Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/516

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
ar paralipoménon.

12. Hén̄ eo a zavô eunn tî d’in ; ha mé a stardô hé drôn da vikenn.

13. Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in ; ha na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h ann hini a zô bét enn da raok.

14. Ha mé hel lakai em zî hag em rouan̄télez da vikenn ; hag hé drôn a vézô stard-brâz da vikenn.

15. Hervez ann holl c’heriou-zé, hag hervez ann holl wélédigez-zé, é komzaz Natan ouc’h David.

16. Ha pa oé deûet ar roué David, ha pa choumé enn hé za (T) dirâg ann Aotrou, é lavaraz : Piou ounn-mé, ô Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, ma rî kémen̄t-sé d’in ?

17. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût a drâ dirâk da zaoulagad ; râk-sé éc’h eûz komzet diwar-benn tî da zervicher bétég enn amzer da-zon̄t : hag éc’h eûz va lékéat da véza brudet-brâz dreist ann dûd all, Aotrou Doué.

18. Pétrâ a hell c’hoaz da lavarout David, pa éc’h eûz ével-sé énoret da zervicher, ha ma éc’h eûz hé anavézet ?

19. O Aotrou, enn abek d’as servicher, hag hervez da galoun éc’h eûz gréat ann holl draou vrâz-zé, hag eo bét fellet d’id é vé anat ann holl vurzudou.

20. O Aotrou, n’eûz hini all hén̄vel ouz-id : ha n’eûz Doué all néméd-oud, é-touez ar ré holl a béré hon eûz klevet hanô gan̄d hon diskouarn.

21. Ha béz’ éz eûz eunn all, hén̄vel oud da bobl Israel, pobl dispar war ann douar, étrézé péhini eo éat Doué évid hé dieûbi, hag hé lakaad da bobl d’ézhan̄, hag évit pellaad dré hé c’halloud ha dré ann heûz, ann holl vrôadou a zirâg ann hini en dôa tennet eûz ann Éjipt ?

22. Ha té éc’h eûz lékéat da bobl Israel da bobl d’id da vikenn ; ha té, Aotrou, a zô deûet da Zoué d’ézhô.

23. Bréma éta, ô Aotrou, ra vézô startéet da vikenn ar gér éc’h eûz lararet diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî ; grâ ével ma éc’h eûz lavaret.

24. Ra choumô da hanô, ha ra vézô meûlet da vikenn ; ha ra vézô lavaret : Aotrou ann arméou eo Doué Israel, ha tî David, hé zervicher, a zô stard dira-z-han̄.

25. Râk té eo, Aotrou va Doué, éc’h eûz rôet da anaout d’as servicher pénaoz é savchez eunn tî d’ézhan̄ ; ha dré-zé da zervicher en deûz kavet fisian̄s évit pidi dira-z-oud.

26. Bréma éta, Aotrou, té a zô Doué ; ha té eo éc’h eûz lavaret ann traou mâd-zé d’as servicher.

27. Ha deûet oud da vinnisien tî da zervicher, évit ma vézô bépréd dira-z-oud : râk ma her bennigez, ô Aotrou, é vézô benniget da vikenn.


————


XVIII. PENNAD.


David a stourm a-énep hé énébourien hag a zô tréac’h d’ézhô. (T).


1. Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz David a dréc’haz hag a izéléaz ar Filistined, hag a géméraz Gét hag hé bourc’hiou eûz a zaouarn ar Filistined.

2. Tréc’hi a réaz ivé Moab, hag ar Voabited a zeûaz da zervicherien da Zavid, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄.

3. David enn amzer-zé a dréc’haz ivé Adarézer, roué Soba, é brô Hémat, pa gerzé évit astenna hé rouan̄télez béte ster Eufrates.

4. David éta a géméraz d’ézhan̄ mil karr, ha seiz mil marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad ; hag hén̄ a drouc’haz nervennou kézeg ar c’hirri, némét kan̄t stern a viraz évit-han̄.

5. Hôgen Siried Damas a zeûaz évit ken-nerza Adarézer, roué Soba ; ha David a lazaz daou vil dén war-n-ugen̄t anézhô.

6. Lakaad a réaz ivé soudarded é Damas, évit ma teûjé ar Siria dindân hé c’halloud ha ma paéjé gwiriou d’ézhan̄. Hag ann Aotrou a skoazellaz anézhan̄ é kémen̄t léac’h ha m’az éaz.

7. David a géméraz ivé ann tron̄son aour hô dôa servicherien Adarézer, hag hô c’hasaz da Jérusalem.

8. Digas a réaz ivé eûz a Débat hag