Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/451

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

14. Eunn oaz brâz em eûz évid ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma hô deûz bugalé Israel dilézet da gévrédigez, ma hô deûz diskaret da aoteriou, ma hô deûz lazet da broféded gan̄t ar c’hlézé ; ha goudé ma n’eûz choumet néméd-oun, é klaskon̄t c’hoaz lémel va buez digan-én̄.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô dré ann hen̄t éc’h eûz gréat a-dreûz d’ann distrô war-zû Damas : ha pa vézi erruet énô, éc’h éôḻi Hazael da roué war ar Siria ;

16. Ha Jéhu, mâb Namsi, a éôḻi da roué war Israel : hag Élizéus, mâb Safat eûz a Abelmeula, a éôḻi da brofed enn da léac’h.

17. Piou-bennâg a dec’hô diouc’h klézé Hazael, a vézô lazet gan̄t Jéhu ; ha piou-bennâg a dec’hô diouc’h klézé Jéhu, a vézô lazet gan̄d Élizéus.

18. Ha mé a virô évid-oun enn Israel seiz mil dén, péré n’hô deûz két pléget hô glîn dirâk Baal, ha péré n’hô deûz két hé azeûlet ô poki d’hô dourn.

19. Élias éta ô véza éat-kuît ac’hanô, a gavaz Élizéus, mâb Safat, péhini a oa oc’h arat gan̄t daouzék ré éjenned : hag hén̄ hé-unan a réné unan eûz ann daouzék ré éjenned. Ha pa oé deûet Élias enn hé gichen, é lékéaz hé van̄tel war-n-ézhan̄.

20. Hé-man̄ râk-tâl ô véza lézet énô hé éjenned, a rédaz war-lerc’h Élias, hag a lavaraz : Va lez, mé az péd, da boki d’am zâd ha d’am mamm, ha neûzé éc’h heûlinn ac’hanod. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô : râg gréat em eûz évid-oud ar péz em bôa da ôber.

21. Hôgen Élizéus ô véza éat-kuît diout-han̄, a géméraz eur ré éjenned, hag a lazaz anézhô ; ha gan̄t koat ann arar é poazaz kig ann éjenned ; hag hén̄ hé rôaz d’ar bobl, hag hî a zébraz. Neûzé é savaz, hag éc’h heûliaz Élias, hag é servichaz anézhan̄.


————


XX. PENNAD.


Ar Siried a zô tréc’het.


1. Hôgen Bénadad, roué Siria, a zastumaz hé holl armé ; ha daou roué ha trégon̄t gan̄t-han̄, ha kézek, ha kirri : hag hén̄ a biñaz évit stourmi a-énep Samari, hag a c’hrounnaz anézhi.

2. Hag hén̄ a gasaz kannaded étrézég Ac’hab, roué Israel, er géar,

3. Évit lavaroud d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Bénadad : Da arc’han̄t ha da aour a zô d’in, da c’hragez ivé, ha da vipien ar ré wella a zô d’in.

4. Ha roué Israel a respoun̄taz : hervez da lavar, aotrou, va roué, mé ha kémen̄d em eûz a zô d’id.

5. Hag ar c’hannaded a zistrôaz hag a lavaraz : Ével-henn é lavar Bénadad, péhini en deûz hor digaset étrézég enn-oud : Da arc’han̄t, ha da aour, ha da c’hragez, ha da vipien a rôi d’in.

6. Warc’hoaz éta d’ann heur-man̄ é kasinn va zervicherien étrézég enn-oud, hag hî a c’houiliô enn da dî hag é tî da zervicherien ; hag hî a gémérô gan̄d hô daouarn kémen̄d a blijo d’ézhô, hag hô c’hasô gan̄t-hô.

7. Hôgen roué Israel a c’halvaz holl hénaoured ar vrô, hag a lavaraz : Sellit, ha gwélit pénaoz éc’h aoz spiou d’é-omp ; râk kaset en deûz étrézég enn-oun évit va c’hragez, ha va mipien, hag évit va arc’han̄t, ha va aour, ha n’em eûz két hô dinac’het.

8. Hag ann holl hénaoured, hag ann holl bobl a lavaraz d’ézhan̄ : Na zélaou két anézhan̄, ha na aotré két d’ézhan̄.

9. Ac’hab a lavaraz éta da gannaded Bénadad : Livirit d’ann aotrou va roué : Ar péz éc’h eûz kaset da c’houlenni digan-én̄ da zervicher da-gen̄ta, a rinn : hôgen na hellann két ôber ann dra-man̄.

10. Ha pa oé distrôet ar c’hannaded, é tanévelchon̄t kémen̄t-sé da Vénadad, péhini hô c’hasaz adarré da lavaroud da Ac’hab : Ra rai ann douéed kémen̄t-sé d’in, hag ouc’h-penn, mar béz a-walc’h gan̄t poultr Samari évit leûnia bôz ann holl bobl a zeû war va lerc’h.