Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/506

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
472
ar paralipoménon.

39. Ha mipien Ések hé vreûr : Ulam, hé vâp-héna, ha Jéhus hé eil, hag Élifalet hé drédé.

40. Mipien Ulam a oé tûd kré-brâz, hag hô dôa kalz a ners évit tenna gan̄d ar warek. Kalz a vipien hag a vipien-bihan hô dôé, bété kan̄t hag han̄ter-kan̄t. Ar ré-zé holl a oé mipien da Ven̄jamin.


————


IX. PENNAD.


Karg al Lévited.


1. Israel holl a oé éta nivéret ; hag ann niver anézhô a oé skrivet é levr rouéed Israel ha Juda. Hag hî a oé kaset da Vabilon enn abek d’hô féc’héjou.

2. Hôgen ar ré gen̄ta a choumaz enn hô madou, hag enn hô c’heriou a oé Israel, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann Natinéed.

3. Choum a réaz é Jéruzalem eûz a vipien Juda, hag eûz a vipien Ben̄jamin, hag eûz a vipien Éfraim, hag eûz a Vanasé :

4. Otei, mâb Ammiud, mâb Amri, mâb Omrai, mâb Bouni, eûz a vipien Farez, mâb Juda.

5. Hag eûz a Ziloni : Azaia, hé vâp-héna, hag hé vipien.

6. Eûz a vipien Zara : Jéhuel hag hô breûdeûr, c’houec’h kan̄t dék ha pévar-ugen̄t.

7. Eûz a vipien Ben̄jamin : Salo, mâb Mosollam, mâb Oduia, mâb Asana.

8. Ha Jobania, mâb Jéroham, hag Éla, mâb Ozi, mâb Moc’hori, ha Mosollam, mâb Safatias, mâb Rahuel, mâb Jébanias ;

9. Hag hô breûdeûr hervez hô ziadou, naô c’han̄t c’houéac’h hag han̄ter-kan̄t. Ar ré-man̄ holl, prin̄sed ar c’hérén̄tiézou é tiez hô zadou.

10. Hôgen eûz ar véleien : Jédaia, ha Joiarib, ha Jac’hin :

11. Hag ivé Azarias, mâb Helkias, mâb Mosollam, mâb Sadok, mâb Maraiot, mâb Akitob, Bélek-brâz tî Doué.

12. Hag Adaias, mâb Jéroham, mâb Fassur, mâb Melkias, ha Maasai, mâb Adiel, mâb Jezra, mâb Mosollam, mâb Mosollamit, mâb Emmer ;

13. Hag hô breûdeûr péré a oa prin̄sed enn hô ziadou, mil seiz kan̄t ha tri-ugen̄t, tûd kré ha galloudek é-kén̄ver ar servich hô dôa da ôber é tî Doué.

14. Hôgen eûz al Lévited : Séméia, mâb Hassub, mâb Ezrikam, mâb Hasébia, eûz a vipien Mérari.

15. Ha Bakbakar ar c’halvez, ha Galal, ha Matania, mâb Mika, mâb Zékri, mâb Asaf.

16. Hag Obdia, mâb Séméias, mâb Galal, mâb Iditum ; ha Barakia, mâb Asa, mâb Elkana, péhini a choumé é faboursiou Nétofati.

17. Hôgen ar borsierien : Sellum, hag Akkub, ha Telmon, hag Ahimam, hag hô breûr Sellum péhini a oa ar prin̄s.

18. Bétég ann amzer-zé, lôd eûz a vipien Lévi hô dôa diwallet dôr ar roué war-zû ar sâv-héol, pép-hini d’hô zrô.

19. Hôgen Sellum, mâb Koré, mâb Abiasaf, mâb Koré, gan̄d hé vreûdeûr ha tî hé dâd ; ar ré-zé eo ar C’horéaded a oé lékéat war labouriou ar servich, évid diwallout dôriou ann tabernakl ; hag hô ziadou a ziwallé, pép-hini d’hé drô, ann ôr eûz a gamp ann Aotrou.

20. Hôgen Finéez, mâb Éléazar, a oa hô dûg dirâg ann Aotrou.

21. Zakarias, mâb Mosollamia a ioa porsier dôr tabernakl ann desténi.

22. Ar ré-zé holl péré hô dôa karg da (T) ziwallout dôriou ann templ, a ioa daou c’han̄t ha daouzék ; hô hanvou a oa skrivet enn hô c’heriou hô-unan. David ha Samuel ar gwéler, hô dôa hô lékéat hervez hô féalded,

23. Kerkouls hî hag hô mipien, évid diwallout d’hô zrô dôriou tî ann Aotrou, ha ré ann tabernakl.

24. Er pévar avel en em gavé ar borsierien, da lavaroud eo, er sâv-héol, hag er c’hus-héol, hag enn han̄ter-nôz, hag er c’hrésteiz.

25. Hôgen hô breûdeûr a choumé er bourc’hiou, hag a zeûé da ôber karg hô sabbatou pép-hini d’hé drô.

26. D’ar pévar Lévit-zé édô ar véli