Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
ar c’hanédigez.

naon̄tek vloaz ha pévar-ugen̄t, ann Aotrou en em ziskouézaz d’ezhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo ann Doué holl-c’halloudek ; kerz em raok, ha béz didamall.

2. Ha mé a lakai va c’hévrédigez étré mé ha té, hag é kreskinn da wenn (T) dreist-men̄t.

3. Abram en em strin̄kaz d’ann douar war hé c’hénou. (T).

4. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo, ha va marc’had a vezô (M) gan-éz, hag é vézi tâd da galz a vrôadou.

5. Abram na vézô mui da hanô, hôgen Abraham é vézi kanvet, dré ma em eûz da lékéad da dâd da galz a vrôadou.

6. Da lakaad a rinn da baotta dreist-men̄t hag é penn ar brôadou, ha rouéed a ziskennô ac’hanod.

7. Startaat a rinn va marc’had étré mé ha té, ha gan̄d da wenn da-c’houdé a rumm é rumm, da-vikenn ; évit ma vézinn da Zoué, ha Doué da wenn da-c’houdé.

8. Rei a rinn d’id ha d’az gwenn ann douar é péhini é ergerzez, holl vrô Kanaan, évid hé c’haout da-vikenn ; ha mé a vézô hô Doué.

9. Doué a lavaraz c’hoaz da Abraham : ha té ivé éta a virô va marc’had, ha da wenn da-c’houdé a rumm é rumm. (T).

10. Chétu aman̄ ar marc’had a rann étré mé ha té da véza miret gan-éz , ha gan̄d da wenn da-c’houdé : Kémen̄t goâz enn hô touez a vézô enwadet. (T).

11. Ha c’houi a enwadô kroc’hen hô pôd-mézen, évit ma vézô eunn arouéz a gévrédigez étré mé ha c’houi.

12. Ar bugel eiz-deisiad enn hô touez a vézô enwadet ha kémen̄t goâz a rumm é rumm, ken ar sklaved ganet enn hô tî ken ar ré hô pézô prenet, ha kémen̄d hini ha na vézô kéd eûz hô kwenn ; holl é vézin̄t enwadet.

13. Ha va marc’had a vézô enn hô kîk ével eur gévrédigez peûr-baduz.

14. Kémen̄t goâz a béhini kîg ar pôd-mézen na vézô két bét enwadet, a vézô lamed hé vuez eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en dévézo torret va marc’had.

15. Doué a lavaraz ivé da Abraham : Na c’halvi mui da c’hrég, Sarai, hôgen Sara.

16. Ha mé a vennigô anézhi, hag a rôi d’id eur mâb anézhi, hag é venniginn anézhan (T) ; hen-nez a vézô da benn d’ar brôadou, ha rouéed brôadou a zavô diout-han̄.

17. Abraham en em strin̄kaz d’ann douar war hé c’hénou (T), a c’hoarzaz hag a lavaraz enn hé galonn : ha té a gréd é teûfé eur mâb eûz a eur c’han̄t-vloasiad hag é c’hanfé Sara da zék vloaz ha pévar-ugen̄t ?

18. Hag hén̄ a lavaraz da Zoué : A-ioul ma vévô Ismael dira-z-od.

19. Ha Doué a lavaraz da Abraham : Sara da c’hrég a c’hanô d’id eur mâb, hag éc’h hanvi anézhan̄ Izaak ; ha mé a lakai va gévrédigez gan̄t-han̄ enn eur c’hévrédigez peûr-baduz, ha gan̄d hé wenn hé-c’houdé.

20. Da zélaouet em eûz ivé diwar-benn Ismael : Chétu é venniginn anéz-han̄, hag é kreskinn hé wenn (T). Daouzék prin̄s a ziskennô anézhan̄, ha mé hel lakai da benn da eur vrôad vrâz.

21. Hôgen va gévrédigez a likiinn gan̄d Izaak, péhini a c’hanô d’id Sara enn amzer-ma penn bloaz.

22. Ha pa en dôé éhanet da gomza gan̄d Abraham, Doué a iéaz-kuit diout-han̄.

23. Hôgen Abraham a géméraz Ismael hé vâb, hag ann holl sklaved ganet enn hé dî, hag ar ré holl en dôa prénet, hag ar oazed holl eûz hé dî ; ha râk-tâl ec’h enwadaz kig hô fôd-mézen enn deiz-zé ; ével m’en dôa Doué gourc’hémennet d’ezhan̄.

24. Abraham en dôa naon̄ték vloaz ha pévar-ugen̄t, pa enwadaz kig hé bôd-mézen hé-unan.

25. Hag Ismael hé vâb en dôa trizék vloaz krenn, pa oé enwadet.

26. Abrabam hag hé vâb Ismael a oé enwadet enn hévélep deiz.

27. Hag ann holl oazed eûz hé dî, ken ar sklaved ganed enn tî, ken ar ré brénet hag ann diavézidi, a oé ivé enwadet neûzé.


————