Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/437

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

26. Ha Salomon a zastumaz kirri ha marc’heien : hag hén̄ en dôé pévarzék kan̄t karr, ha daouzék mil marc’hek : hag hén̄ a lékéaz anézhô dré ar c’heriou, hag é-tâl ar roué é Jéruzalem.

27. Lakaad a réaz ann arc’han̄t da véza ker stan̄k é Jéruzalem ével ar vein ; ha ma oé gwélet kémen̄d a zedr ével a skaô-grâc’h a zavé er mesiou.

28. Digas a réad kézek da Zalomon eûz ann Éjipt hag eûz a Goa : râk marc’hadourien ar roué hô fréné é Koa, hag hô digasé diouc’h eur priz.

29. Don̄d a réa er-méaz eûz ann Ejipt pévar marc’h évit c’houec’h kan̄t sikl arc’han̄t hag eur marc’h évit kan̄t hag han̄ter-kan̄t. Hag ével-sé holl rouéed ann Hétéed hag ar Siria a werzé hô c’hézek.


————


XI. PENNAD.


Salomon a zô touellet gan̄d ar merc’hed, hag en em rô d’ann idolatri.


1. Hôgen ar roué Salomon a garaz kalz merc’hed a-ziavéaz (hép nivéri merc’h Faraon), ha Moabitézed, hag Ammonitézed, hag Iduméézed, ha Sidoniézed, hag Hétéézed,

2. Eûz ar vrôadou diwar-benn péré en deûz lavaret ann Aotrou da vugalé Israel : Na géméri két a c’hragez enn hô zouez, hag hî na gémérin̄t két a c’hragez enn da douez : râg hî a zistrôfé hô kalonou, évit ma heûlfac’h hô douéed. Hôgen Salomon en em stagaz out-hô gan̄d eur galoun karan̄tézuz-brâz.

3. Hag hén̄ en dôé seiz kan̄t grég é-doaré rouanézed, ha tri c’han̄t grég-serc’h : hag ar gragez-zé a douellaz hé galoun.

4. Ha pa édô kôz dijâ, é oé saotret hé galoun gan̄d ar merc’hed, a lékéaz anézhan̄ da heûlia douéed a-ziavéaz ; ha né oa két klôk hé galoun dirâg ann Aotrou hé Zoué, ével ma oa bét kaloun David, hé dâd.

5. Hôgen Salomon a azeûlaz Astarté, douéez ar Sidonied, ha Moloc’h, idol ann Ammonited.

6. Ha Salomon a réaz ar péz na blijé két d’ann Aotrou, ha na heûliaz két ann Aotrou bépréd, ével m’en dôa gréat David, hé dâd.

7. Neûzé Salomon a zavaz eunn templ da C’hamos, idol ar Voabited, war ar ménez a zô war-harz Jéruzalem, ha da Voloc’h, idol bugalé Ammon.

8. Hag ével-sé é réaz évid hé holl c’hragez a-ziavéaz, péré a zévé ézan̄s, hag a réa sakrifisou d’hô douéed.

9. Sével a réaz éta droug enn Aotrou out Salomon, ô véza m’en dôa distrôet hé galoun diouc’h ann Aotrou, Doué Israel, péhini a oa en em ziskouézet d’ezhan̄ eunn eil wéach,

10. Hag en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ ann dra-man̄, na heûlfé két douéed a-ziavéaz ; ha n’en deûz két miret ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

11. Râk-sé é lavaraz ann Aotrou da Zalomon : O véza ma eo bét kémen̄t-sé enn-oud, ha n’éch eûz két miret va c’hévrédigez, nag ar c’hémennou em bôa gréat d’id, mé a rogô hag a rannô da rouan̄télez, hag a rôi anézhi da unan eûz da zervicherien.

12. Koulskoudé n’her grinn két enn da zeisiou, enn abek da Zavid da dâd : eûz a zourn da vâb é ranninn anézhi.

13. Na denninn két ar rouan̄télez holl diout-han̄ ; hôgen eur vreûriez a rôinn d’as vâb, enn abek da Zavid, va zervicher, hag enn abek da Jéruzalem em eûz dilennet.

14. Hôgen ann Aotrou a lékéaz da zével da énébour da Zalomon Adad, ann Iduméad, eûz a wenn ar roué a oa é Édom.

15. Râk pa édô David enn Iduméa, Joab, prin̄s ar vrézélidi, a biñaz évit bésia ar ré a oa bét lazet, hag évit laza ann holl baotred enn Iduméa.

16. (Hôgen Joab a choumaz énô é-pâd seiz miz, hag Israel holl, en̄dra ma lazé holl baotred ann Iduméa) ;

17. Adad a dec’haz, ha gan̄t-han̄ Iduméed, servicherien hé dâd, évit mon̄d enn Éjipt : hôgen Adad a oa neûzé eur bugel.

18. Hag hî ô véza savet eûz a Vadian, a zeûaz da Faran, hag ô véza