Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
ar paralipoménon.

49. Hôgen Saaf, tâd Madména, a en̄géhentaz Sué, tâd Mac’hbéna, ha tâd Gabaa. Hôgen merc’h Kaleb a oé Ac’hsa.

50. Ar ré man̄ a oé ivé bugalé da Galeb, mâb Hur, mâp héna Éfrata : Sobal, tâd Kariatiarim,

51. Ha Salma, tâd Bétléhem, hag Harif, tâd Betgader.

52. Hôgen Sobat, tâd Kariatiarim, péhini en dôa enn hé gers ann han̄ter eûz ar vrô é péhini é choumé, en dôé ivé mipien.

53. Hag eûz a géren̄tiézou Kariatiarim : ar Jétréed, hag ann Afutéed, hag ar Sématéed, hag ar Vaséréed. Eûz ar ré-zé eo deûet ar Saraited, hag ann Estaolited.

54. Mipien Salma : Bétléhem ha Nétofati, péré a zô kurunen tî Joab, hag ann han̄ter eûz a gers Sarai.

55. Hag ivé kéren̄tiezou ar skribed a zô ô choum é Jabez, péré a gan hag a zon gan̄d ar binviou, hag a choum dindân teltou. Ar ré-zé eo ar Sinéed, péré a zô deûet eûz a Galor, tâd tî Réc’hab.


————


III. PENNAD.


Nésted David hag ar rouéed Juda eûz a wenn David.


1. Chétu aman̄ mipien David, a zô bét ganet d’ézhan̄ e Hébron : ann héna, Amnon eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez ; ann eil, Daniel eûz a Abigail ar Garmélitez ;

2. Ann trédé, Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur ; ar pévaré, Adonias, mâb Aggit ;

3. Ar pempved Safatias eûz a Abital ; ar c’houec’hved, Jétraham eûz a Égla, hé c’hrég.

4. C’houec’h mab éta a zô bét ganet d’ézhan̄ é Hébron, é péléac’h é rénaz seiz vloaz ha c’houec’h miz. Hôgen tri bloaz ha trégon̄t é rénaz é Jéruzalem.

5. Hôgen é Jéruzalem é oé ganet d’ézhan̄ mipien : Simmaa, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon ; hô févar eûz a Vetsabéé, merc’h Ammiel.

6. Ha Jebaar, hag Élisama,

7. Hag Élifalet, ha Nojé, ha Néfeg, ha Jafia,

8. Hag Élisama, hag Éliada, hag Élifélet, naô ;

9. Ar ré-zé holl eo mipien David ; hép nivéri mipien hé zerc’hed ; hag eur c’hoar hô dôé, hanvet Tamar.

10. Hôgen mâb Salomon, Roboam ; hag Abia, hé vâb, a oé tâd (T) Asa. Eûz a hé-man̄ eo ganet Jozafat,

11. Tâd Joram ; ha Joram a en̄gé-hen̄taz Oc’hozias, a béhini eo bét ganet Joas :

12. Hag Amasias, hé vâb, a oé tâd (T) Azarias. Ha mâb Azarias a oé Joatan,

13. Péhini a en̄géhen̄taz Ac’haz, tâd Ézékias, a béhini eo ganet Manasez.

14. Ha Manasez a oé tâd Amon, tâd Josias.

15. Hôgen mipien Josias a oé : ann héna, Johanan ; ann eil, Joakim ; ann trédé, Sédésias ; ar pévaré, Sellum.

16. Eûz a Joakim eo ganet Jéc’honias, ha Sédésias.

17. Mipien Jéc’honias a oé Asir, ha Salatiel,

18. Melkiram, ha Fadaia, ha Sennéser, ha Jésémia, ha Sama, ha Nadabia.

19. Eûz a Fadaia eo ganet Zorababel ha Sémei. Zorababel a en̄géhen̄taz Mosolla, hag Hananias, ha Solomit, hô c’hoar :

20. Hag Hasaban, hag Ohol, ha Barac’hias, hag Hasadias, ha Josabhésed, pemp.

21. Hôgen mâb Hananias, Faltias, tâd Jéséias, péhini en dôé da vâb Rafaia ; ha mâb hé-man̄ a oé Arnan, a béhini eo ganet Obdia, péhini en dôé da vâb Séc’hénias.

22. Mâb Séc’hénias, Séméia, péhini en dôé da vipien, Hattus, ha Jégaal, ha Baria, ha Naaria, ha Safat ; c’houeac’h anézhô.

23. Mâb Maaria, Élioénai, hag Ezékias, hag Ezrikam ; tri.

24. Mipien Élioénai, Oduia, hag Éliasub, ha Féléia, hag Akkub, ha Johanam, ha Dalaia, hag Anani ; seiz anézho.


————