Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/515

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
481
levr ken̄ta.

eo mâd ; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

35. Ha livirit : Salv ac’hanomp, Doué hor Saiver ; ha stroll ac’hanomp, hag hon tenn eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em laouénaimp gan̄d da ganaouennou.

36. Ra vézô benniget ann Aotrou, Doué Israel, a vréma da-vikenn ; ha ra lavarô ann holl bobl : Amen ; ha ra ganô meûleûdiou ann Aotrou.

37. David éta a lézaz énô dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou, Asaf hag hé vreûdeûr, évit ma servichfen̄t dirâg ann arc’h bemdez ha pép-hini d’hé drô.

38. Hôgen lakaad a réaz Obédédom hag hé vreûdeûr, eiz ha tri-ugen̄t ; hag Obédédom, mâb Iditun, hag Hosa a lékéaz da borsierien.

39. Lakaad a réaz ivé Sadok da vélek, hag hé vreûdeûr da véleien dirâk tabernakl ann Aotrou, el léac’h uc’hel a oa é Gabaon.

40. Évit ma kennigchen̄t sakrifisou-losk d’ann Aotrou, war aoter ar sakrifisou-losk, bépréd, diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hervez kémen̄d a zô skrivet el lézen en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.

41. Goudé Sadok é oa Héman, hag Iditun, hag ar ré all péré a oa bét dilennet, pép-hini diouc’h ma oa hanvet évit meûli ann Aotrou, ô véza ma eo peur-baduz hé drugarez.

42. Héman̄ hag Iditun a zoné ivé gan̄d ar c’horn~boud, hag a c’hoarié gan̄d ar simbalou, ha gan̄d ar binviou all, évit kana meûleûdiou Doué : hôgen mipien Iditun a lékéaz da borsierien.

43. Hag ann holl bobl a zistrôaz d’hé dî hé-unan ; ha David ivé, évit binnisien hé dî.


————


XVII. PENNAD.


David a fell d’ézhan̄ sével eunn ti d’ann Aotrou. Hé vâb eo a dlé hé zével.


1. Hôgen pa choumé David enn hé dî hé-unan, é lavaraz da Natan ar profed : Chétu é choumann enn eunn tî sedr ; hôgen arc’h kévrédigez ann Aotrou a zô dindân krec’hin.

2. Ha Natan a lavaraz da Zavid : Grâ kémen̄d a zô enn da galoun, râk Doué a zô gan-éz.

3. Hôgen enn nôz-zé é teûaz gér Doué da Natan, ô lavarout :

4. Kéa, ha komz oud David, va zervicher : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zavi két a dî d’in évit choum enn-han̄.

5. Râk n’ounn két bét choumet enn eunn ti, adaleg ann amzer é péhini em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, bétég-henn ; hôgen bépréd ounn éat eûz a eunn tabernakl da eunn tabernakl all, eûz a eunn telt da eunn telt all,

6. Pa choumenn é-touez Israel holl. Ha komzet em eûz-mé biskoaz oud hini eûz a varnerien Israel, da béré em bôa gourc’hémennet mésa va fobl, ha lavaret em eûz-mé d’ézhô : Pérâk n’hoc’h eûz-hu két savet eunn tî sedr d’in ?

7. Bréma éta é liviri da Zavid, va zervicher : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Mé em eûz da géméret, pa oaz ô peûri ar chatal, évid da lakaad da réna war va fobl Israel.

8. Ha mé a zô bét gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, ha lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, hag em eûz gréat d’id eunn hanô ker brâz hag hini ar ré vrasa a zô bét brudet war ann douar.

9. Ha rôet em eûz eul léac’h d’am fobl Israel ; startéet é vézô, hag é choumô enn-han̄, ha na vézô két kéflusket pelloc’h : ha mipien ar fallagriez n’hô gwaskin̄t mui, ével m’hô deûz gréat ken̄t,

10. Abaoé ann deisiou é péré em eûz rôet barnérien d’am fobl Israel, hag em eûz izéléet da holl énébourien. Diskléria a rann éta d’id pénaoz ann Aotrou a dlé sével da dî.

11. Ha pa vézô leûniet da zeisiou gan-éz, ha pa vézi éat gan̄t da dadou, mé a zavô unan eûz da wenn da-c’houdé, hag hen a vézô eûz da vipien ; ha krétaat a rinn hé rouan̄télez.