Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
ar c’hanédigez.

8. Kémen̄t-mān̄ a lavaraz ivé Doué da Noé, ha d’hé vugalé gan̄t-han̄ :

9. Chétu mé a rai eur gévrédigez gan-é-hoc’h, ha gan̄d hô kwenn war hô lerc’h ;

10. Ha gan̄t pép loen béô a zô gan-é-hoc’h, ken gan̄d ann evned, ken gan̄d al loéned zon̄, ha gan̄d ann holl loéned eûz ann douar, peré a zô deûed eûz ann arc’h, ha gan̄d ann holl loéned férô eûz ann douar.

11. Kévrédigez a rinn gan-é-hoc’h, ha bikenn mui na vézô kaset-da-gét ann holl gik gan̄d douréier al livaden, ha na vézô mui a livaden da veûzi ann douar.

12. Ha Doué a lavaraz ; hou-man̄ eo ann arouéz a gévrédigez a rôann étré mé ha c’houi, ha da bép loen béô a zô gan-e-hoc’h, a rumm da rumm, da virvikenn.

13. Va gwareg a likiinn er c’hoabr, hag é vézô ann arouéz a gévrédigez étré mé hag ann douar.

14. Ha p’am bézô gôlôed ann én̄v a goabr, va gwarek a vézô gwélet er c’hoabr.

15. Hag é teûi koun d’in eûz va gévrédigez gan-é-hoc’h, hag eûz a gémen̄t éné béô a zeû da énaoui ar c’hik ; ha na vézô mui a zour a livaden évit beûzi ann holl gik.

16. Ar wareg a vézô er c’hoabr, hag hé gwéloud a rinn, hag em bézô koun eûz ar gévredigez da virvikenn gréad étré Doué hag ann holl énéou béô eûz a gémen̄t kig a zô war ann douar.

17. Ha Doué a lavaraz da Noé : hou man̄ a vézô ann arouéz a gévrédigez am eûz lékéat étre mé hag ann holl gik war ann douar.

18. Mipien Noé deûed eûz ann arc’h a oa Sem, Kam, ha Jafeth ; ha Kam a oé tâd da Ganaan.

19. Ar ré-zé eo tri mâb Noé ; ha gan̄t-hô é oé skiñet gwenn ann holl dûd war ann douar holl.

20. Noé, labourer-douar, a oé ar c’hen̄ta ô c’hounid ann douar (T), hag a blan̄taz ar winien.

21. Hag ô véza évet gwin, é vezvaz, hag é choumaz enn noaz enn hé delt.

22. Pa wélaz Kam, tâd Kanaan, pénaoz tra-mézuz hé dâd a oa noaz, éz éaz er-méaz d’hel lavaroud d’hé zaou vreûr.

23. Hôgen Sem ha Jafeth a lékéaz eur zaé vrâz war hô diou-skoaz, hag ô kerzout a-gil, é c’hôlôjon̄t tra-mézuz hô zâd ; hô dremm a oa distrôet, ha na wéljon̄t két tra-mézuz hô zâd.

24. Hôgen Noé ô tihuna eûz hé win, hag ô klevout pétrâ en dôa gréad d’ézhan̄ hé vâb iaouan̄ka,

25. A lavaraz : Ra vézô milliget Kanaan, ra zeûi da vével da vévellou hé vreûdeûr.

26. Hag hén̄ a lavaraz : Ra vézô meûlet ann Aotrou, Doué Sem, ra vézô Kanaan mével d’ézhan̄.

27. Ra greskô Doué Jafeth, ha ra joumô dindân teltou Sem ; ha ra vézô Kanaan mével d’ézhan̄.

28. Hôgen Noé a vévaz goudé al livaden tri c’han̄t vloaz hag han̄ter-kan̄t.

29. Hag hé holl zeisiou a oé eûz a nao c’han̄t vloaz hag han̄ter-kan̄t ; hag é varvaz.


————


X. PENNAD.


Nésted mipien Noé.


1. Chétu aman̄ nésted mipien Noé, Sem, Kam ha Jafeth ; mipien a oé ganet d’ezhô goudé al livaden.

2. Mipien Jafeth a oé Gomer, ha Magog, ha Madai, ha Javan, ha Tubal, ha Mosoch, ha Thirar.

3. Ha mipien Gomer : Assénez, ha Rifath, ha Thogorma.

4. Ha mipien Javan : Eliza, ha Tarsis, Sétim, ha Dodanim.

5. Ar ré-man̄ a rannaz étré hô brôiz inizi ar brôadou ; da bép-hini hé vrô diouc’h hé iéz ha diouc’h hé nésted.

6. Ha mipien Kam : Kus, ha Mesraim, ha Futh, ha Kanaan.

7. Mipien Kus : Saba, hag Hévila, ha Sabata, ha Regma, ha Sabataka. Mipien Regma : Saba ha Dadan.

8. Hôgen Kus a en̄géhen̄taz Nemrod ; hen-nez a oé ar c’hen̄ta a oé (T) galloudek war ann douar,

9. Hag a oé eur gwénaer kré dirâg