Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
475
levr ken̄ta.

ha kastel ar Filistined a oa é Bétléhem.

17. David en dôé séc’hed, hag a lavaraz : O ma rôfé unan-bennâg d’in dour eûz a bun̄s Bétléhem, a zô é-tâl ar pors !

18. Ann tri-zé éta a gerzaz a-dreûz da gamp ar Filistined, hag a dennaz dour eûz a bun̄s Bétléhem, a oa é-tâl ar pors ; hag é tisgaschon̄t anézhan̄ da Zavid évid éva : hôgen na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber, hag é oé gwell gan̄t-han̄ hé genniga d’ann Aotrou,

19. O lavarout : Doué ra virô ma rinn ann dra-zé dira-z-han̄, ha ma évinn goad ann dûd-zé, peré hô deûz digaset ann dour-zé d’in war hô buez. Hag évit-sé na fellaz két d’ézhan̄ éva. Chétu pétrâ a réaz ann tri dén kalounek-sé.

20. Abisai, breûr Joab, a oa ar c’hen̄ta eûz ann tri-zé ; hén̄ eo a zavaz hé wâf war dri c’han̄t dén a lazaz, hag hén̄ a oa brudet-brâz étré-z-hô hô zri,

21. Hag ar vrudéta eûz ann tri eil, hag ar prin̄s anézhô. Koulskoudé né oa két par d’ann tri c’hen̄ta.

22. Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz meûr a dra gaer ; hén̄ eo a lazaz ann daou Ariel eûz a Voab ; hag hén̄ eo a ziskennaz enn eur pun̄s séac’h, é-kreiz ann arc’h, hag a lazaz énô eul léon.

23. Hén̄ eo ivé a lazaz eunn Éjiptian a bemb ilinad a ulc’helder, péhini, en dôa eur waf ével karvan ar wiaderien. Diskenni a réaz d’hé gavout gan̄d eur wialen ; skrapa a réaz ar wâf a ioa enn hé zourn, hag é lazaz anézhan̄ gan̄d hé wâf hé-unan.

24. Chétu pétrâ a réaz Banaias, mâb Joiada, péhini a oa brudet brâz étré ann tri dén kalounek,

25. Hag ar c’hen̄ta étré ann trégon̄t. Koulskoudé né oa két pâr d’ann tri c’hen̄ta ; hôgen David hel lékéaz é penn hé warded.

26. Hôgen ar ré galounéka enn armé, a oa Asahel, breûr Joab, hag Elkanan, mâb hé éon̄tr, eûz a Vétléhem,

27. Sammot eûz a Arori, Hellez eûz a Faloni,

28. Ira, mâb Akkez eûz a Dékua, Abiézer eûz a Anatot,

29. Sobboc’hai eûz a Husati, Ilai eûz a Ahohi,

30. Maharai eûz a Nétofat, Héled, mâb Baana, eûz a Nétofat,

31. Etai, mâb Ribai, eûz a C’habaat da vipien Ben̄jamin, Banaia eûz a Faraton,

32. Hurai eûz a froud Gaas, Abiel eûz a Arbat, Azmot eûz a Vaurami, Éliaba eûz a Zalaboni,

33. Mipien Assem eûz a Gézoni ; Jonatan, mâb Seigé, eûz a Arari,

34. Ahiam, mâb Sac’har, eûz a Arari,

35. Élifal, mâb Ur,

36. Héfer eûz a Véc’hérat, Ahia eûz a Féloni,

37. Hesro eûz ar C’harmel, Naarai, mâb Asbai,

38. Joel, breûr Natan, Mibahar, mâb Agarai,

39. Sélek eûz a Ammoni, Naarai eûz a Vérot, floc’h Joab, mâb Sarvia,

40. Ira eûz a Jétri, Gareb eûz a Jétri,

41. Urias eûz a Het, Zabad, mâb Oholi,

42. Adina, mâb Siza, eûz a vreûriez Ruben, prin̄s ar Rubénied, ha trégon̄t gan̄t-han̄ :

43. Hanan, mâb Maac’ha, ha Josafat eûz a Vatai,

44. Ozia eûz a Astarot, Samma ha Jéhiel, mipien Hotam, eûz a Arori,

45. Jédihel, mâb Samri, ha Joha, hé vreûr, eûz a Dosa,

46. Éliel eûz a Vahumi, ha Jéribai ha Josaia, mipien Elnaem, ha Jetma eûz a Voab, Éliel, hag Obed, ha Jasiel eûz a Vasobia.


————


XII. PENNAD.


Tûd kalounek péré a iéaz da heûl David é Siséleg hag é Hébron.


1. Ar ré-man̄ a zeûaz ivé da gavout David é Siséleg, pa dec’hé c’hoaz dirâk Saül, mâb Kis : tûd kré-brâz oan̄t, ha mâd évid ar brézel,