Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/448

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
trédé levr ar rouéed,

hag a zigasaz anézhan̄ eûz hé gampr da wéled ann tî, hag hé rôaz d’hé vamm : hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Chétu eo béô da vâb.

24. Hag ar c’hrég a lavaraz da Élias : Bréma éc’h anavézann diouc’h kémen̄t-sé pénaoz oud eunn dén Doué, ha pénaoz gér ann Aotrou a zô gwîr enn da c’hénou.


————


XVIII. PENNAD.


Ann Aotrou a gâs Élias étrézég Ac’hab. Lakaad a ra ar glaô da gouéza.


1. Goudé meûr a zeiz é teûaz gér ann Aotrou da Élias enn trédé bloaz, ô lavarout : Kéa, hag en em ziskouéz da Ac’hab, évit ma rôinn glaô war-c’horré ann douar.

2. Élias a iéaz éta d’en em ziskouéza da Ac’hab : hôgen direiz é oa ann naounégez é Samari.

3. Hag Ac’hab a c’halvaz Abdias, mérer hé di : hôgen Abdias a zoujé kalz ann Aotrou.

4. Râk pa lékéa Jézabel da laza proféded ann Aotrou, é kéméraz-hén̄ kan̄t profed, hag é kuzaz anézhô é kéviou, han̄ter-kan̄t enn unan, han̄ter-kan̄t enn eunn all, hag hén̄ hô magaz gan̄t bara ha dour.

5. Ac’hab éta a lavaraz da Abdias : Kéa dré ar vrô war-harz ann holl feun̄teûniou, hag enn holl draon̄iennou, martézé é hellimp kavout géot, évit savétei ar c’hézég hag ar vuled, ha na varvô két ann holl loéned.

6. Hag hî a rannaz ar vrô étré-z-hô, évid ôber ann drô d’ézhi ; Ac’hab a iéa dré eunn hen̄t, hag Abdias dré eunn hen̄t all hé-unan.

7. Ha pa édô Abdias enn hen̄t, Élias a zigwézaz gan̄t-han̄, hag Abdias ô véza hé anavézet, en em daolaz war hé c’hénou hag a lavaraz : Ha né két té, Élias, va aotrou ?

8. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo. Kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias.

9. Hag Abdias a lavaraz : Pé béc’hed em eûz-mé gréat, évit ma lakafez ac’hanoun, mé da zervicher, étré daouarn Ac’hab, évit ma lazô ac’hanoun ?

10. Ével ma eo béô ann Aotrou, n’eûz na brôad na rouan̄télez é péhini n’en deûz kaset va aotrou évid da gerc’hout : ha pa lavaren̄t holl : N’éma kéd aman̄ ; en deûz gréat kémenn d’ann holl rouan̄télésiou ha d’ann holl vrôadou, ô véza na gavet két ac’hanod.

11. Ha bréma é lévérez d’in : Kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias.

12. Ha pa vézinn éat diouz-id, spéred ann Aotrou az tougô enn eul léac’h ha na ouzoun két : ha p’az inn da lavarout kémen̄t-sé da Ac’hab, ha ma na gav két ac’hanod, é lazô ac’hanoun : hôgen da zervicher a zouj ann Aotrou a-vihanik.

13. Ha n’ef-hén̄ két bét rôet da anaout d’id, va aotrou, pétrâ em eûz gréat pa lazaz Jézabel proféded ann Aotrou, pénaoz é kuziz kan̄t eûz a broféded ann Aotrou é kéviou, han̄ter-kan̄t enn unan, han̄ter-kan̄t enn eunn all, hag é magiz anézhô gan̄t bara ha dour ?

14. Ha bréma é lévérez : kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias ; évit ma lazô ac’hanoun.

15. Hag Élias a lavaraz : Ével ma eo béô Aotrou ann arméou, dirâk péhini émounn, en em ziskouézinn hiriô d’ézhan̄.

16. Abdias a iéaz éta da gaout Ac’hab, hag a zanévellaz d’ézhan̄ : hag Ac’hab a iéaz war arbenn Élias.

17. Ha pa wélaz anézhan̄, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha né két té eo a géflusk Israel ?

18. Hag Élias a lavaraz : Né két mé eo em eûz kéflusket Israel : hôgen té ha tî da dâd, c’houi péré hoc’h eûz dilézet gourc’hémennou ann Aotrou, hag hoc’h eûz heûliet Baal.

19. Koulskoudé kâs tûd bréma, ha stroll Israel holl war vénez ar C’harmel, hag ar pévar c’han̄t han̄ter-kan̄t profed Baal, hag ar pévar c’han̄t profed eûz ar c’hoajou sakr, péré a zebr eûz a daol Jézabel.

20. Ac’hab éta a gasaz tûd étrézé holl vugalé Israel, hag a zastumaz ar broféded war vénez ar C’harmel.

21. Hag Élias ô tôstaad oud ann