévar mil porsier, ha kémen̄d all a ganerien péré a veûlé ann Aotrou war ar binviou en dôa gréat David évid hé veûli.

6. Ha David hô rannaz holl é-touez bugalé Lévi, da lavaroud eo Gerson, ha Kaat, ha Mérari.

7. Mipien Gerson : Léédan, ha Séméi.

8. Mipien Léédan : Jahiel ar c’hen̄ta, ha Zétan, ha Joel, trî.

9. Mipien Séméi : Salomit, hag Hosiel, hag Aran, trî ; ar ré-man̄ eo ar pennou eûz a diadou Léédan.

ld. Hôgen mipien Séméi : Léhet, ha Ziza, ha Jaus, ha Baria ; ar ré-zé eo pévar mâb Séméi.

11. Hôgen Léhet a oa ar c’hen̄ta, ha Ziza ann eil : Jaus ha Baria n’hô dôé két némeûr a vugalé ; ha dré-zé é oen̄t nivéret enn eunn tiad hag enn eunn tî hép-kén.

12. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel ; pévar.

13. Mipien Amram : Aaron ha Moizez ; hôgen Aaron a oé rannet, hén̄ hag hé vipien, évit servicha é san̄t ar zen̄t da-vikenn, évit kenniga ann ézan̄s d’ann Aotrou hervez hé lîd, hag évit binnisien hé hanô da-vikenn.

14. Mipien Moizez, ann dén Doué, a oé ivé nivéret é breûriez Lévi.

15. Mipien Moizez : Gersom hag Éliézer.

16. Mipien Gersom : Subuel ar c’hen̄ta.

17. Mipien Éliézer : Rohobia ar c’hen̄ta ; hag Éliézer n’en dôé mâb all é-béd : hôgen Rohobia en dôé kalz a vipien.

18. Mipien Isaar : Salomit ar chen̄ta.

19. Mipien Hébron : Jériau ar chen̄ta, Amarias ann eil, Jahaziel ann trédé, Jekmaam ar pevaré.

20. Mipien Oziel : Mic’ha ar c’hen̄ta, Jésia ann eil.

21. Mipien Mérari : Moholi, ha Musi. Mipien Moholi : Éléazar ha Kis.

22. Hôgen Éléazar a varvaz, ha n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed hép-