Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
ar c’hanédigez.

vet triouéc’h ha pemzég-ugen̄t, éz éaz war-lerc’h ar pévar roué beté Dan. (T).

15. Hag ô véza rannet hé dûd, en em daolaz war-n-ézhô é pâd ann nôz: hô zrec’hi a réaz, hag éz éaz war hô lerc’h bétég Hoba, péhini a zô enn tû kleiz eûz a Zamas.

16. Digas a réaz gan̄t-han̄ ann holl vadou a oa bét kéméret ha Lot hé vreûr hag hé vadou, ar merc’hed ivé hag ar bobl.

17. Roué Sodom a zeûaz er-méaz war hé arbenn, pa zistrôé goudé béza trec’het Kodorlahomor, hag ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é traon̄ien Savé, péhini a zô ivé traon̄ien ar roué.

18. Hôgen Melkisédek, roué Salem, ô kenniga bara ha gwin, râg hén̄ a oa bélek da Zoué uc’hel-meûrbéd,

19. A vennigaz anézhan̄, hag a lavaraz : Benniget ra vézô Abram gan̄d Doué uc’hel-meûrbéd, péhini en deûz krouet ann én̄v hag ann douar ;

20 Ha benniget ra vézô Doué uc’hel-meûrbéd, péhini dré hé skoazel en deûz lékéad da énébourien étré da zaouarn. Hag Abram a rôaz d’ézhan̄ ann déog eûz a bép trâ.

21. Hôgen roué Sodom a lavaraz da Abram : Rô d’in ann dûd, ha kémer évid-od ann traou all.

22. Hag Abram a lavaraz d’ézhan̄ : Sével a rann va dourn étrézég ann Aotrou Doué uc’hel-meûrbéd, da béhini eo ann én̄v hag ann douar,

23. Pénaoz adaleg eunn neûden ziḻad bétég eul leren votez na gémérinn nétrâ a gémen̄d a zô d’id, gan̄d aoun na lavarfez : pinvidikéet em eûz Abram ;

24. Némét ar péz hô deûz debret va zûd-iaouan̄k, ha lôdennou ar goazed a zô deùet gan-én̄, Aner, Eskol ha Mambré ; ar ré-zé a gémérô hô lôdennou.


————


XV. PENNAD.


Doué a rô hé c’hér da Abram pénaoz en dévézô eur mâb.


1. Goudé kémen̄t-sé, ann Aotrou a gomsaz oud Abram enn eur wélédigez, ô lavarout : N’az péz kéd a aoun, Abram, mé zo da skoazel ha da c’hôbr brâz-meûrbéd.

2. Hag Abram a lavaraz : Aotrou Doué, pétrâ a rôi-dé d’in ? Mon̄d a rinn eûz ar béd-man̄ hép bugalé, hag ann Damaskuz-zé a zô mâb da Eliézer, mérer va zî.

3. Hag Abram a lavaraz ouc’h-penn : n’éc’h eûz ket rôed d’in a vugalé, ha chétu va mével a vézo da her d’in.

4. Ha kerken̄t ann Aotrou a gomzas out-han̄, ô lavarout : hen-nez na vézô kéd da her d’id ; hôgen ann hini a zeûi eûz da zargreiz, hen-nez az pézô da her.

5. Hag hén̄ a gasaz anézhan̄ er-méaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sell oud ann én̄v, ha niver ar stéred, mar gellez. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Evel-se é vézô da wenn.

6. Abram a grédaz da Zoué, hag hé feiz a oé lékéet d’ézhan̄ ével eur vâd c’hréat. (M).

7. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo ann Aotrou péhini en deûz da dennet eûz a Ur ar C’haldéed, évit rei d’id ann douar-man̄, ha ma vézô d’id.

8. Hag Abram a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou Doué, pénaoz é hellinn-mé gouzout é tlé béza d’in ?

9. Hag ann Aotrou a lavaraz : Kémer d’in eur vioc’h tri-bloaz, hag eur c’havr tri bloaz, hag eur maout-tourc’h tri-bloaz, hag ivé eunn durzunel hag eur goulm.

10. Hag hén̄ hô c’héméraz holl, hô rannaz dré ann han̄ter, hag a lékéaz pép lôden ann eil dirâg ébén : hôgen na rannaz kéd ann evned.

11. Hag al laboused a ziskennaz war ar c’horfou-marô, hag Abram hô c’hasé-kuit.

12. Ha pa zeûaz ann héol da guza, eur c’housk kalet a grôgaz é Abram hag en dévoé eur spoun̄t brâz ô véza né oa német tévalijen trô-war-drô d’ézhan̄. (T).

13. Lavared é oé d’ézhan̄ neûzé : Gwéz a-vréman̄ pénaoz da wenn a dréménô enn eur vrô ha na vézô kéd hé hini, hag é vézô lékéat é sklavérez, hac én̄krézet é-pâd pévar c’han̄t vloaz.

14. Hôgen mé a varnô ar bobl é dé-