Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/508

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
474
ar paralipoménon.

tiwiska ar ré a ioa bét lazet, é kefchon̄t Saül hag hé vipien gourvézet war vénez Gelboé.

9. Ha goudé m’hô dôé hé ziwisket, ha trouc’het hé benn, ha kéméret hé armou, hô c’haschon̄t d’hô brô, évit ma vijen̄t kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t, ha diskouézet d’ar bobl hag é templou ann idolou.

10. Hôgen gwéstla a réjon̄t hé armou é templ hô doué, hag é stagchon̄t hé benn out templ Dagon.

11. Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,

12. Ar ré galounéka anézhô a zavaz, hag a skrapaz korfou-marô Saül hag hé vipien ; hag hî hô digasaz da Jabez, hag a vésiaz hô eskern dindân ann derven a oa é Jabez ; hag hî a iunaz é-pâd seiz dervez.

13. Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez ;

14. Ha n’en dôa két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou : râk-sé eo hel lékéaz Doué da vervel, hag é rôaz hé rouan̄télez da Zavid, mâb Isai.


————


XI. PENNAD.


Éôliet eo David. Kéméret eo gan̄t-han̄ Jéruzalem.


1. Holl bobl Israel a zeûaz éta da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ni a zô da eskern ha da gîk.

2. Ha déac’h ivé hag enn derc’hen̄t, pa réné c’hoaz Saül, té eo a gasé hag a zigasé Israel ; râk d’id eo en deûz lavaret ann Aotrou, da Zoué : Té a baskô va fobl a Israel, ha té a vézô prin̄s war-n-ézhan̄.

3. Holl hénaoured Israel a zeûaz éta da gavoud ar roué é Hébron : ha David a réaz kévrédigez gan̄t-hô dirâg ann Aotrou ; hag hî a éôliaz anézhan̄ da roué war Israel, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Samuel.

4. Ha David hag Israel holl a iéaz étrézé Jéruzalem, a zô ivé hanvet Jébus, é péléac’h é choumé ar Jébuséed.

5. Hag ar ré a choumé é Jébus a lavaraz da Zavid : Na zeûi két aman̄. Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô kéar David.

6. Hag hén̄ a lavaraz : Néb en dévézô tréc’het da gen̄ta ar Jébuséed, a vézô lékéat da brin̄s ha da zûg. Joab, mâb Sarvia, ô véza éta piñet da gen̄ta, a oé lékéat da brin̄s.

7. Hôgen David a iéaz da choum er c’hré, ha dré-zé é oé hanvet kéar David.

8. Hag hén̄ a zavaz eur géar war-drô, adalek Mella bétég ar penn all ; ha Joab a zavaz ann dilerc’h eûz a géar.

9. Ha David a greské hé c’halloud, ô von̄d araok hag ô krévaat, hag Aotrou ann arméou a oa gan̄t-han̄.

10. Chétu aman̄ ar ré gen̄ta eûz a dûd kalounek David, péré a skoazellaz anézhan̄ évit béza roué war Israel holl, hervez ar gér en dôa rôet ann Aotrou da Israel.

11. Ha chétu aman̄ ann niver eûz a dûd kré David. Jesbaam, mâb Hac’hamoni, prin̄s war drégon̄t ; hen-nez a zavaz hé wâf war dri c’han̄t, péré a c’hlazaz enn eur wéach.

12. Hag hé-c’houdé Éléazar Ahohiad, mâb hé éon̄tr, péhini a oa étré ann tri galloudéka.

13. Hé-man̄ a oa gan̄d David é Fesdomim, pa en em strollaz ar Filistined el léac’h-zé évid ann emgann ; ha parkou al léac’h-zé a oa leûn a heiz, hag ar bobl a oa tec’het a zirâg ar Filistined.

14. Ar ré-man̄ a choumaz stard é-kreiz ar parkou, hag a zifennaz anézhô. Ha goudé m’hô dôé tréc’het ar Filistined, ann Aotrou a roaz eunn eûrvâd d’hé bobl.

15. Hôgen tri eûz ann trégon̄t prin̄s a ziskennaz étrézég ar roc’h war béhini édô David, é-kichen kéô Adollam, pa steñaz ar Filistined hô c’hamp o traon̄ien Rafaim.

16. Hôgen David a oa enn hé gré,