Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/499

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
levr ken̄ta.


IV. PENNAD.


Nésted Juda. Mipien Siméon.


1. Mipien Juda : Farez, Hesron, ha Charmi, hag Hur, ha Sobal.

2. Hôgen Raia, mâb Sobal, a oé tâd (T) Jahat, a béhini eo ganet Ahumai ha Laad ; ar ré-zé eo kéren̄tiézou Sarat.

3. Chétu aman̄ ivé nésted Étam : Jezrahel, ha Jéséma, ha Jédébos. Hôgen eur c’hoar hô dôé, hanvet Asadelfuni.

4. Hôgen Fanuel, tâd Gédor, hag Ézer, tâd Hosa : ar ré-zé eo mipien Hur, mâp héna Éfrata ha tâd Betléhem.

5. Hôgen Assur, tâd Tékna, en dôé diou c’hrég, Halaa ha Naara.

6. Hôgen Naara a c’hanaz d’ézhan̄ Oazam, hag Héfer, ha Témani, hag Abastari : ar ré-zé eo mipien Naara.

7. Hôgen mipien Halaa, Séret, hag Isaar, hag Etnan.

8. Hôgen Kos a en̄géhen̄taz Anob ha Soboba, ha kéren̄tiez Aharéhel, mâb Arum.

9. Hôgen Jabez a oé brudet-brâz é-touez hé vreûdeûr, hag hé vamm eo a rôaz d’ézhan̄ ann hanô a Jabez, ô lavarout : O véza ma em eûz hé c’hanet er c’hloaz.

10. Ha Jabez a bédaz Doué Israel, ô lavarout : Mar bennigez ac’hanoun, ha ma astennez va harzou, ha ma éma da zourn gan-én̄, ha ma virez na venn mac’het gan̄d ann drougiez. Ha Doué a aotréaz d’ézhan̄ ar péz en dôa goulennet.

11. Hôgen Kaleb, breûr Sua, a en̄géhen̄taz Mahir, péhini a oé tâd da Eston.

12. Hag Eston a en̄géhen̄taz Bétrafa, ha Fessé, ha Téhinna, tâd kéar Naas ; ar ré-zé eo tûd Réc’ha.

13. Hôgen mipien Sénez : Otoniel ha Saraia. Ha mipien Otoniel, Hatat ha Maonati.

14. Maonati a en̄géhen̄taz Ofra ; ha Saraia a en̄géhen̄taz Joab, tâd traon̄ien ar méchérourien ; râg énô éz oa méchérourien.

15. Hôgen mipien Kaleb, mâb Jéfoné, Hir, hag Éla, ha Nabam. Ha mâb Éla, Sénez.

16. Ha mipien Jaléléel : Zif, ha Zifa, ha Tiria, hag Asrael.

17. Ha mipien Ezra : Jéter, ha Méred, hag Éfer, ha Jalon ; en̄géhen̄ta a réaz ivé Maria, ha Samonai, ha Jesba, tâd Estamô.

18. Hé c’hrég Judaia a c’hanaz Jared, tâd Gédor, hag Héber, tâd Sac’ho, hag Ikutiel, tâd Zanoé ; hôgen ar ré-zé a zô mipien da Vétia, merc’h Faraon, a géméraz Méred da ozac’h.

19. Ha mipien hé c’hrég Odaia, c’hoar Nabam, tâd Seila : Garmi, hag Estamo, péhini a oa eûz a Vac’hati.

20. Mipien Simon : Amnon, ha Rinna, mâb Hanan, ha Tilon. Ha mipien Jési : Zobet ha Benzohet.

21. Mipien Séla, mâb Juda : Her, tâd Léc’ha, ha Laada, tâd Marésa ; ha kéren̄tiézou ar ré a ra labouriou lîn moan é-tî al Lé.

22. Hag ann hini a lékéaz ann héol da choum a za, hag ann dûd c’haouiad, hag ann dizaouzan, hag ann en̄taner, péré a oé brin̄sed é Moab, hag a zistrôaz da Lahem ; hôgen lavariou kôz eo ar ré-zé.

23. Ar ré-zé eo ar pôderien a choumé é-kreiz ar gwéz planteiz hag er garzou, a labouré é ti ar roué, hag a zô choumet énô.

24. Mipien Siméon : Namuel ha Jamin, Jarib, Zara ha Saül.

25. Ha Sellum, mâb Saül, ha Mapsam, mâb Sellum, ha Masma, mâb Mapsam.

26. Mipien Masma : Hamnel hé vâb, Zac’hur, mâb Hamuel, Sémei mâb Zac’hur.

27. Sémei en dôé c’houézék mâb, ha c’houec’h merc’h ; hôgen hé vreûdeûr n’hô dôé két kalz a vipien ; hag hô holl géren̄tiez na oé két ker brâz hag ann niver eûz a vipien Juda.

28. Choum a réjon̄t é Bersabéé, é Molada, hag é Hasarsual,

29. Hag é Bala, hag é Asom, hag é Tolad,

30. Hag é Batuel, hag é Horma, hag é Siséleg,

31. Hag é Betmarc’habot, hag é