Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
ar c’hanédigez.

ann arc’h en dôa gréat, hag a laoskaz eur vran,

7. Péhini a iéaz kuit, ha na zistrôaz két, kén na oé dizéc’het ann douréier war ann douar.

8. Leûskel a reaz ivé eur goulm war-lerc’h ar vrân, évit ma welché ma oa tec’het ann douréier diwar-c’horré ann douar.

9. Hou-man̄, ô véza na gavaz két pé éléac’h é lakajé hé zroad, a zistrôaz da gaout Noé enn arc’h ; râg ann douréier a oa c’hoaz war-c’horré ann douar holl. Noé a astennaz hé zourn, hé c’héméraz hag hé lékéaz enn arc’h.

10. Goudé béza gortozet seiz dévez all, é laoskaz a-névez ar goulm eûz ann arc’h.

11. Hag hou-man̄ a zistrôaz d’hé gavout war ar pardaez, gan̄t-hi enn hé bék eur skourr olivez a oa déliou glâz out-han (M). Noé a anavézaz ’ta pénaoz ann douréier a oa tec’het diwar ann douar.

12. Gortozi a réaz koulskoudé seiz dévez all ; hag é laoskaz ar goulm, péhini na zistrôaz mui d’hé gavout.

13. Ével-sé, er bloavez unan ha c’houec’h kan̄t, d’ar miz ken̄ta, d’ann deiz ken̄ta eûz ar miz, ann douréier a oa en em dennet diwar ann douar ; ha Noé ô tigéri tôen ann arc’h, a zellaz, hag a wélaz pénaoz ann douar a oa dizéc’het war hé c’horré.

14. D’ann eil miz, d’ar seizved deiz war-n-ugen̄t eûz ar miz, ann douar a oa séac’h holl.

15. Ha Doué a gomzaz out Noé, ô lavarout :

16. Kéa er-méaz eûz ann arc’h, té ha da c’hrég, da vipien ha gragez da vipien gan-éz.

17. Kâs gan-éz er-méaz al loéned eûz ann holl gik, péré a zô enn arc’h, ann evned, al loened pévar-zroadek hag ann holl amprévaned, péré en em stléj war ann douar, ha kerzit war ann douar ; kreskit ha paottit war-n-ézhan̄.

18. Noé a iéaz éta er-méaz, ha gan̄t-han̄ hé vipien, hé c’hrég ha gragez hé vipien.

19. Ann holl loéned férô, al loéned zon̄, hag ann amprévaned péré en em stléj war ann douar, diouc’h hô gwenn, a iéaz ivé er-méaz eûz ann arc’h.

20. Hôgen Noé a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou : hag ô kémérout eûz ann holl loéned hag eûz ann holl evned c’hlan, é kennigaz anézhô oc’h hô suḻa war ann aoter.

21. Ar c’houéz eûz a gémen̄t-sé a oé kavet c’houék gan̄d ann Aotrou, hag é lavaraz : Bikenn mui na rôinn va malloz d’ann douar enn abek d’ann dûd ; râg ar skian̄t hag ar mennoz eûz a galoun ann dén a zô douget d’ann droug adalek hé iaouan̄kiz ; na skoinn mui ’ta gan̄d ann holl ré veô ével ma em eûz gréat.

22. E-pâd ann holl zeisiou eûz ann douar, ann hadérez hag ar médérez, ar iénien hag ann domder, ann han̄ hag ar goan̄, ann nôz hag ann deiz a zeùiô hép distak ann eii oc’h heûl égilé. (T).


————


IX. PENNAD.


Kévrédigez Doué gan̄d ann dûd.


1. Doué a vennigaz Noé hag hé vugalé, hag a lavaraz d’ézhô : kreskit ha paottit, ha leûnit ann douar.

2. R’hô dévézô spoun̄t hag aoun ra-z-hoc’h ann holl loéned eûz ann douar, ann holl evned eûz ann én̄v ha kémen̄d a fin̄v war ann douar ; ann holl bésked eûz ar môr a zô lékéad étré hô taouarn.

3. Kémen̄d a fin̄v hag a vév a vézô d’é-hoc’h da vouéd ; hô rôed em eûz holl d’é-hoc’h ével al louzou c’hlâz.

4. Gan̄t na zebrot két a gik német é vé bét diwadet. (T).

5. Râk mé a c’houlennô digan̄d ann holl loéned ar goâd eûz hô kalounou ; hag é c’houlenninn buez ann dén digan̄d dourn ann dén ha digan̄d dourn hé vreûr.

6. Da biou-bennâg en dévezô skuḻet goâd ann dén, é vézô ivé skuḻet hé c’hoad ; râg ann dén a zô gréad diouc’h hévélédigez Doué.

7. Hôgen c’houi, kreskit ha paottit, iid war ann douar, ha leûnit-hén̄.