Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/443

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
409
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

kaad da von̄t drouk enn-oun ; ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein :

10. Râk-sé é kasinn gloaz war dî Jéroboam, hag é skôinn é ti Jéroboam bétég al loéned, bétég ann hini a zalc’hed klôz, hag ann distéra eûz a Israel : ha mé a garzô ar ré all eûz a di Jéroboam, ével ma karzeur ann teil bétég ann tamm divéza.

11. Ar ré eûz a Jéroboam a varvô é kéar, a vézô débret gan̄d ar chas ; hag ar ré a varvô war ar méaz, a vézô dispennet gan̄d evned ann én̄v : râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

12. Hôgen té, sâv ha kéa d’as tî : ha p’az ai da dreid e kéar, é varvô ar bugel :

13. Hag Israel holl a wélô war-n-ézhan̄, hag a vésiô anézhan̄ : râk na vézô némed hen-nez eûz a Jéroboam a vézô lékéat er béz ; râg ann Aotrou, Doué Israel, en deûz sellet a druez out-han̄ é tî Jéroboam.

14. Hôgen ann Aotrou en deûz lékéat d’ézhan̄ eur roué war Israel, péhini a skôi gan̄t tî Jéroboam enn deiz-man̄, hag enn amzer-man̄ :

15. Hag ann Aotrou Doué a skôi gan̄d Israel, ével ma eo héjet ar gorsen gan̄d ann dour ; hag hén̄ a ziframmô Israel eûz ann douar mâd-zé en deûz rôet d’hô zadou, hag a skiñô anézhô enn tû all d’ar ster ; ô véza ma hô deûz gréat évit-hô koajou-sakr, évit lakaad ann Aotrou da von̄t drouk enn-han̄ enn hô énep.

16. Hag ann Aotrou a rôi Israel é preiz, enn abek da béc’hejou Jéroboam, péhini en deûz péc’het, ha lékéat Israel da béc’hi.

17. Grég Jéroboam éta a zavaz, a iéaz-kuît, hag a zeûaz da Dersa : ha pa lékéa-hî he zroad war dreûzou ann tî, é varvaz ar bugel.

18. Hag hî a vésiaz anézhan̄. Hag Israel holl a wélaz dézhan̄ hervez m’en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Ahias, ar profed, hé zervicher.

19. Oberiou all Jéroboam, pénaoz é stourmaz, ha pénaoz é rénaz, a zô skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel.

20. Hôgen ann deisiou ma rénaz Jéroboam, a oé eûz a zaou vloaz war-n-ugen̄t : hag hén̄ a gouskaz gan̄d hé dadou ; ha Nadab, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

21. Hôgen Roboam, mâb Salomon, a rénaz é Juda. Eur bloaz ha daou-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni ; ha seiték vloaz é rénaz é kéar Jéruzalem, en dôa dilennet ann Aotrou é-touez holl vreûriézou Israel évit lakaad hé hano énô. Hé vamm a oa hanvet Naama, ann Ammonitez.

22. Ha Juda a réaz ivé ann drouk dirâg ann Aotrou ; hag hî a lékéaz anézhan̄ da von̄t drouk enn-han̄ dré hô féc’héjou, muioc’h égéd n’hô dôa gréat hô zadou dré hô holl dorféjou.

23. Râg hî a zavaz ivé évit-hô aoteriou, ha skeûdennou, ha koajou-sakr war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen vôdek.

24. Hôgen béz’ é oé Sodomidi er vrô, péré a réaz ann holl fallagriézou hô dôa gréat ar boblou-zé en dôa kaset ann Aotrou da gét dirâk bugalé Israel.

25. Er pempved bloaz eûz a rén Roboam, Sérak, roué ann Ejipt, a biñaz da Jéruzalem ;

26. Hag hén̄ a skrapaz ten̄zoriou ti ann Aotrou, ha ten̄zoriou tî ar roué, hag é wastaz holl ; hag ivé ann tirennou aour en dôa gréat Salomon.

27. Ar roué Roboam a réaz tirennou arem enn hô léac’h, hag a lékéaz anézhô étré daouarn ar ré a viré ann tirennou, hag ar ré a évéséé oud dôr tî ar roué.

28. Ha p’az éa ar roué é tî ann Aotrou, ar ré hô dôa ar garg da von̄d enn hé raok a zougé anézhô ; ha goudé-zé é tougen̄t anézhô el léac’h ma oa miret ann armou.

29. Oberiou all Roboam, ha kémen̄d en deûz gréat, a zô skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda.

30. Ha brézel a oé bépréd étré Roboam ha Jéroboam.

31. Ha Roboam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David : hé vamm a oa hanvet Naama ann Ammonitez : hag Abiam, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————