Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/452

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
trédé levr ar rouéed,

11. Ha roué Israel a respoun̄taz hag a lavaraz : Livirit d’ézhan̄ : Na fougéet két ann hini a wisk hé armou, ével ann hini a ziwisk anézhô.

12. Hôgen pa glevaz Bénadad kémen̄t-sé, édô oc’h éva gan̄d ar rouéed all dindân hé delt ; hag é lavaraz d’hé zervicherien : Grounnit kéar. Hag hî a c’hrounnaz anézhi.

13. Ha chétu eur profed a zeûaz da gavout Ac’hab, roué Israel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Gwélet éc’h eûs-té al lôd brâz a dûd-zé ? Chétu é likiinn anézhô hiriô étré da zaouarn, évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

14. Hag Ac’hab a lavaraz : Dré biou ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Dré baotred war-droad prin̄sed ar brovin̄sou. Hag Ac’hab a lavaraz c’hoaz : Piou a stourmô da gen̄ta : Hag hén̄ a lavaraz : Té.

15. Nivéri a réaz éta paotred prin̄sed ar brovin̄sou, hag é kavaz anézhô daouzék hag unnég-ugen̄t : ha goudé-zé é nivéraz ar bobl, holl vugalé Israel, seiz mil.

16. Hag hî a iéaz er-méaz da grésteiz : hôgen Bénadad a oa enn he delt oc’h éva, hag hén̄ mezô, ha gan̄t-han̄ ann daou roué ha trégon̄t a oa deûet évid hé génnerza.

17. Hôgen paotred prin̄sed ar brovin̄sou a oa éat er-méaz hag é penn ken̄ta. Bénadad ô véza kaset évit gouzout pétrâ é oa, é teûjon̄d da lavarout d’ézhan̄ : Tûd eo a zô deûet er-méaz eûz a Zamari.

18. Hag hén̄ a lavaraz : Daoust pé é teûon̄t évid ar péoc’h, kémérit-hô éz-béô ; daoust pé é teûon̄t évit stourmi, kémérit-hô éz-béô.

19. Paotred prin̄sed ar brovin̄sou a iéaz éta er-méaz, hag ar ré all eûz ann armé a heûlié anézhô.

20. Ha pép-hini a lazaz ann dén a zeûé d’hé ziarbenna : hag ar Siried a dec’haz, hag Israel a iéaz war hô lerc’h. Bénadad, roué Siria, a dec’haz ivé war varc’h gan̄d hé varc’heien.

21. Ha roué Israel ô véza éat er-méaz, en em daolaz war ar c’hézek ha war ar c’hirri, hag a skôaz ar Siria gan̄d eur gouli brâz.

22. Hôgen eur profed a zeûaz da gavout roué Israel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, hag en em gréva ; gwéz ivé ha gwél pétrâ éc’h eûz da ôber ; râg a-benn eur bloaz é piñô roué Siria enn da énep.

23. Hôgen servicherien roué Siria a lavaraz d’ézhan̄ : Douéed ar ménésiou eo hô douéed, râk-sé eo in̄t bét tréac’h d’é-omp. Gwelloc’h eo éta d’é-omp stourmi out-hô er gompézennou, ha nî a dréc’hô anézhô.

24. Ha té, grâ ével henn : kâs-kuît ann holl rouéed eûz da armé, ha laka prin̄sed enn hô léac’h.

25. Névez ann niver eûz ar vrézélidi a zô bét lazet d’id, hag ar c’hézek hervez ann niver ken̄ta, hag ar c’hirri hervez m’az pôa ken̄t ; ha nî a stourmô out-hô er gompézennou, ha té a wélô pénaoz é trec’himp anézhô. Hén̄ a grédaz d’hé ali, hag a réaz ével-sé.

26. A-benn eur bloaz éta Bénadad a nivéraz ar Siried, hag a biñaz da Afek, évit stourmi oud Israel.

27. Hôgen bugalé Israel a oé ivé nivéret ; ha goudé béza kéméret boéd gan̄t-hô é kerzchon̄t enn hô énep, hag é steñchon̄t hô c’hamp râg-énep d’ézhô, ével daou drôpellik gevr : hôgen ar Siried a c’hôloé ar vrô.

28. Hag eunn dén Doué a dôstaaz, hag a lavaraz da roué Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hô deûz lavaret ar Siried : Doué ar ménésiou eo ann Aotrou, ha né két Doué ann traon̄iennou ; mé a lakai al lôd brâz a dûd-zé étré da zaouarn, hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

29. Hag hî a aozaz hô armé ann eil énep égilé é-pâd seiz dervez : hôgen ar seizved dervez é oé rôet ann emgann : ha bugalé Israel a lazaz enn eunn dervez kan̄t mil dén̄ war-droad eûz ar Siried.

30. Ar ré a oa choumet a dec’haz é kéar Afek : hag eur vur a gouézaz war zeiz mil dén war-n-ugen̄t a oa choumet. Hôgen Bénadad a déc’haz hag a iéaz é kéar, enn eur gambr a oa enn eur gambr all.

31. Hag hé zervicherien a lavaraz