Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
pévaré levr ar rouéed,

27. Neûzé é kéméraz hé vâb ken̄ta-ganet, a dlié rénâ war hé lerc’h, hag é kennigaz anézhan̄ é sakrifiz-losk war ar vûr : hag é c’hoarvézaz eunn argarzidigez vrâz enn Israel ; ha râk-tâl en em denchon̄t ac’hanô, hag é tistrôjon̄t d’hô brô.


————


IV. PENNAD.


Élizéus a gresk éôl eunn in̄tan̄vez baour.


1. Neûzé unan eûz a c’hragez ar broféded a c’harmaz oud Élizeus, ô lavarout : Va ozac’h, da zervicher, a zô marô, ha té a oar pénaoz da zervicher a zoujé ann Aotrou : ha chétu hé grédour a zeû évid kémérout va mipien da sklavéd d’ézhan̄.

2. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id é râjenn évid-oud ? Lavar d’in, pétrâ éc’h eûz-té enn da dî ? Hag hî a lavaraz : Mé, da vatez, n’em eûz nétrâ em zî, néméd eunn nébeûd éôl, gan̄t péhini en em frotann.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Kéa, goulenn é-prést digan̄d da holl amézeien kalz listri goullô.

4. Ha kéa enn da dî, ha serr da zôr war-n-oud ha war da vipien : ha skûḻ neûzé enn holl listri-zé ; ha pa vézin̄t leûn, tenn-.

5. Ar c’hrég éta â iéaz, hag a zerraz ann ôr war-n-ézhi ha war he mipien : ar ré-man̄ a zigasé d’ézhi al listri, hag hî a skuḻé enn-hô.

6. Ha pa oé leûniet al listri, é lavarâz-hî d’hé mâb : Digas c’hoaz eul lestr d’in. Hag hén̄ a lavaraz : N’em eûz mui. Hag ann éôl a zac’haz.

7. Hôgen hî a zeûaz, hag a zanévellaz kemen̄t-sé d’ann dén Doué. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Gwerz ann éôl, ha distol d’as krédour : ha té, ha da vipien bévit diwar ar péz a choum enn dilerc’h.

8. Hôgen eunn deiz Élizéus a dréméné dré Zunam : hag énô éz oa eur c’hrég pinvidik-brâz péhini a zalc’haz anézhan̄ évid dibri bara : hag ô véza ma tréméné aliez dré énô, é tistrôé étrézég enn-hi évid dibri bara.

9. Hag hî a lavaraz d’hé ozac’h : Mé a wél pénaoz ann dén-zé péhini a drémen aliez é-biou d’é-omp, a zô eunn dén Doué ha san̄tel.

10. Gréomb éta d’ézhan̄ eur gampr vihan̄, ha lékéomb enn-hi évit-han̄ eur gwélé, hag eunn daol, hag eur gador, hag eur c’han̄toler, évit ma choumô énô, pa zeûi d’hôr gwélout.

11. Euun deiz éta ô véza deûet dî, éz éaz er gampr-zé, hag é tiskuizaz énô.

12. Hag hén̄ a lavaraz da C’hiézi, hé baotr : Galv ar Zunamitez-zé. Hag hé-man̄ ô véza hé galvet, hag hî ô véza deûet dira-z-han̄,

13. É lavaraz Élizéus d’hé baotr : Lavar d’ézhi : Chétu éc’h eûz bét kalz a azaouez évid-omp é pép trâ ; pétrâ a fell d’id é rajenn évid oud ? Ha béz’ éc’h eûz-té eur géfridi-bennâg ? Ha felloud a ra d’id é komzfenn oud ar roué, pé out prin̄s ann armé ? Hag hî a lavaraz : É-kreiz va zûd é choumann.

14. Hag Élizéus a lavaraz : Pétrâ éta a fell d’ézhi é rajenn évit-hi ? Ha Giézi a lavaraz : Na glask két pétrâ : né deûz két a vâb, hag hé ozac’h a zô kôz.

15. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da C’hiézi hé gervel-hî : hag hî ô véza deûet, en em zalc’haz é-tâl ann ôr.

16. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : A-benn bloaz, er préd-man̄, hag enn hévéleb heûr-man̄, mar d’oud c’hoaz béô, ez pézô eur mâb enn da gôv. Hag hî a lavaraz : Nann, mé az péd, va aotrou, dén Doué, na lavar kéd a c’hévier d’as vatez.

17. Hag ar c’hrég-zé a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb, er préd hag enn hévéleb heûr m’en dôa lavaret Élizéus.

18. Hôgen ar bugel a greskaz. Hag ô véza éat eunn deiz da gavout hé dâd a oa gan̄d ar véderien,

19. É lavaraz d’hé dâd : Poan benn em eûz, poan benn em eûz. Hag ann tâd a lavaraz da eur paotr : Kemer-hén̄, ha doug-hén̄ d’he vamm.

20. Hag hé-man̄ a géméraz ar bu-