Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/519

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
485
levr ken̄ta.

rael, hag hén̄ a zougaz David da nivéri Israel.

2. Ha David a lavaraz da Joab ha da brin̄sed ar bobl : It, ha nivérit Israel adalek Bersabé bété Dan ; ha digasit d’in ann niver anézhan̄, évit ma hé anavézinn.

3. Ha Joab a lavaraz : Ra greskô ann Aotrou hé bobl kan̄t gwéach kémen̄t ha ma’z eo ; ha n’in̄t két holl da zervicherien, ô aotrou va roué ? Pérâg é klask va aotrou kémen̄t-sé, hag a vézô tamallet da béc’hed da Israel ?

4. Hôgen lavar ar roué a oé tréac’h ; ha Joab a iéaz-kuît, hag a réaz ann drô eûz a Israel ; hag a zistrôaz da Jéruzalem.

5. Hag hén̄ a rôaz da Zavid ann niver eûz ar ré en dôa gwélet enn hé drô ; hag é oé kavet é holl Israel unnék kan̄t mil dén hag a zougé klézé ; hag é Juda pévar c’han̄t mil dék mil ha tri-ugen̄t dén-a-vrézel.

6. Hôgen na nivéraz két Lévi ha Ben̄jamin ; râk Joab a réa gan̄d érez gourc’hémenn ar roué.

7. Ar gourc’hémenn-zé a zisplijaz da Zoué ; hag hén̄ a skôaz war Israel.

8. Ha David a lavaraz da Zoué : Gwall béc’het em eûz, oc’h ôber kémen̄t-sé. Distol, mé az péd, ar fallagriez-zé d’as servicher, ô véza ma em eûz hé gréat gan̄d diboell.

9. Hag ann Aotrou a gomzaz out Gad, gwéler David, ô lavarout :

10. Kéa, ha komz oud David, ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Tri zra a rôann d’id da zilenna ; dilenn ann hini a giri, ha mé hé rôi d’id.

11. Ha pa oé deûet Gad da gavoud David, é lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Dilenn ar péz a giri :

12. Pé tri bloaz naounégez ; pé tri miz ô tec’hout é-râok da énébourien, hép ma helli pellaad diouc’h hô c’hlézé ; pé tri dervez dindân klézé ann Aotrou, ha dindân ar vosen a gouézô war da vrô, dindân éal ann Aotrou péhini a gasô ar marô dré holl harzou Israel ; hôgen bréman̄ gwél pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini en deûz va digaset.

13. Ha David a lavaraz da C’had : A bép tû ounn gwasket gan̄d ann an̄ken ; hôgen gwell eo gan-en kouéza étré daouarn ann Aotrou, ô véza ma eo brâz hé vadélez, égét kouéza étré daouarn ann dûd.

14. Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen war Israel ; hag é varvaz eûz a Israel dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.

15. Kâs a réaz ivé eunn éal da Jéruzalem évid hé gwasta ; ha pa oé gwastet gan̄t-han̄, é sellaz ann Aotrou, hag en dôé truez oud eunn drouk ker brâz ; hag é lavaraz d’ann éal a wasté : A-walc’h eo, dalc’h da zourn. Hôgen éal ann Aotrou a oa deûet bété leûr Ornan ar Jébuséad.

16. Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.

17. Ha David a Iavaraz da Zoué : Ha né két mé eo em eûz lavaret nivéri ar bobl ? Mé eo em eûz péc’het ; mé eo em eûz gréat ann drouk ; hôgen ann dén̄ved-man̄, pétrâ hô deûz-hi dellézet ? Aotrou, va Doué, trô da zourn, mé az péd, war-n-oun ha war dî va zâd ; hôgen na skô két war da bobl.

18. Neûzé éal ann Aotrou a c’hourc’hémennaz da C’had ma lavarché da Zavid piña ha sével eunn aoter d’ann Aotrou Doué é leûr Ornan ar Jébuséad.

19. David éta a biñaz dî, hervez lavar Gad, péhini en dôa komzet out-han̄ é hanô ann Aotrou.

20. Hôgen Ornan, hag hé bévar mâb a oa gan̄t-han̄, ô véza savet hô daoulagad, hag ô véza gwélet ann éal gan̄t-hô, en em guzaz ; râg er préd-zé édon̄t ô tourna ar gwiniz.

21. P’az éa éta David étrézég Ornan, Ornan her gwélaz, hag ô véza éat er-méaz eûz hé leûr évid hé ziambrouga, en em daolaz d’ann douar war hé c’hénou dira-z-han̄.

22. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in léac’h da leûr, ma savinn