Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/518

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
484
ar paralipoménon.

11. Ar ré all eûz ar bobl a oé lékéat dindân galloud Abisai hé vreûr (T) ; hag hî a gerzaz a-énep mipien Ammon.

12. Hag hén̄ a lavaraz : Mar béz ar Siried tréac’h d’in, é ken-nerzi ac’hanoun ; hôgen mar béz tréac’h mipien Ammon d’id, mé a gen-nerzo ac’hanod.

13. Kalounéka, ha stourmomp stard évid hor bobl hag évit keriou hon Doué ; hag ann Aotrou a rai ar péz a zô mâd dira-z-han̄.

14. Joab éta, hag ar bobl a oa gan̄t-han̄, a stourmaz a-énep ar Siried, hag hô lékéaz da déc’hi.

15. Hôgen pa wélaz mipien Ammon pénaoz é oa téc’het ar Siried, é tec’hchon̄t ivé dirâg Abisai hé vreûr, hag éz éjon̄t ébarz ar géar ; ha Joab a zistrôaz ivé da Jéruzalem.

16. Pa wélaz ar Siried pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, é kaschon̄t kannaded évid digas ar Siried a oa enn tû all d’ar ster : Sofac’h, prin̄s armé Adarézer, a oa é penn d’ézhô.

17. Pa glévaz David kémen̄t-sé, é strollaz holl armé Israel, é treûzaz ar Jourdan, en em daolaz war-n-ézhô, hag é reizaz hé armé enn hô énep, é-pâd ma stourmen̄t kaer.

18. Hôgen ar Siried a déc’haz dirâg Israel ; ha David a dréc’haz seiz mil dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war droad, gan̄t Sofac’h, prin̄s ann armé.

19. Pa wélaz servicherien Adarézer pénaoz é oan̄t bét trec’het gan̄d Israel, en em lékéjon̄t a dû gan̄d David, hag é servichchon̄t anézhan̄ ; hag a neûzé ar Siried na rôaz mui a skoazel da vipien Ammon.


————


XX. PENNAD.


David a gastiz ann Ammonited, hag a drec’h ar Filistined.


1. Hôgen a-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed mon̄d d’ar brézel, Joab a strollaz eunn armé eûz ar ré galounéka eûz ar vrézélidi ; hag hén̄ a wastaz brô mipien Ammon : hén̄ a gerzaz hag a c’hrounnaz Rabba. Hôgen David a choumaz é Jéruzalem, é-pâd ma stourmé Joab out Rabba ; hag hén̄ a géméraz anézhi.

2. Neûzé David a géméraz kurunen Melc’hom diwar hé benn, hag é kavaz enn-hi ar poéz eûz a eunn talan̄t aour, ha mein talvouduz-brâz, hag é réaz gan̄t-hi eunn taled-roué évit-han̄ : kalz a breiz a géméraz c’hoaz er géar-zé.

3. Kâs a réaz er-méaz ann dûd a oa enn-hi ; hag é lékéaz da dréménout war-n-ézhô traénellou, ha kirri gan̄t bégou ha lavnennou houarn, évid hô dispenna hag hô frika : ével-sé é réaz David da holl geriou mipien Ammon ; hag é tistrôaz gan̄d ann holl bobl da Jéruzalem.

4. Goudé-zé é savaz brézel é Gazer a-éneb ar Fiiistined : énô eo é lazaz Soboc’hai ann Husatiad, Safai eûz a wenn al lan̄gouinéged, hag hén̄ a vézékaaz anézhô.

5. Eur brézel all a oé gréat a-éneb ar Filistined, é péhini Élébanan, mâb Jair eûz a Vétléhem, a lazaz eur breûr da C’haliat eûz a C’het, péhini en dôa eur fust-gwâf ével karvan ar wiaderien.

6. Eur brézel all a c’hoarvézaz é Get, é péhini en em gavaz eunn dén brâz direiz, péhini en doa c’houec’h biz, da lavaroud eo, pévar war-n-ugen̄t enn holl. Hé-man̄ a oa ivé ganet eûz a wenn al lan̄gouinéged.

7. Hé-man̄ a gunuc’hé Israel ; ha Jonatan, mâb Samaa, breûr David, a lazaz anézhan̄. Ar ré-zé eo mipien al lan̄gouinéged é Get, péré a gouézaz dindân dourn David, ha dindân dourn hé zervicherien.


————


XXI. PENNAD.


David a laka da nivéri ar bobl. Doué a gâs d’ézhan̄ ar vosen.


1. Hôgen Satan a zavaz a-éneb Is-