Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/497

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
463
levr ken̄ta.

11. Ha Nabason a oé tâd (T) Salma, a béhini eo ganet Booz.

12. Hôgen Booz a oé tâd (T) Obed, péhini a oé tâd (T) Isai.

13. Hôgen Isai a en̄géhen̄taz hé vap-héna Éliab, hé eil Abinadab, hé drédé Simmas,

14. Hé bévaré Natanael, hé bempved Raddai,

15. Hé c’houec’hved Asom, hé zeizved David.

16. Hô c’hoarézed a oé Sarvia hag Abigail. Mipien Sarvia : Abisai, Joab, hag Asael ; trî anézhô.

17. Hôgen Abigail a c’hanaz Amasa, péhini en dôé da dâd Jéter, ann Ismaélit.

18. Hôgen Kaleb, mâb Hesron, a géméraz eur c’hrég hanvet Azuba, a béhini é c’hanaz Jériot, hag hé vipien a oé Jazer, ha Sobab, hag Ardon.

19. Ha pa oé marô Azuba, Kaleb a géméraz da c’hrég Éfrata, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Hur.

20. Hôgen Hur a oé tâd (T) Uri : hag Uri a oé tâd (T) Bézéléel.

21. Goudé-zé Hesron a géméraz da c’hrég merc’h Mac’hir, tâd Galaad. Tri-ugen̄t vloaz en dôa pa zimézaz gan̄t-hi ; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ Ségub.

22. Hôgen Ségub a oé tâd (T) Jair, hag en dôé enn hé gers teir géar war-n-ugen̄t é brô Galaad.

23. Hag hén̄ a géméraz Gesur hag Aram, keriou Jair, ha Kanat, gan̄d hé dri-ugen̄t bourc’h a ioa ével keriou. Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Vac’hir, tâd Galaad.

24. Hôgen pa oé marô Hesron, Kaleb a géméraz Éfrata da c’hrég. Hesron en dôa bét ivé da c’hrég Abia, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Ashur, tâd Tékna.

25. Hôgen Jéraméel, mâp héna Hesron, en dôé da vipien, Ram hé vâp héna, ha Buna, hag Aram, hag Asom, hag Ac’hia.

26. Jéraméel en dôé eur c’hrég all hanvet Atara, a oé mamm da Onam.

27. Mipien Ram, mâp héna Jéraméel, a oé Mous, ha Jamin, hag Akas.

28. Hôgen Onam en dôé da vipien, Sémei, ha Jada. Hôgen mipien Sémei : Nadale hag Abisur.

29. Grég Abisur a oa hanvet Abihail, hag a c’hanaz d’ézhan̄ Ahobban, ha Molid.

30. Hôgen mipien Nadab a oé Saled, hag Apfaim ; hôgen Saled a varvaz hép bugalé.

31. Hôgen mâb Apfaim, Jési ; ha Jési a oé tad Sésan ; ha Sésan a oé tâd Obolai.

32. Hôgen mipien Juda, breûr Sémei : Jéter ha Jonatan ; hôgen Jéter a varvaz hép bugalé.

33. Hôgen Jonatan a oé tâd Falet ha Ziza. Ar ré-man̄ a oé mipien Jéraméel.

34. Hôgen Sésan n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed ; hag eur sklav Éjiptian hanvet Jéraa,

35. Da béhini é rôaz hé verc’h da c’hrég ; hag houman̄ a c’hanaz d’ézhan̄ Etei.

36. Hôgen Étei a oé tâd (T) Natan, ha Natan a oé tâd (T) Zabad.

37. Ha Zabad a oé tâd Oflal, hag Oflal a oé tâd Obed.

38. Hag Obed a oé tâd Jéhu, ha Jéhu a oé tâd Azarias.

39. Hag Azarias a en̄géhen̄taz Hellez, hag Hellez a en̄géhen̄taz Élasa.

40. Hag Élasa a en̄géhen̄taz Sisamoi, ha Sisamoi a en̄géhen̄taz Sellum.

41. Ha Sellum a en̄géhen̄taz Ikamia, hag Ikamia a en̄géhen̄taz Élisama.

42. Hôgen mipien Kaleb, breûr Jéraméel : Mésa hé vâp héna, péhini a oé tâd da Zif, ha mipien Marésa, tâd Hébron.

43. Hôgen mipien Hébron : Koré, ha Tafera, ka Resem, ha Samma.

44. Hôgen Samma a oé tâd Rabam, tâd Jerkaam, ha Résem a oé tâd Sammai.

45. Mâb Sammai : Maon ; ha Maon a oé tâd da Vetsur.

46. Hôgen Éfa, serc’h Kaleb, a c’hanaz Haran, ha Mosa, ha Gésez. Hôgen Haran a en̄géhen̄taz Gézes.

47. Hôgen bugalé Jahaddai : Régom, ha Joatan, ha Gésan, ha Falet, hag Éfa, ha Saaf.

48. Maac’ha, serc’h Kaleb, a c’hanaz Saber, ha Tarana.