Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/454

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
trédé levr ar rouéed,

d’hé gavout, hag a lavaras d’ézhan̄ : Pétrâ a laka da galoun da véza trist ? Ha pérâk na zébrez-té két a vara ?

6. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Komzet em eûz out Nabot, ar Jézraélit, hag em eûz lavaret d’ézhan̄ : Rô d’in da winien évid arc’han̄t ; pé mar d-eo gwell gan-éz, é rôinn d’id eur winien welloc’h évit-hi. Hag hén̄ en deûz lavaret : Na rôinn két va gwinien d’id.

7. Ha Jézabel, hé c’hrég, a lavaraz d’ézhan̄ : Brâz eo da c’halloud, ha réna ervâd a réz (T) rouan̄télez Israel ! Saô, ha debr bara, ha laouéna da galoun ; mé a rôi d’id gwinien Nabot, ar Jézraélit.

8. Skriva a réas éta hî lizéri é hanô Ac’hab, hag é siellaz anézhô gan̄t bizou ar roué, hag hî hô c’hasaz d’ann hénaoured ha d’ar ré-gén̄ta eûz a géar Nabot, hag a choumé énô gan̄t-han̄.

9. Hôgen chétu pétrâ a oa war al lizéri-zé : Embannit eur iun, ha likiit Nabot da azéza é touez ar ré gen̄ta eûz ar bobl.

10. Gounézit daou zén, mipien Bélial, enn hé énep, péré a zavô eunn desténi faoz out-han̄, ô lavarout : Drouk-prézéget en deûz diwar-benn Doué ha diwar-benn ar roué : Kasit-hén̄ er méaz, ha labézit-hén̄, kén na varvô.

11. Ann hénaoured hag ar ré gen̄ta eûz a géar Nabot, pére a choumé gan̄t-han̄, a réaz ével m’é dôa Jézabel gourc’hémennet d’ézhô, hag ével ma oa skrivet war al lizéri é dôa kaset d’ézhô.

12. Embanna a réjon̄t eur iun, hag é lékéjon̄t Nabot da azéza é-touez ar ré gen̄ta eûz ar bobl.

13. Hag ô véza digaset daou zén, mipien ann diaoul, é lékéjon̄t anézhô da azéza râg énep d’ézhan̄ : hag ar ré-man̄, ével tûd ann diaoul, a zavaz enn hé énep, ha dirâg ann holl, ann desténi-man̄ : Drouk-prézéget en deûz Nabot diwar-benn Doué ha diwar-benn ar roué : ha râk-sé é kaschon̄t anézhan̄ er méaz eûz a géar, hag é labézchon̄t anézhan̄.

14. Hag hî a gasaz étrézé Jézabel, évit lavarout d’ézhi : Labézet eo Nabot, ha marô eo.

15. Pa glevaz Jézabel pénaoz é oa labézet Nabot, ha pénaoz é oa marô, é lavaraz da Ac’hab : Saô, ha kémer gwinien Nabot ar Jézraélit, péhini né két fellet d’ézhan̄ hé rei d’id, nag hé rei évid arc’han̄t : râk n’eo mui béô Nabot, hôgen marô eo.

16. Pa glevaz Ac’hab pénaoz é oa marô Nabot, é tavaz, hag é tiskennaz da winien Nabot ar Jézraélit, évid hé c’hémérout.

17. Hôgen gér ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ann Tesbit, ô lavarout :

18. Saô, ha diskenn da ziambrouga Ac’hab, roué Israel, a zô é Samari : chétu é tiskenn da winien Nabot, évid hé c’hémérout.

19. Ha té a gomzô out-han̄, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Lazet éc’h eûz, hag ouc’h-penn éc’h eûz kéméret dré ners. Ha goudé-zé é liviri c’hoaz : Evel-henn é lavar ann Aotrou : Enn hévélep léac’h é péhini hô deûz ar châs lipet goad Nabot, é lipin̄t ivé da c’hoad.

20. Hag Ac’hab a lavaraz da Élias : Ha va c’havet éc’h eûz énébour d’id ? Hag hén̄ a lavaraz : Kavet em eûz, ô véza ma oud en em werzet, évid ôber ann drouk dirâg ann Aotrou.

21. Chétu é kasinn ann drouk war-n-oud, hag é kasinn-da-gét da nésted, hag é lazinn eûz a Ac’hab bétég al loéned, hag adaleg ar c’hen̄ta bétég ann diveza enn Israel.

22. Ha mé a lakai da dî ével tî Jéroboam, mâb Nabat, hag ével ti Baasa, mâb Ahia : ô véza ma ec’h eûz lékéat da zével drouk enn-oun, ha lékéat Israel da béc’hi.

23. Hôgen diwar-benn Jézabel en deûz komzet ann Aotrou, ô lavarout : Ar châs a zebrô Jézabel é park Jézrahel.

24. Mar marv Ac’hab é kéar, é vézô débret gan̄d ar châs : ha mar marv war ar méaz, é vézô débret gan̄t laboused ann én̄v.

25. Na oé két éta eunn all hén̄vel oud Ac’hab, évit béza en em werzet da ôber ann drouk dirâg ann Aotrou ; râk Jézabel, hé c’hrég, hé zougaz d’hé ôber.

26. Hag argarzuz é teûaz, enn hé-