Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/512

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
478
ar paralipoménon.

10. Droug a zavaz éta enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, ô véza m’en dôa lékéat hé zourn war ann arc’h : hag hén̄ a varvaz énô dirâg ann Aotrou.

11. Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou ; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé : kastiz Oza, bétég-henn.

12. Hag hén̄ en dôé aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag é lavaraz : Pénaoz é hellinn-mé digas arc’h Doué em zî ?

13. Râk-sé eo na fellaz két d’ézhan̄ hé c’hâs d’hé dî, da lavaroud eo, é kéar David ; hôgen lakaad a réaz hé distrei hag hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.

14. Arc’h Doué a choumaz éta é ti Obédédom a-hét tri miz ; hag ann Aotrou a vennigaz hé dî, ha kémen̄t en dôa.


————


XIV. PENNAD.


Gragez ha mipien David.


1. Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr ; ha bénérien-vein, ha kilvizien, évit sével eunn tî d’ézhan̄.

2. Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.

3. Ha David a géméraz gragez all é Jéruzalem ; hag hén̄ en dôé mipien ha merc’hed.

4. Ha c’hétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem : Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,

5. Ha Jébahar, hag Élisua, hag Élifalet,

6. Ha Noga, ha Nafeg, ha Jafia,

7. Hag Élisama, ha Baaliada, hag Élifalet.

8. Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évid hé glaskoul. Pa glévaz David kémen̄t-se, éz éaz er-méaz d’hô diarbenna.

9. Hôgen ar Filistined a zeûaz, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.

10. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined, hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ, ha mé hô lakai étré da zaouarn.

11. Pa oé éta piñet ar ré-man̄ da Vaalfarasim, é tréc’haz énô David anézhô, hag é lavaraz : Skiñet eo gan̄d Doué va énébourien, ével ma eo skiñet ann douréier. Râk-sé eo é oé galvet al leac’h-zé Baalfarasim.

12. Hag hî a lézaz éné hô douéed, ha David a c’hourc’hémennaz ma vijen̄t dévet.

13. Ar Filistined a réaz eunn argaden eur wéach all, hag hî en em skiñaz dré ann draon̄ien.

14. Ha David a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d Doué ; ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Na bîñ két war hô lerc’h, pella diout-hô ; hag é tistrôi out-hô pa vézi râg-énep d’ar gwéz-pér.

15. Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bék ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann : râk neûzé en dévézô kerzet Doué enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.

16. David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ ; hag hén̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaon bété Gazer.

17. Hag hanô David a oé brudet-brâz dré ann holl vrôiou ; hag ann Aotrou a lékéaz spoun̄t diwar hé benn é-touez ann holl boblou.


————


XV. PENNAD.


David a zan̄s é-raog ann arc’h.


1. David a réaz ivé tiez évit-han̄ é kéar David ; hag é savaz eul léac’h évid arc’h Doué, hag é steñaz eunn telt évit-hi.

2. Ha David a lavaraz : Na dlé dén dougen arc’h Doué, néméd al Lévited, en deûz dilennet ann Aotrou évid hé zougen, hag évid ôber ar servich anézhi da-vikenn.