Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/457

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
423
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

deûet da réni war Juda er pévaré bloaz eûz a Ac’hab, roué Israel.

42. Pemp ploaz ha trégon̄t en doa pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz pemp ploaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Azuba, merc’h Salai.

43. Hag hén̄ a gerzaz é holl hen̄chou Asa hé dâd, ha na drôaz két diout-hô : hag hén̄ a réaz ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou.

44. Koulskoudé na freûzaz két al lec’hiou uc’hel ; râg ar bobl a réa sakrifisou hag a zevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel.

45. Ha Jozafat eo dôé ar péoc’h gan̄t roué Israel.

46. Oberiou all Jozafat, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé emgannou, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda ?

47. Kâs a réaz ivé diwar ann douar ar ré all eûz ar Sodomied a oa choumet é deisiou Asa, hé dâd.

48. Na oa két neûzé a roué lékéat é Édom.

49. Ar roué Jozafat eo dôa gréat listri war ar môr, évit mon̄t da Ofir da glask aour ; hôgen na helchon̄t két mon̄t, ô véza ma oen̄t brévet é Asiongaber.

50. Neûzé Oc’hozias, mâb Ac’hab, a lavaraz da Jozafat : Ra’z ai va zervicherien gan̄d da zervicherien war al listri : hôgen na fellaz két da Jozafat.

51. Ha Jozafat a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David, hé dâd : ha Joram, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

52. Hôgen Oc’hozias, mâb Ac’hab, a ioa deûet da réni war Israel é Samari, er seitékved bloaz eûz a Jozafat, roué Juda ; hag hén̄ a rénaz daou vloaz war Israel.

53. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a gerzaz é hen̄t hé dâd hag hé vamm, hag é hen̄t Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi.

54. Servicha a réaz ivé Baal, hag éc’h azeûlaz anézhan̄, hag éc’h heskinaz ann Aotrou, gan̄d ann holl draou en dôa gréat hé dâd.


————